Entente culturelle bretonne
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Emglev Sevenadurel Breizh (Entente Culturelle Bretonne) a oa ur gevarzhe dezhi ar pal klask bodañ Breizhiz e Norzh Pariz ha sevel obererezhioù evito en he sal anvet « Kervarker » a oa staliet e 17vet arondisamant Pariz. E 1962 e krogas gant se, met war-dro 1969 e serras e sal. Herve ar Menn, teñzorier kentañ, ha prezidant da c’houde, a voe unan eus e bennoù pouezusañ.
Deroù hag aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Armel Calvé, bet eil sekretour kentañ ar gevarzhe, e voe savet Emglev Sevenadurel Breizh e-tro 1962 « evit ober par d’ar greizenn vreizhek Kêr-Vreizh staliet war ar c'hlann gleiz » (Pariz).[1].
Er c'hentañ burev e kaved hervezañ :
- Rieg Jestin, kadoriad
- Yann Gerlann, beskadoriad
- Goulven Pennaod, sekretour
- Armel Calvé, eil sekretour
- Herve ar Menn, teñzorier
Staliet e voe ar sal emvod « Kervarker » e niverenn 17 ar straed Guy Môquet, Pariz (17vet). Koulskoude, un Entente culturelle bretonne a voe anezhañ a-raok ma vefe digoret ul lec’h. Hervez Pêr Trepos e voe adembannet ar Barzaz Breiz e 1959 diwar atiz an Entente culturelle bretonne.
War batrom Emgleo Breiz e voe savet an Emglev evel ur goudor evit kervarzheoù, met n’eus bet gwelet nemet div anezho er sal Kervarker : Kenvreuriezh ar Viniaouerien (KAV), krouet e 1931, ha Kevredigezh kelennerien ar Brezhoneg, krouet e 1966.
Obererezhioù er sal Kervarker
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kelenn ar brezhoneg e Rannvro Pariz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kreiz an Emglev e voe krouet « Kevredigezh kelennerien ar Brezhoneg » a glaskas sevel kenurzhierezh ar c’hentelioù brezhoneg a veze roet e pep korn eus Rannvro Pariz diwar atiz bodadegoù Brezhoned (kelc’hioù keltek, kevarzheoù), d’ar 1añ a viz C’hwevrer 1966. Hervez Armel Calvé, ne zeuas ket a-benn da gompezañ an traoù, pa ne felle ket da aozerien ar c’hentelioù heuliañ urzhioù.
Buheziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Meurzh 1966 e voe dispaket un diskouezadeg gant levrioù ha mareadegoù brezhonek[2][3].
Obererezhioù goude serriñ Kervarker
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chom a reas bev ar c’hevarzhe goude 1969 ha pelloc’h emañ e chomlec’h e ti Éric Pianezza-Lepage. Seveniñ a ra e obererezhioù breizhek hiziv. Merañ a ra ar priz Herve ar Menn abaoe 1988 evit enoriñ kendalc’h an hengoun sevenadurel breizhek.
E 2021, Thierry Rouaud, prezidant, a embannas e oa garedonet kumun Sant-Riwal gant ar Priz Herve ar Menn evit hec'h ober diehan evit kendelc’her ha kas war-raok ar brezhoneg hag ar sevenadur breizhek[4].
Levrlennadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Armel Calvé, Histoire des Bretons de Paris, Coop Breizh, 1994 (ISBN 290994289)