Mont d’an endalc’had

Yann Kerlann

Eus Wikipedia
Yann Gerlann

Yann Gerlann (er marilhoù Jean Delalande, ganet d'an 31 a viz Gouere 1910 e La Roche-sur-Yon hag aet da anaon d'ar 16 a viz Kerzu 1969 e Montroulez), a zo bet kelenner, saver ha troer kanaouennoù, ha kelaouenner. Kentañ skolaer brezhonek Plistin e voe e-pad un nebeud bloavezhioù eus 1942 da 1944, met siwazh e voe dispennet e labour gant darvoudoù ar brezel. Chom a ra en eñvorioù evel tad ar skolioù brezhonek.

E vuhez

Bugaleaj ha studioù

Ganet eo bet Jean Honoré Delalande e Vande, e-lec'h ma oa e dad en arme, d'an 31 a viz Gouere 1910. Goude marv e dad Frañsez Loeiz Kerlann, abred goude, ez eas da vevañ da Vontroulez gant e vamm, Paolina Jozefina Kerbirioù. Aze e tremenas e skoliadur betek 1923. Ebarzhiañ a reas, da c'houde, skol gentañ-uhel Brest (1923-1927). Eno e reas anaoudegezh gant Roparz Hemon ha Célestin Lainé ha kemer e gartenn en Unvaniezh Yaouankiz Vreizh pa oa oadet a 15 vloaz. Mont a reas da Londrez da wellaat e saozneg, er Saint-Dustan College (1927-1928). E 1932 e kemeras e gartenn e Strollad Broadel Breizh.

E 1935 e tilezas ar strollad dre ma oa re faskour ha disrannour evitañ. E 1938 e tistroas ennañ memestra goude bezañ lennet ar gazetenn Breiz Atao ha sevel a-du gant ar mennozhioù evit Breizh en diabarzh hag en estren-vro.

Kelenner

Distroet da Vreizh e teuas da vezañ kelenner e Ploveur (1930), e Sant-Filbarzh Tregon (1931) hag e Kemperle (1932). Goude e amzer soudard e kendalc'has da gelenn e skol Wiglann (1933-1936), e Sant-Wennole Penmarc'h (1936-1941) hag e Kledenn-ar-C'hab (Kerzu 1941). Dastum a reas e-pad ar bloavezhioù-se kanaouennoù, kontadennoù, troioù-lavar ha gerioù eus ar parrezioù-mañ. Mignon bras e oa gant Yann Sohier (sikour a reas anezhañ da grouiñ « Ar Falz » e 1933) ha gant Armañs Keravel. Graet e voe prizoniad e-pad ar brezel. Distreiñ a reas da Vreizh ha dieubet e voe ur wech kadarnaet gant an Alamanted e anaveze an tri den en doa bet embannet dezho : Roparz Hemon, Debauvais ha Mordrel. E miz Eost 1940 e tistroas da Vreizh. Hervez lod e oa dieub dija e miz Even 1940 ha stag ouzh gouarnamant Breizh en esten-vro e Berlin. Distro e vije gant Geffroy hag Anna Youenou d'an 23 a viz Gouhere 1940. Adkemer a reas liamm gant Raymond Delaporte, penn an SBB, ha lakaet e voe da is-rener departamantel evit ar strollad. Digeriñ a reas ar c'hentañ skol e brezhoneg[1] e Plistin, skoazellet gant Frañsez Kervella. Serriñ a reas ar skol e fin ar brezel rak koustañ a rae re ger dezhañ. Heskinet, bac'het ha barnet da chom er-maez eus an deskadurezh, mont a reas da Bariz hag implijet e voe gant Air France, dre ma ouie meur a yezh. Aze e reas anaoudegezh gant Roger Gargadenneg ; e fin e vuhez e kemeras perzh gantañ en « Kêr Vreizh » ha rener e voe e 1964.

Fin e vuhez

Goude e varv, d'ar 16 a viz Kerzu 1969, e laoskas war e lerc'h e-leizh a varzhonegoù, a ganaouennoù hag a gontadennoù dastumet pe krouet gantañ. En o zouez ul levr : « Sonioù brezhonek evit ar skolioù » ha kanaouennoù : Mari Janig Vrao, Luskell va Bag, Gwerz ar Balp, ha re all.

E oberennoù

Kelaouennerezh

Kalzik a bennadoù e Breiz, Ar Falz, Breiz Atao, Gwalarn, Sav, L'Heure Bretonne, Arvor, Tir na Nog, Al Liamm, Me a zalc'ho, Sked, Bleun Brug, Kroaz Breiz, Terre Bretonne Douar Breiz, Skridoù Barzhed Breizh, Hor Yezh, Ar Vro Jeune Bretagne, Barr-Heol, An Teodeg, Kannadig Kêr-Vreizh, Ar Bed Keltiek

Kanaouennoù

Kerlann a implijas a-wechoù tonioù kanaouennoù all evit ijinañ e ganaouennoù. Adkavet e vez an doare ober-se e-barzh sonioù 'zo evel Gwerz ar Balp ha Luskell va bag :

Levrioù

  • Skrivet en deus e 1936 Sonioù brezhonek evit ar skolioù embannet gant Ar Falz da gentañ, hag adembannet da c'houde gant Brud Nevez.

Liammoù diavaez

Daveennoù

  1. Kerlann, Skol Blistin, Mouladurioù ar Vro, 1960