Kroaz Breiz
Kroaz Breiz a oa ur gelaouenn vrezhonek kristen a zeuas er-maez etre Mae 1948 ha Genver 1951.
Pa voe savet Kroaz Breiz e oa an aotrou Yann-Frañsez Falc'hun, kelenner e Kloerdi Bras Kemper[1] a oa rener, betek an niv. 30, hag an aotrou Laorañs Bleunven a rae war-dro ar c’houmanantoù. Sammet e voe ar renerezh gant an aotrou Bleunven adalek an niverenn 31-32 (Du-Kerzu 1950), tra ma teue Visant Seite da vezañ merour ha d’ober war-dro ar c’houmanantoù.
Ur gelaouenn viziek e oa, met meur a wech e teuas niverennoù doubl er-maez, evit daou viz. E brezhoneg penn-da-benn e oa ar pennadoù : testennoù relijiel, kontadennoù, rentaoù-kont eus gouelioù ar Bleun-Brug, kanaouennoù, gerioù-kroaz ivez. Embannoù bruderezh a oa er pajennoù kentañ hag er pajennoù diwezhañ, e galleg ar braz anezho.
Ar re a save pennadoù a oa beleien an darn vrasañ anezho. En o zouez e c’haller menegiñ Saig ar Go, Paotr Treoure, Laorañs Bleunven, Pêr Yann Nedeleg, Yann-Frañsez Falc'hun, Yann Tranvouez, Jozef Seite, H. Greff, Pêr Guichou, Kerlann ivez. Un nebeud skridoù koshoc’h a oa ivez, savet gant tud aet da anaon evel Absulio pe Spern Gwenn.
E miz Genver 1951 e oa bet kemennet d’al lennerien e oa cheñchet anv ar gelaouenn hag a zeue da vezañ Bleun Brug.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dastumad diglok eus Kroaz Breiz (niv. 17--33) - lec'hienn Eskopti Kemper ha Leon
- Dastumad klok eus Kroaz Breiz (1--51) - Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Arabat kemmeskañ ar beleg-se gant ar chaloni Frañsez Falc'hun, a oa o kelenn brezhoneg e skol-veur Roazhon d’ar c’houlz-se