Mont d’an endalc’had

Visant Seite

Eus Wikipedia
Visant Seite
Anv ofisiel Vincent Seité
Anv pluenn Visant Seite
Obererezh Kelenner er skolioù kristen,
ha Frer Ploermel
Ganedigezh D'ar 23 a viz Genver 1908
e Kleder, Breizh
Marv D'ar 8 a viz Kerzu 1993
Yezh skrivañ Brezhoneg, Galleg
Oberennoù pennañ
Traoù ouzhpenn

Visant Seite, ganet e Kleder (Leon) d'an 23vet a viz Genver 1908 hag aet da Anaon e Ploermael, d'an 8vet a viz Kerzu 1993, a oa frer en urzh Frered Ploermel, skolaer er skolioù kristen ha saver levrioù evit deskiñ ar brezhoneg[1]. Sevel a reas meur a ostilh evit kelenn ar brezhoneg d'ar bobl, dornlevrioù, geriadurioù ha kentelioù berr skignet dre skingomz. Pa voe mignon gant Yann-Vari Perrot e tispennas e roudoù etre 1951 ha 1964 pa'z eas da sekretour hollek ar Bleun-Brug.

Ganet eo en ur familh kouerien, meur a vugel dezhi, hag e teskrivas en e emvuhezskrid ar vuhez ma renjont en ur pastell-vro brezhonek un tamm pinvidikoc'h eget reoù all. Pa voe 16 e krogas gant ar studi e kreizenn-stummañ Frered Lamennais er Folgoad, a-raok mont da Jerzenez en ur greizenn all[2]. E 1927 ez eas da vezañ stummet e kreizenn kengregadur Frered an Deskadurezh kristen, e Ploermael. E 1928 e z eas da vestr-skol e Skol Sant-Jermen e Pleiben gant an anv relijiel Frer Méloir. Goude bezañ bet anvet e Skol Sant-Jozef e Landerne e z eas da rener Skol Santez Barba e Rosko e 1933 a-raok bezañ lakaet e penn Skol Sant Yann Vadezour e Treboull (enteuzet e Douarnenez hiziv) etre 1947 ha 1953[3].
Etretant e voe galvet da soudard e 1940 ha prizoniet kostez Naoned. Dont a reas da Rosko en-dro, en abeg d'e yec'hed, e 1941.

Stourmer evit ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skolaer ha karget da skorañ ar brezhoneg er skolioù kristen Penn ar Bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe rener-skol e Landerne hag e Rosko e tigoras ar c'helenndioù d'ar Yaou evit ober kentelioù brezhoneg[4] hag e reas e brezhoneg e klasoù ar re vihanañ hervez Frañsez Favereau. A-benn 1937, war goulenn Breuriez ar Brezoneg er skoliou e labouras evit broudañ ar skolaerien da gendalc'h gant ar brezhoneg ouzhpenn e labour ordinal. Kenlabourat a reas gant Remont ar Porzh, saver ar Vreuriezh hag enseller ar skolioù kristen e eskopti Kemper, hag eñ anvet da benn ar Bleun-Brug e Meurzh 1938. Kenlabourat a reas gant Herri Kaouisin ivez, hemañ sekretour Yann-Vari Perrot hag embanner ar gelaouenn yaouankiz Ololê, evit embann un dornlevr, Le breton par l'image, evit ar re ha ne ouient ket tra e brezhoneg, en ur stumm modern a-walc'h. Pa voe moullet 60 000 skouerenn e tri embannadur (etre 1944 ha 1977), an destenn vrezhoneg ar muiañ voullet e voe hervezañ.

Penn ar Bleun-Brug ha pennyezhoniour Emgleo Breiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an Eil Brezel-bed ez eas da stourm kreñv evit ma ne vije bet kollet ar brezhoneg en ur sevel levrioù-deskiñ hag ez eas da sekretour melestradurel ar Bleun-Brug e 1945. Diskarget e 1951 eus e labour rener-skol ez eas da sekretour hollek ar Bleun-Brug hag e reas war-dro ar gelaouenn divyezhek heñvelanvet, asambles gant tud a iliz evel Visant Fave, Laorañs Bleunven, pe frered all evel Korantin Riou, Laorañs Stefan, Herve Danielou.
Ma kavas tu da adreiñ dezhañ kalz eus e lufr, ne c'hellas ket herzel ma 'z eas an aozadur da goll, pa 'z eas da vihannaat pouez an Iliz katolik hag implij ar brezhoneg e Breizh. E-pad un pemzek vloaz bennak ec'h adsavas Gouel ar Bleun-Brug a lakae kantadoù tud da gemer perzh enni bep bloaz. E ti superiored ar Frered e Kastellin e kavas ur bod padus.
Gant lodenn an dud a Iliz a felle dezho kendalc'h gant ar brezhoneg hep mont a-du gant ar vroadelourien e skoras adreizh ar reizhskrivadur, anvet brezhoneg skolveuriek, kinniget e 1953 gant ar chaloni leonat Frañsez Falc'hun.
Bloaz goude e lakaas ar Bleun-Brug da vezañ un ezel a bouez e-barzh ar Fondation culturelle bretonne-Emgleo Breiz a veze harpet gant aotrouniezhoù uhelañ ar Republik ken e reseve arc'hant ar Stad hag e veze aotreet ober ur gest er straedoù pep bloaz[5].
Eñ a glaskas tabut gant aduidi ar peurunvan ken abred ha penn ar bloaz 1955 pa skrivas e niverenn 79 ar gelaouenn Bleun-Brug[6] e oa diaes brezhoneg ar gelaouenn Al Liamm, hag e oa « unan anezho (oc'h embann) ne rae forz ebet eus brezoneg ar bobl » ha ne c'helle krediñ ma ne vefe ket a « zizunvaniez e-touez ar Vretoned », ma vefe tud o « (g)welout mad Breiz ha mad hor yezh araok hon aferiou hon unan ».
Skrivañ a reas meur a bennad hag un nebeud barzhonegoù brezhonek e kelaouennoù Feiz ha Breiz, Bleun-Brug ha Brud Nevez.

Saver ostilhoù evit deskiñ ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevel a reas meur a levr da zeskiñ brezhoneg. E 1941 e savas « Me a zesk brezhoneg » (asambles gant Frañsez Ugen, frer ivez)[7], un dornlevr evit ar skolioù kristen pa oa bet aotreet nevez zo deskadurezh diuzadel ar yezh gant ar gouarnamant gall
Ren a reas ar Skol dre Lizer e-pad ul lodenn vat eus e vuhez, ha kelenn a reas ar yezh da veur a zen, ar re anavezetañ eo Naig Rozmor[8] ha Mikael Madeg. Diwar rumm kentañ ar c'hentelioù dre lizher en doa savet e tennas ar boued evit al levr-deskiñ evit an dus deuet, Yezh hon tadou (1949).
Pelloc'h e savas ul levr-studi deveret eus Yezh hon tadou, Deskom brezoneg e ditl, skrivet hervez reolennoù ar skolveurieg hag embannet e 1957 dindan anv Emgleo Breiz. Ur geriadurig divyezhek savet gantañ ha Laorañs Stefan hag embannet gant Emgleo Breiz ivez a voe gwerzhet a viliadoù.

Krouer ur servij deskiñ brezhoneg dre lizher ha kelenner war ar skingomz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ha pa oa Skol Ober o kinnig kentelioù brezhoneg dre lizher abaoe 1932 e savas, e 1945, ur servij heñvel, Ar Skol dre lizer, evit ar re ne felle ket dezho implij ar brezhoneg peurunvan, met ar brezhoneg unvan hag ar brezhoneg skolveuriek da c'houde. Eñ a reas war-dro ar reizhadennoù e-pad 20 vloaz hag e vodas ur skipailh a c'hellas ober war-dro ur miliad a genskriverien.
Dont a reas da vezañ brudet a-walc'h pa veze klevet e vouezh war wagennoù Radio-Brest dre an abadenn, « Le breton par les ondes », a veze skignet, d'ar Merc'her hag d'ar Sadorn, etre 12 eur 43 ha 1 eur, [9]. Harpet e voe gant Naig Rozmor evit an aozañ hag an embann er gazetenn bemdeziek Le Télégramme de Brest hag e teskas ar c'hentelioù evit ober un hentenn zeskiñ nevez, div levrenn dezhi, Le breton par les ondes, evit an deraouidi[10].

Arroudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Piou oa Visant Seite ? Eul Leonard penn-kil-ha-troad, eur marh-labour didrehuz hag eur mail war ar Brezoneg.
Pedi ha labourat, setu daou bal e vuhez beteg e huanadenn ziweza… Doaniet oa e galon pell'zo o weled stad ar Brezoneg en devez ahirio, e live o vond war-gil ha dreist-oll an enebiez savet diwar e goust.

Naïg Rozmor, Brud Nevez, niv. 171, 1994.

Kenta tra hag a zo splann en e vuhez eo e garantez e-keñver Breiz ha dreist-holl e-keñver ar brezoneg. Gwriziennet eo ar garantez-se ennañ beteg mel e eskern. Bez e hellom lavared e-neus Visant gouestlet e vuhez d'ar Brezoneg. Eur blanedenn dezi heh-unan hag a zo diêz kavoud re-all evelti en urzhioù relijiel. Eur blanedenn erfin hag e-deus greet anezañ unan eus brasa servichourien hor yezh.

Laorañs Stephan, prezegenn gañv, Brud Nevez, niv. 171, 1994.

Bet eo Visant Seite kenkoulz all ur skrivagner komz-plaen eus ar c'hentañ, ha savet gantañ oberennoù a-zoare en ur brezhoneg gwirion a daole e wrizioù e douar ar veleien Bro-Leon, brezhoneg yac'h ha desket war un dro, evel a ziskoueze pa stage da zuiñ paper gant e eñvorennoù eus ur bed erru krog da vrallañ ha dre-harz bezañ konfrontet pelloc'h.

Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, 3, 2008.

Embannet en deus un nebeud barzhonegoù e-barzh Feiz ha Breiz ha Brud Nevez. Deg anezho a voe advoulet e niv. 171 Brud Nevez (1994), E koun Visant Seite e ditl.

Levrioù deskiñ.
  • Me a zesk brezoneg, gant Frañsez Ugen. 1941, 1942.
  • Yéz hon Tadou, gant Laorañs Stefan, 1949
  • Deskom brezoneg, gant Laorañs Stefan, skeudennoù gant Pêr Peron, Édition F. C. B. Emgleo-Breiz, Brest, 1957 – Emb. Emgleo Breiz, 1996, (ISBN 2-900828-96-1).
  • Lexique breton-français et français-breton. Geriadur brezoneg-galleg ha galleg-brezoneg, asamblez gant Laorañs Stefan, Emgleo Breiz, 1añ embann 1956, 195 p. ; 29vet embann 2010, 376 p.
  • Le breton par l’image, 1añ embannadur, Olole, 1944; 2vet embannadur, Emgleo Breiz, 1962; 3de embannadur 1973; 4re embannadur Brud Nevez-Emgleo Breiz, 1985; 5ped embannadur Emgleo Breiz, 1998,
  • Le breton par les ondes. Ar Brezoneg dre radio, méthode de breton pour les débutants, tome 1, Emgleo Breiz, 1975 (adembannet gant Emgleo Breiz e 2009 : Brezoneg beo. Méthode de breton pour débutants, tome 1)
  • Le breton par les ondes. Ar brezoneg dre radio, tome 2, Emgleo Breiz, 1975.
  • Brezoneg beteg penn : ar hemmaduriou, les mutations, Emgleo Breiz, 1999.
Emvuhezskridoù ha kounlevrioù e brezhoneg

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Laurent Stéphan, Obidoù Visant Seite. E-barzh Brud Nevez, niv. 171, 1994. Danevell buhez Visant Seite dibunet da geñver e lid-kañv.
  • Jean-Loup Avril, Mille Bretons : dictionnaire biographique, Les Portes du Large, Sant-Jakez-al-Lann, 2002. (ISBN 29146112079). Pennad : (Vincent) SÉITÉ.
  • Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg er XXvet kantved : Al lennegezh a "spered broadel" : Al Liamm Tir na n'Óg. Hervez spered "ar batrioted" : Brud ha Brud Nevez. 1945-1968, levrenn 3, Skol Vreizh, 2008. (ISBN 978915623406). p. p. 400-411.
  • Yvon Tranvouez, Seité (Visant)", La Bretagne. Dictionnaire du monde religieux dans la France contemporaine, Beauchesne – Institut culturel de Bretagne-Skol-Uhel ar Vro, 1990, p. 381-382.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ « Da-geñver overenn lid-kanv Visant Seite, an 10 a viz kerzu 1993 », gant Laorañs Stephan, Minihi Levenez n°23, kerzu 1993, p. 27-35. « Au service de la culture bretonne : Frère Visant Seité », gant Marc Simon, Chronique de Landévennec, n°78, Ebrel 1994, p. 65-70.
  2. ↑ Hervez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg…, levrenn 3.
  3. ↑ Hervez dedi al levr "Notes de grammaire bretonne", gant François Vallée, 1948.
  4. ↑ Ne veze ket lakaet ar vugale er skol bep Yaou d'ar mare-se.
  5. ↑ E Mae 1957 e voe paeroniet Devezh ar brezhoneg gant André Le Troquer, prezidant [[Kambr ar Gannaded, René Pleven ha Pierre-Henri Teitgen, izili e meur a c'houarnamant gall ha Brezhoned anezho.
  6. ↑ En ur bajenn liesskrivet lakaet da « Supplément au n° 79 de Bleun-Brug  » (adstagadenn da niv. 79 Bleun-Brug).
  7. ↑ Hervez Favereau (2008) e voe gwerzhet 25 000 skouerenn anezhañ, muioc'h eget ar 22 500 meneget gant Lukian Raoul e 1992.
  8. ↑ . Anavezet he doa Visant Seite pa oa o chom e Rosko hag e Treboull, ha hi yaouank c'hoazh. Kenlabouret he doa gantañ, pa oa deuet da Vreizh en-dro, e 1968. Displeget gant Frañsez Favereau, trede levrenn Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, p. 68.
  9. ↑ Radio-Brest, anvet Radio-Kimerc'h ivez, a voe ur skingaser gwagennoù etre (pe wagennoù bihan) a-raok ma teuas ar skingomz dre gouluz talm.
  10. ↑ Bewech e talc'has da sevel daou rumm levrioù deskiñ, unan evit ar vrezhonegerien a-vihanik hag an eil evit an deraouidi rik (meneget gant Frañsez Favereau) hag ganti e teue minikasedoù (minikasetou) enrolladurioù an abadennoù enno.