Ar Skol dre Lizer
Ar Skol dre Lizer a oa ur skol dre lizher da zeskiñ brezhoneg (skrivet e skolveurieg), krouet e Rosko e 1945 gant Visant Seite hag a voe renet gantañ betek e varv e 1993. Ur gevredigezh gant an hevelep anv a voe krouet gantañ ha gant e geneiled e 1949. Pelloc'h ec'h emezelas da Emgleo Breiz. Ganti e oa bet kalz tud o teskiñ brezhoneg, evel Naig Rozmor ha Mikael Madeg. Er bloavezhioù 1960 e veze graet kentelioù dre radio gant Visant Seite, dindan an anv "Le breton par les ondes", bep merc'her, etre 12 eur 43 hag 13 eur, hag unan all bep sadorn war gwagennoù etre Radio-Brest (bet anvet Radio Kimerc'h ivez). Moullet e veze testenn ar c'hentelioù-se war Le Télégramme an deiz a-raok.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niver ar skolidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ur gemennadenn eus 1970 e oa kresket kalz niver ar skolidi etre 1967 ha 1970 :
| 1967-1968 | 218 |
| 1968-1969 | 504 |
| 1969-1970 | 615 |
| 1970-1971 | 756 |
Bloavezh 1970-1971
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn kentañ ar bloavezh-skol 1970-1971 e tisklêrie Ar Skol dre Lizer e oa Xavier Trellu, bet kannad Penn-ar-Bed, he frezidant, Visant Seite he rener, ha Nicole Guermeur, Korantin Riou, Jean-L. Salaün ha J. Betrom, ar gelennerien reizher all.
Mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chomlec'h Ar Skol dre Lizer e oa hini Visant Seite a voe lojet gant e c'hongregasion e Kastellin e-pad bloavezhioù :
Visant Seite, (Ti) Bleun Brug, Kastellin.
Evel ur seurt pennyezhour e-barzh Emgleo Breiz e savas Visant Seite an darn vuiañ eus al levrioù evit deskiñ brezhoneg skolveuriek. Ar geriadurioù bihan a voe embannet 200 000 skouerenn anezho ha sevel a reas levrioù da zeskiñ brezhoneg, koulz evit an deraouidi hag an dud avañsetoc'h. Erbedet e voe ar re-se d'ar skolidi dre lizher.