Frañsez Vallée

Eus Wikipedia
(Adkaset eus François Vallée)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Frañsez Vallée
Ganet 26 a viz Gwengolo 1860
Plounevez-Moedeg
Marvet 3 a viz Even 1949
Roazhon
Micher yezhadurour, geriadurour ha kelaouenner

François Vallée (Adolphe François Marie Vallée e marilh ar boblañs), pe Frañsez Vallée hervez e anv-pluenn brezhonek, pe Abherve hervez e anv drouiz e Goursez Breizh, (26 a viz Gwengolo 1860 e Plounevez-Moedeg-3 a viz Even 1949 e Roazhon), a oa yezhadurour, geriadurour ha kelaouenner brezhonek. Ober a rae ivez gant al lesanv Trefedig, diwar anv e vamm (Trévédy). Un den a studi anezhañ e kemeras perzh e luskadoù rannvroelour e amzer, Kevredigez Broadel Breiz! hag Unvaniez Arvor.

Graet e veze Tad ar Brezhoneg anezhañ gant doujañs diouzh al labour ramzel en deus graet evit sevel levrioù skiantel evit studiañ ar yezh hag ar gelaouenn Kroaz ar Vretoned evit reiñ ur bod d'ar skrivagnerien, pe Tata Vallée diwar fent (tata = tad, e yezh ar vugale).

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo bet d'ar 26 a viz Gwengolo 1860 e Lokmaria, ur gêriadenn eus Plounevez-Moedeg, e kanton Benac'h, e-lec'h ma oa e dad, Victor Adolphe Vallée, e penn ur vilin-baper. E vamm, Laure Rose Marie Trévédy, a oa merc'h da noter Kastellaodren. 11 bugel o deus bet tud François Vallée da vagañ. Brezhoneg a ouie mat e dad hag e dud-kozh, ha brezhoneg a gomze ivez labourerien ar vilin-baper deuet eus Montroulez gant an tad.

Un deiz, pa oa seizh pe eizh vloaz, e tiskoachas ur skouerenn eus ar Barzaz Breiz hag e teskas ar c'hanaouennoù a zo ennañ dre 'n eñvor.
Abalamour d'e yec'hed fall-difall ne voe ket kaset d'ar skol, met kelennet e veze pa oa 14 ha 15 vloaz gant ur beleg, Yves-Marie Durand, a skrive e-barzh Kroaz ar Vretoned. Goude-se ez eas da Skol Sant-Charlez da Sant-Brieg. Dale a oa warnañ pa dapas ar vachelouriezh (24 bloaz e oa d'ar mare-se) dre ma veze klañv-diglañv dalc'hmat. Mont a reas da Skol-Veur Roazhon da studiañ ar brederouriezh. Eno e kejas gant Joseph Loth, kelenner war ar yezhoù keltiek hag e teskas ar c'hembraeg gantañ.
Klask a reas mont da gelenner ha reiñ a reas un nebeud kentelioù, met ur barrad terzhienn-empenn a viras outañ da labourat hag e tistroas da di e dud a oa pinvidik a-walc'h evit reiñ bod dezhañ. Foetañ a reas korn-bro Benac'h ha dastum a reas forzhik lavarennoù brezhonek ha geriaouegoù ha bet eo bet an hini kentañ oc'h enrollañ kanaouennoù brezhonek war ur sonskriverez-dre-rolloù (enrollañ a reas mouezh Marc'harid Fulup, unan eus kanerezed Fañch an Uhel).
E-touez diazezerien Kevredigez Broadel Breiz eo bet hag e stourmas evi kaout ur gevrenn gouestlet d'al lennegezh vrezhonek enni. 3 miz a-raok e oa aet da Gerdiz pa oa bet kouviet gant Gorsedd Kembre ha degemeret gant un ugentad Brezhoned all da varz a enor gant an anv barzh, “Abherve”. Ur vloavezh pelloc'h e voe anvet da zrouiz asambles gant Yann ar Fusteg hag Erwan Vertou pa voe krouet Goursez Breizh e Gwengamp.

Ren a reas ar sizhunieg vrezhonek Kroaz ar Vretoned e-lec'h ma skrive enni gant Erwan ar Moal (Dir-na-Dorr).

Oberennoù Frañsez Vallée[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Krenn-lavariou Bro-Dreger dastumet gant an Aotrou Hingant, beleg, Guyon, 1899.
  • Gwerziou gant Abherve ha Taldir (brezoneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver), er Coffadwriaeth am eu Taith yn Nghymru, Guyon, Sant-Brieg, 1899.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Taldir, Kentañ skol vrezhonek an aotrou Vallée, Ar Vro 39-40, Kerzu 1966, p. 52
  • Ernest ar Barzhig, François Vallée (Druide Ab-Hervé) - sa vie, son oeuvre, Cercle de Brocéliande, Roazhon, 1956
  • H. Corbes, La vie et l'oeuvre de François Vallée, grammairien et philologue breton, Société d'Émulation des Côtes-d'Armor, 1959