Ololê
Ololê | |
---|---|
Niv. 72, 17-19 Mae 1942 | |
Bro | Breizh |
Yezh | Brezhoneg Galleg |
Doare | Kazetenn evit ar vugale |
Embann | 1940–1944 (Ololê) 1970–1974 (L'appel d'Ololê) |
Mareadegezh | Hanterviziek Sizhuniek Tier gwech ar miz |
ISSN | 2133-2274 |
Ololê[1] a oa ur gazetenn gristen ha broadelour evit ar vugale, e galleg hag e brezhoneg, bet embannet e-kerzh an Eil Brezel-bed gant an ti Éditions du Léon e Landerne. Un eil kazetenn damheñvel, anvet L'appel d'Ololê, a voe embannet en Asnières-sur-Seine etre 1970 ha 1974. Un ti-embann e voe Ololê ivez.
Ololê (1940-1944)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Herri Kaouisin ha Vefa de Bellaing a grouas ar gazetenn gristen ha broadelour Ololê (galv ar vaesaerien) evit ar vugale, an niverenn gentañ o tont er-maez d'ar Gwener 15 a viz Du 1940 gant an istitl Journal illustré des petits Bretons. Hanterviziek e voe en deroù, goude-se e tremenas da sizhuniek kent treiñ da deir gwech ar miz. Meur a wech e kemmas he ment, hag e liv eo bet a-vareadoù. Adalek 1943 ez embannas an istil Journal de Jeunes de Bretagne hag ar sturienn « Doue ha Breiz ».
Berzh bras a reas ar gazetenn a-hed he buhez, evit ul lod en abeg ma tenne ar c'houzalc'herien alaman splet eus goubarzhegezh Breizh[2]. ; lod niverennoù a voe moullet 20 000 skouerenn anezho.
Istor ha sevenadur Breizh, romantoù skeudennaouet, kelaouadennoù ha bannoù-treset a yae d'ober danvez Ololê ; lod pennadoù a oa e brezhoneg.
Meur a aozer·ez brudet a skrivas en Ololê : ar Gall Benjamin Rabier, ar Belgiad Hergé, ar Vretoned Job de Roincé (kazetenner), Rémy Bourlès (treser bannoù-treset, 1905–1997) ha dreist-holl ar skrivagner ha treser gall a orin breizhat Étienne le Rallic (1891–1968), a skrivas hag a skeudennaouas un niver bras a istorioù, en o zouez :
- Les loups de Coatmenez, skrivet gant Jeanne Coroller-Danio (1892–1944)[3], a voe embannet a-droc'hadoù etre 1943 ha 1944.
- Adembannet e voe e 1963 ha 1995, gant kemmadennoù : e 1963 e voe erlec'hiet ar ger youpin (luc'haj gallek disprizius evit
yuzev
), hag e 1995 e voe dilamet ar bommoù enepyuzev a oa en istor orin ma'z eo al laeron yuzevien « estren o fouezh-mouezh [...] ha nann kristen o fri » (dont l’accent est étranger […] et le nez n’est pas chrétien, Ololê 19 Genver 1941 p. 2 hag embannadur 1963, p. 10) ;
- Le Corsaire des îles, gant Jacques de Seisses ;
- Gaït, la cavalière du Texas, gant Étienne le Rallic ;
- Gonéri, le filleul de Cadoudal gant Hervé Cloarec ;
- La croisade des loups (heuliad Les loups de Coatmenez), gant Jeanne Coroller-Danio ha Herri Kaouisin[4].
Ur golo politikel a voe embannet en niverenn 118 (25 Kerzu 1943) en enor d'an abad Yann-Vari Perrot, a oa bet drouklazhet pemzektez a-raok an embann.
Adembannet e voe Tintin au pays des Soviets (Hergé, 1929) en Ololê.
D'ar Sul 28 Mae 1944 e teuas an niverenn 132 ha diwezhañ a-ziwar ar wask.
-
Ololê, niv. 110, Gwengolo 1943
-
Ololê, niv. 113, Du 1943
-
Ololê, niv. 114, Du 1943
-
Ololê, niv. 116, Kerzu 1943
L'appel d'Ololê (1970-1974)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1970, Herri Kaouisin a embannas niverenn gentañ an hantervizieg L'Appel d'Ololê – L'illustré Culturel des Jeunes et des Familles de Bretagne, a zisklêrias bezañ hêrezh Ololê gozh. Étienne le Rallic e voe c'hoazh an treser pennañ. E 1974 ez eas ar gazetenn da get, goude he 26vet niverenn.
An ti-embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Golo Le breton par l'Image, gant M. Seite ha Moriss, 1944 |
Un ti e Landerne hag a embanne albomoù evit ar yaouankizoù dindan al lugan Éditions de Propagande Culturelle Bretonne pour la Jeunesse e voe Ololê ivez ; bez' e oa ti-embann al luskad broadelour Urz Goanag Breiz, bet krouet gant H. Kaouisin e 1943 diwar skouer Urdd Gobaith Cymru. Daouzek albom a voe embannet.
- 1941
- Une Grande et Belle Histoire, celle de notre Bretagne, skeudennaouet gant Étienne le Rallic
- 1942
- Troioù kaer Matilin an Dall : Yann ar Chapel aet da goll ne oar den penaos !, skeudennaouet gant ar Belgiad Raoul Thomen (1876–1950)
- 1943
- Le merveilleux voyage de Matilin an Dall à travers les siècles bretons, skeudennaouet gant Raoul Thomen
- Histoire de ma Bretagne, Herri Kaouisin, skeudennaouet gant Étienne le Rallic
- Contes du Ti-Plouz, skeudennaouet gant Félix-Pol Jobbé-Duval
- Istor vurzudus balafenn, skeudennaouet gant Georges Omry (1880–1914)
- Le dragon du Menez-Are, skeudennaouet gant Benjamin Rabier
- Au temps où les bêtes parlaient breton, skeudennaouet gant Benjamin Rabier (dalif), divyezhek
- Le mystère du château du Taureau, skeudennaouet gant Job de Roincé
- A la découverte de Ker-Is, la mystérieuse cité sous-marine, skrid ha skeudennoù gant Lortac (1884–1973)
- 1944
- L’Histoire de Bretagne de Toutouig, skeudennaouet gant F.-P. Jobbé-Duval ; un embannadur vrezhonek a voe ivez : Istor Breiz Toutouig
- Le breton par l'image, gant M. Seite, skeudennaouet gant Moriss
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Labour E. Le Rallic evit Ololê
- Roland Le Guen, Ololê, un périodique nationaliste et chrétien pour les jeunes bretons, kounskrid mestroniezh istor, Skol-veur Breizh-Izel, Brest, 1984.
- Isabelle Rat hag AH. Le Texier, Ololé, kounskrid mestroniezh istor, Skol-veur Kreisteiz Breizh, Gwened, 1989.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Skrivet O lo lê e BÉRA Michel, DENNI Michel & MELLOT Philippe : Trésors de la bande dessinée – BDM – Catalogue encyclopédique & Argus, Éditions de l'Amateur, 2014 (ISBN 978-2-85917-543-6) hag e Catalogue du Système Universitaire de Documentation.
- ↑ PERRIN, Raymond : Fictions et journaux pour la jeunesse au XXe siècle, L'Harmattan, 2014 (ISBN 978-2-343-02483-7)
- ↑ Elor, 2001 (ISBN 978-2-907524-58-2)
- ↑ Elor, 2000 (ISBN 978-2-912214-48-5)