Mont d’an endalc’had

Troioù-kaer Tintin

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Delwennoùigoù eus ar c'habiten Haddock, Tintin hag ar c'helenner Klaskato en egorwisk, e Kreizenn velgiat ar Bannoù-treset

Troioù-kaer Tintin zo ur rummad albomoù bannoù-treset krouet gant Hergé. Les Aventures de Tintin et Milou eo an anv orin gallek.

Troet hag embannet int bet e brezhoneg ivez. Daou albom brezhonek a voe embannet gant Casterman, anezhañ embanner orin an albomoù, hag ar peurrest gant An Here
Unan eus ar rummadoù bannoù-treset brudetañ er bed eo troioù-kaer Tintin ha Milou : ouzhpenn 230 milion a albomoù zo bet gwerzhet en ur 100 yezh bennak.

Ar penndudenn eo Tintin, ur c’hazetenner yaouank, reizh ha kalonek. E gi eo Milou, ur fox-terrier gwenn. A-hed an albomoù e teu tudennoù nevez evel ar c'habiten Haddock, ar c'helenner Klaskato hag ar boliserien Ar Bras hag Ar Braz.

Kroget e oa bet Troioù-kaer Tintin e 1929, er Petit vingtième, stagadenn evit ar re yaouank d’ar gazetenn velgiat Le Vingtième Siècle.

Kenderc'hel a rejont betek marv o oberour Hergé e 1983.

Gant Casterman e voe embannet hag adembannet an holl albomoù gallek. Divi gKervella (1957-2017) a savas an doareoù brezhonek, war-bouez pemp.

Titl orinAlbomoù troet e brezhonegAn droerien
1Tintin au pays des Soviets (1929), Casterman 1973, 2000[1], 2006[2], 2017[3]
2Tintin au Congo (1931), Casterman 1946
3Tintin en Amérique (1932)Tintin en Amerika, Casterman, Gwengolo 2017Olier Biguet(ISBN 978-2-2031-5294-6)
4Les Cigares du Pharaon (1934)Segalennoù ar Faraon, An Here, Mae 1989Divi Kervella (1957-2017)
5Le Lotus bleu (1936)Al Lotuz glas, An Here, Ebrel 1989Divi Gervella
6L'Oreille cassée (1937)Ar Skouarn dorr[4], An Here, Eost 1991Martial Ménard (1951-2016)
7L'Île Noire (1938)An Enez Du, An Here, Du 2002Divi Gervella
8Le Sceptre d'Ottokar (1939)Bazh-roue Ottokar, An Here, Gouhere 1989Divi Kervella
9Le Crabe aux pinces d'or (1941)Krank e veudoù aour, An Here, Mae 1989Martial Ménard
10L'Étoile mystérieuse (1942)Ar Steredenn gevrinus, An Here, C'hwevrer 1993Divi Kervella
11Le Secret de la Licorne (1943)Kevrin an Unkorneg, An Here, C'hwevrer 1993Divi Kervella
12Le Trésor de Rackham le Rouge (1944)Teñzor Rac'ham ar Ruz, An Here, C'hwevrer 1993Divi Kervella
13Les 7 Boules de cristal' (1948)Ar 7 Boullenn strink, Casterman 1979Pêr-Gwendal Steven
14Le Temple du Soleil (1949)Prizonidi an Heol, An Here, Ebrel 1989Divi Kervella
15Tintin au pays de l'or noir (1949)Tintin e bro an aour du, An Here, Kerzu 1994Divi Kervella
16Objectif Lune (1954)War-zu al Loar, An Here, C'hwevrer 1996Divi Kervella
17On a marché sur la Lune (1954)Kammedoù kentañ war al Loar, An Here, C'hwevrer 1996Divi Kervella
18L'Affaire Tournesol (1956)Afer Klaskato, An Here, Gwengolo 1997Divi Kervella
19Coke en stock (1958)Rinkined ar Mor Ruz, An Here, Meurzh 1998Divi Kervella
20Tintin au Tibet (1960)Tintin e Tibet[5], An Here, Ebrel 1994Martial Ménard
21Les Bijoux de la Castafiore (1963)Bravigoù ar Gastafiorenn, An Here, Ebrel 2001Divi Kervella
22Vol 714 pour Sydney (1968)Nij 714 da Sidney, An Here, Meurzh 2003Divi Kervella
23Tintin et les Picaros (1976)
24Tintin et l'Alph-Art (diachu, 1986)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Les Aventures de Tintin, reporter du "Petit Vingtième", au pays des Soviets (ISBN 978-2-2030-0100-8)
  2. Mini-albom, (ISBN 978-2-2030-0303-3)
  3. Daou embannadur e miz Genver 2017 : Tintin au pays des Soviets, 140 p. (ISBN 978-2-2031-3680-9) ha Les Aventures de Tintin reporter chez les Soviets, 156 p. (ISBN 978-2-2031-3681-6)
  4. « Ar Skouarn door » zo bet moullet war kein an albom !
  5. « Tintin e Tibed » zo bet moullet war golo-kein Bravigoù ar Gastafiorenn ha war hini Nij 714 da Sydney.