Mont d’an endalc’had

Saig ar Go

Eus Wikipedia

Saig ar Go, Jean François Marie Le Goff er marilhoù-kêr, bet ganet d’ar 1añ a viz C’hwevrer 1893 e Plouider ha marvet d’an 19 a viz C’hwevrer 1956 e Plouneour-Traezh, a oa ur beleg katolik, ur person hag ur skrivagner brezhonek. Un emsaver breizhek e voe, pa 'c'h eas da sekretour ha besprezidant Unvaniez Yaouankiz Vreiz. Sevel a reas meur a varzhoneg, pezh-c'hoari ha pennad brezhonek.

Hag eñ emzivad ec'h eas da Gloerdi Bihan Kastell-Paol, hag e c’hellas mont war e studi e Ensavadur Itron Varia ar C’hreiz-kêr, er memes kêr. E Kloerdi Bras Kemper e krogas gant ar stummadur war ar velegiezh, met galvet e voe da soudard e 1914. Da rez is-letanant e pignas en 19vet rejimant troadegiezh p'en em ganne war talbennoù Maissin ha Charleroi, hag eñ gloazet eno. Roet e voe Kroaz ar Brezel ha Medalenn ar Soudarded dezhañ.

Kerkent ha pare e teu en-dro war an talbenn, d'ar Gwener ? a viz Ebrel 1916, e Verdun, ur wech muioc'h eo meneget war rolloù a enor an 19vet. Kaset eo neuze da skol-ofisourien Issoudun, hag adarre e tistro d’an 19vet.

Per Denez : « Kanaouennoù war follennoù distag (a-douez paperioù Saig ar Go) », Hor Yezh niv. 229, Meurzh 2002.

Ur wezh disoudardet ec'h adkrogas gant e studi beleg e Kemper e 1919, hag, er bloaz-se, e roas e anv d’ar strollad emsaverien nevez, Unvaniez Yaouankiz Vreiz ; prezidant kentañ anezhi e voe da gentañ, besprezidant da c'houde. D’ar Sul 15 a viz Gouere 1923 e voe beleget gant an Aotrou Duparc.
Da gure parrez Douarnenez e voe anvet e dibenn ar bloaz da vare emsavadeg ar pennoù-sardin. Eno e tiorroas oberoù parrez evel digeriñ ur patronaj nevez, krouiñ klub mell-droad Stella Maris ha Yaouankiz kristen ar mor[1]. Broudañ a reas ar yaouankizoù war-zu ar feiz breizhek dre ur c'helc'h keltiek, An Erminig e anv ha gwelet e voe oc'h ober abadennoù e gouelioù ar Bleun-Brug. Gantañ e voe aozet gouel ar Bleun-Brug lidet e 1929 e Douarnenez. Hervez Per Denez e voe lamet e garg digantañ pa gave d'an eskob e oa re dost d'ar Bleun-Brug, met diwar ar mortuaj embannet gant an eskopti e komprener e c'hellas hegaziñ an eskopti gant e engouestl er Yaouankiz kristen labourer, ken e voe kaset da Skolaj Sant-Frañsez evel kelenner, e Lesneven, e 1934.

Enluet el lu gall en-dro e 1940 e voe prizoniet e Bro-Friz (Izelvroioù) ha kaset da gamp endrediñ an ofiserien, an Oflag IIIA, e Lückenwalde, 50 kilometr eus Berlin. Eno e voe strollet ar brizonidi vrezhon a-raok ma voe kinniget dezho distreiñ d'ar vro. E-pad ar mizioù bac'hañ ec'h aozas obererezhioù e brezhoneg.
Goude bezañ bet kure-skoazeller e Mêlwenn ez eas da berson Kernevel e Mezheven 1942 en ur barrez ma oa kalz a dud digredenn. E 1951 e voe anvet da berson Plouneour-Traezh, nepell diouzh e lec'h ganedigezh ha poblet gant boazerien niverus an iliz-parrez. Krouiñ a reas kelaouennig ar barrez, Kannadig Plouneour-Traezh. Pa oa tomm ar soñj eus Mikael an Noblez eno e lakaas anezhañ evel ur patrom hag e soñje sevel ur pezh-c'hoari diwar-benn e vuhez.
E dibenn 1955 e voe tizhet gant ur c'hleñved grevus hag e penn-kentañ C'hwevrer 1956 e c'houlennas ma vefe roet an nouenn dezhañ ha person-kanton Lesneven asambles gant personed all a zeuas d'e skoazellañ d'an 8 a viz C'hwevrer. Mervel a reas d'ar sul penn-sizhun, met etretant en doa bet lid an nouenn ha kaset ur c'henavo d'an holl dre gannadig ar barrez.

Selloù war hent ur beleg brezhoneger, helavar, gouiziek ha sokial

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er mortuaj embannet gant an eskopti e kaver daou goun eus e dremen e Kloerdi Bras Kemper : an den a veze kaset gant ar gloer da hanterouriñ gant an tad superior (rener ar c'hloerdi) hag studier difaezhus, ezel Breuriez ar Brezoneg, strollad ar gloer krouet gant Yann-Vari Perrot e 1901, e koulz ma oa kloareg di.
Goude bezañ meulet e helavarded, e ouiziegezh war Breizh, e granded, e varregezh evit komz ouzh pep hini e klask saver ar mortuaj ; - ur F. G. bennak, e anv an eskob - ; displegañ perak e voe bet diskarget a-daol trumm eus e vikelded e 1934.

Ar re baoour a oa e lod. Pa voe gouest sevel ur mouezh lemm er saloñsoù e voe techet da zaremprediñ al labourerien hag ar voraerien, gant ur galon gizidig ouzh arc re duet gant ar vizer... Sevel a reas raktresoù meurdezus. Ha war un ton re vras e klaske seveniñ e oberoù ? Pa ne veze ket nec'het gant muzuliañ an arc'hant morse, daoust hag-eñ e trese muioc'h a arlakadennoù eget traoù a c'helle mont da wir ?… Pe ken a-raok e amzer e voe an den ?

F. G., La Semaine religieuse de Quimper et Léon, 1956, p. p. 459‐461;474‐477.
Pouezañ a ra ar c'hanmeuler war an abegoù o tennañ d'ar c'hudennoù sokial dre ma vije bet re dost ouzh an dud vunut Saig ar Go, hag eus un savboent all e ra meneg eus e emzalc'h vreizhek Per Denez hep bezañ dislavaret gant an eskopti a rae anv eus "e galvidigezh vreizhek" (vocation bretonne). Bezet pe vezet gant Adolphe Duparc e voe roet ar gastizadenn nebeut amzer goude ma voe kaset Yann-Vari Perrot da berson ar barrez digredennañ en eskopti, Skrigneg. Ha ar memes eskob a fizias da Saig ar Go personiezh Kernevel, ur barrez na brasoc'h, na troet muioc'h ouzh ar feiz kennebeut.
Goude marv Adolphe Duparc e 1946 e voe aesoc'h da Saig ar Go sevel darempredoù gant ar Bleun-Brug, pa reas daou destenn vrezhonek d'ar c'helaouennoù Kroaz Breiz ha Bleun-Brug.


Filmañ Salaun ar Foll e 1953 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1953 e skoazellas ar vreudeur Kaouisin da gavout 300 ledc’hoarier, pa oant o filmañ Mister ar Folgoad er Folgoad ha tro-war-dro[2].

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrioù
  • Bokedig Sant Telo, Kemper, 1950. Barzhonegoù
  • An ed e bleuñv, Kemper. Pezh-c'hoari
  • Sant Herve. Pezh-c'hoari savet da-geñver Gouel ar Bleun-Brug Lokournan, e 1954.
  • Mervel da vevañ
  • Pedomp, teskad kantikoù evit Yaouankiz kristen ar maezioù.
Pennadoù
  • "Istor bleiz Sant Herve". E-barzh Kroaz Breiz, niv. 23-24, 1950.
  • "Kalon S. Erwan". E-barzh Bleun-Brug, niv. 45, 1952.
Troidigezh
  • François Cornou, Etre dent ar rod, troidigezh eus L'engrenage.
Dalif
  • "Un torkad barzhonegoù". E-barzh Al Liamm, niv. 73, 1959.
  • "Diskuiz". E-barzh Lizeriou Breuriez ar Feiz, niv. 684, 1987. Barzhoneg.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mortuaj Jean-François Le Goff. E-barzh Semaine religieuse de Quimper et Léon, 1956, p. 157 (lakaet en-linenn gant Levraoueg Eskopti Kemper ha Leon. Brassellet d'ar 16 a viz Kerzu 2024).
  •  Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Le Goff, (Jean) François, Marie Le Goff.
  •  Per Denez, « Kanaouennoù war follennoù distag (a-douez paperioù Saig ar Go) ». E-barzh Hor Yezh, niv. 229, Meuzh 2002. Digoret ar pennad gant buhezskrid Saig ar Go.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Jeunesse maritime chrétienne.
  2. [https://www.ouest-france.fr/bretagne/landerneau-29800/le-folgoet-le-film-qui-mobilise-la-population-locale-5158417 "Le Folgoët : le film qui a mobilisé la population locale". E-barzh Ouest-France, 27 Gouere 2017. Brassellet d'an 15 a viz Kerzu 2024.