Skrigneg
Skrigneg | ||
---|---|---|
Unan eus plasennoù ar bourk. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Scrignac | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | an Uhelgoad (betek 2015) Karaez (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29275 | |
Kod post | 29640 | |
Maer Amzer gefridi | Georges Morvan 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Menez Are Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Kornôg Kreiz Breizh | |
Lec'hienn web | https://scrignac.bzh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 739 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 10 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 86 m — brasañ 281 m | |
Gorread | 70,94 km² | |
kemmañ ![]() |
Skrigneg a zo ur gumun eus kanton Karaez e Kerne-Uhel e departamant Penn-ar-Bed e Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 187 gwaz ag ar gumun, d.le. 6,60% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[2].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv, da baotred vat Skrignac maro vit ar vro, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[3][4]. Distrujet e voe ul lodenn anezhañ gant un darzhadenn er bloavezhioù 1980[5]. Dioueliet e voe d’an 31 a viz Even 1921. E 1989 e voe ouzhpennet un delwenn bet graet gant Philippe André, un arzour a Felger[6].
Koun al lun Fask e chapel Koad kev, bez Yann-Vari Perrot.
- Ar Groaz ruz, ur groaz e koad, livet ruz hag a verk al lec'h ma voe drouklazhet Yann-Vari Perrot e 1943.
- Chapel Koad Kev, bet savet gant Yann-Vari Perrot pa oa aotrou person Skrigneg, hervez stil Unvaniez ar Seiz Breur. Lidet e vez ur pardon bep bloaz hag un devezh-koun gant Unvaniezh Koad Kev bep Lun Fask. D'ar sadorn 31 a viz Meurzh 2018 ez eo bet adkavet distrujet groaz bez Yann-Vari Perrot gant un anneziadez eus Skrigneg[7]. An deiz war-lerc'h e oa adkavet skrivet luganioù gant pentur ruz war ar bez, Chapel Koad Kev. Al luganioù FTP, Menez Are enep faskour, faskourien er maez[8],[9],[10].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1943 : Yann-Vari Perrot, beleg, skrivagner hag emsaver, drouklazhet.