Adolphe Duparc
An aotrou Adolphe Yves Marie Duparc, ganet en Oriant d'ar 5 a viz C'hwevrer 1857 ha marvet e Kemper d'an 8 a viz Mae 1946, a oa un eskob katolik, eskob Kemper ha Leon adalek 1908 betek e varv.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Beleget e voe en eskopti Gwened d'an 20 a viz C'hwevrer 1880, goude bezañ bet o studiañ e kloerdi bihan Santez-Anna-Gwened ha kloerdi bras Gwened, ha person e voe en Oriant adalek 1895 betek 1908. Neuze e voe anvet da eskob Kemper ha Leon ha kensakret d'ar 25 a viz C'hwevrer 1908 gant an aotrou Henri Gouraud, eskob Gwened. Kemer a reas lec'h an aotrou François-Virgile Dubillard e Kemper. Chom a reas war sez eskopti Kemper e-pad 38 vloaz ha n'heller ket nac'hañ e bouez war ur boblañs a oa levezonet bras gant ar gristeniezh c'hoazh.
Meulet e veze e helarvarded dispar[1], pa gustume sevel prezegennoù hir dirak arvesterien liesseurt, interamantoù, lidoù evit ar soudarded varv, pirc'hirinajoù,…
Eskob e Penn ar Bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adolphe Duparc a oa un den a Iliz start en e vennozhioù : stourm a reas a-enep disparti an Iliz hag ar Stad e deroù an XXvet kantved, a-enep ar skolioù Stad, a-enep ar boeson, a-enep ar vroadelouriezh vreton. Difenn a reas ouzh beleien an eskopti kemer perzh el luskad broadelour, eskumunuget e voe izili Strollad Broadel Breizh dre ul lizher embannet e-barzh La Semaine Religieuse de Quimper et de Léon d’an 12 a viz Gouere 1940[2], ha prezeg a rae ur garantez-vro a-du gant Bro-C’hall[2] hag a-du gant Pétain, da vare an Eil Brezel-bed. Daoust ma oa enebet-groñs ouzh an disrannerien e roas urzh da gelenn yezh hag istor Breizh er skolioù katolik[2] hag aotre da dud « Breuriez ar brezoneg er skoliou » d’ober o abostolerezh enno[3]. E-pad an amzer ma voe eskob e voe digoret kalz skolioù kristen nevez e Penn-ar-Bed : 110 skol kentañ-derez hag 8 skol deknikel.
Mervel a reas d’an 8 a viz Mae 1946, d’an oad a 89 bloaz. Beziet e voe en Iliz-veur Sant-Kaourintin e Kemper, ma c’haller gwelet e vez kizellet en arem gant François Bazin.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- René Cardaliaguet, Mgr Duparc,évêque de Quimper et Léon (1857-1946), Quimper, Imprimerie cornouaillaise, circa 1950, 35 p.
- Yvon Tranvouez : Les catholiques et la question bretonne (1940-1944), e-barzh Bretagne et identités régionales pendant la Seconde Guerre Mondiale, CRBC, Presses Universitaires de Rennes, 2002 (ISBN 978-2-901737-53-7)
- [books.openedition.org/pur/164069 Yvon Tranvouez, La puissance et l'effacement], chabistr 4. La Grande guerre de l'évêque de Quimper, Roazhon, Presses universitaires de Rennes, 2022. (ISBN 2753587441).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Yvon Tranvouez : un prélat dont la réputation tient précisément à son éloquence, certifiée par un académicien français, son illustre confrère du Mans, Mgr Grente, qui l’a gratifié d’un de ces éloges funèbres dont il est rare que l’on honore le défunt titulaire d’un évêché périphérique.E-barzh La puissance et l'effacement, chabistr 4. La Grande guerre de l'évêque de Quimper
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 Yvon Tranvouez, op.cit., pp. 290-292.
- ↑ Eñvorennoù Yeun ar Gow, Al Liamm, niv. 180, p. 17.