Tír na nÓg (kelaouenn)
Tír na nÓg a oa da gentañ ur gelaouenn divyezhek renet gant Ronan Huon ha Pol Gouriereg, genidik eus Bubri, e Bro-Ereg, a oa bet ezel eus Strollad Broadel Breizh e-pad ar brezel, hag a oa bet o ren ur prantad studi e Skol-veur Bonn, e-pad ar brezel ivez. D'ar c'houlz-se, e 1945, en doa kavet Pol Gouriereg ur gourc'hwel e Prefeti Roazhon, ha diwar ar gourc'hwel-se en doa gellet tennañ un tammig kelaouenn gallek-brezhonek, war liestenner ar Prefeti end-eeun; Ronan Huon a rae war-dro al lodenn vrezhonek.
Ne badas ket pell ar gelaouenn en he stumm kentañ, a rae gant ar peurunvan (met hep ober gant ar "zh"). Degemeret e voe ar peurunvan leun er rummad nevez eus Tír na nÓg (adalek 1946), diwar skouer "An Avel", ar gelaouenn bolitikel divyezhek a rae Youenn Olier war he zro e peurunvan abaoe dibenn ar bloaz 1945.
Kendeuzet e voe Tír na nÓg e dibenn ar bloaz 1946 gant ar gelaouenn Kened, adalek an niverenn 2 eus ar rummad nevez, ha diwezhatoc'hik, e deroù 1948, gant Al Liamm, deuet da vezañ "Al Liamm - Tír na nÓg".