Tregon
Evit ar gumun en Aodoù-an-Arvor, nepell diouzh Dinan ha Dinarzh, gwelet Tregon-Poudour
Tregon | ||
---|---|---|
![]() Traezhenn ha kerreg kostez Trevignon | ||
Anv gallek (ofisiel) | Trégunc | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Konk-Kerne (betek 2015) Molan (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29293 | |
Kod post | 29910 | |
Maer Amzer gefridi | Olivier Bellec 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Konk-Kerne Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 7 058 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 139 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 89 m | |
Gorread | 50,61 km² | |
kemmañ ![]() |
Tregon a zo ur gumun eus Kerne-Izel, e kanton Molan met sko ouzh Konk-Kerne, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Erwan Vallerie ː Treguenc, XIvet; Treguent, 1038; Treguenc, 1084; Treguent, XIIvet; Treguenc, 1112; Tregunc, 1270; Trefguen, 1368; Trefguenc, 1368; Tresguenc, 1368; Tregueuc, 1370; Treguenc, 1516, 1536; Treguen, 1630
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'ez eus ket evit ar poent
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le breton, person, ha L'Helgoualc'h, kure[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 188 gwaz ag ar gumun, da lavaret eo 3,77% ag he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 28 a viz Gwenholon 1940 e kouezhas ur c'harr-nij Beaufort MkI marilhet N1149 ha kodet AW-V eus ar Royal Air Force, 42nd Squadron, e donvor Tregon, lazhet e voe e bevar milour; daou anezhe a zo douaret e bered Tregon, unan all e hini Lanrieg hag an hini diwezhañ e bered Fouenant[4].
- Dieubet e voe Tregon gant ar Rezistañs d'ar 7 a viz Eost 1944[5].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 16 a viz Du 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1982.
- E distro-skol 2022 e oa 62 skoliad enskrivet er skol Diwan (11,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[7].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
3 (Aerlu) |
Hollad | 3 |
Karrnijourion e oant o-zri. Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed, daou anezhe d'an 28 a viz Gwengolo 1940 pa gouezhas o c'harr-nij (Beaufort Mk I marilhet N1149 ha kodet AW-V) er mor, an trede hini pa gouezhas e garr-nij (Wellington X marilhet HF483 ha kodet AS-S) er Forest-Fouenant e miz Eost 1943[8],[9]; luc'hskeudenn[10].
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marc Bourhis, trotskour fuzuilhet gant an Alamaned e Kastell-Briant e 1941.
- Stéphane Guivarc'h, gourdoner skipailh mell-droad US Trégunc, bet c'hoarier e skipailh Bro-C'hall pa oa aet ar maout gantañ e Kib ar Bed 1998.
- Robert Neal Baxter, bet mestr-skol e skol Diwan Tregon.
- Loeiza an Duigoù, bet mestrez-skol e skol Diwan Tregon.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Aubert Aotrounez Penanrun En aour e dri fenn gadgi en sabel |
Labouradegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar Brasserie de Bretagne a ra ar bier Britt.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Carraig na Siúire | 1980 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50.
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Pertes RAF Finistère
- ↑ (fr)Michel Guéguen ha Louis-Pierre Le Maître, L' Aigle sur la mer - Concarneau 1939 - 1945, levrenn III, 1988, pajenn 52.
- ↑ Ofis Publik Ar Brezhoneg
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (en)Commonwealth War Graves Commission
- ↑ (fr)Pertes RAF Finistère
- ↑ (fr)Memorial Genweb