Mont d’an endalc’had

Luskell va bag

Eus Wikipedia

Luskell va bag zo ur ganaouenn gant Yann Kerlann war an ton skosat Skye Boat Song.

I
Adal ar beure, betek an noz,
Pesketa eo va lod
Kuitaet em eus ma ziig kloz
Kluchet e-tal an aod

Diskan
Luskell, va bag, war gribell an dour
Dispak da ouel, ha red !
Kaset war-raok en avelioù flour
Sent ouzh ar stur bepred !

Arnev oa bet, gleb-teil e oan
Kounnaret oa ar mor
Me ne ran van, ret eo kaout poan
Trec'h omp d'an avel-vor

Bremañ eo brav, seder ez on
Gwenn-erc'h e nij ar spoum
Beg lemm va bag a sko en don
Kaset on dreist ar c'houmm

Setu an heol o vont da guzh
Pesked e-leizh am eus
Tro-war-dro din, bezhinoù druz
Va bag o zrec'h hep reuz

Kanet eo bet ar ganaouenn-mañ gant meur a ganer pe ganerez, pe c’hoazh gant lazoù-kanañ, Mariannig Larc'hantec hag Alan Stivell en o zouez, hemañ diwezhañ en e bladenn Emerald (2009).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]