Mont d’an endalc’had

Friedrich Nietzsche

Eus Wikipedia
Friedrich Nietzsche
Friedrich Nietzsche
Friedrich Nietzsche e 1882
Obererezh prederour
Ganedigezh 15 a viz Here 1844
Röcken (Saks)
Marv 25 a viz Eost 1900
Weimar Alamagn Alamagn
Yezh skrivañ alamaneg
Oberennoù pennañ

Sinadur

Friedrich Wilhelm Nietzsche (ganet d'ar 15 a viz Here 1844 e Röcken ha marvet d'ar 25 a viz Eost 1900 e Weimar) a oa ur prederour hag ul lizheregour alaman. Ur c'heodedour prusian e oa a-raok mont d'en em staliañ e Basel, ma chomas hep keodedourelezh ebet betek e varv.

E 1868 e krogas gant e vicher a gelenner war ar brederouriezh klasel e Skol-veur Basel. Goude dek vloaz e voe ret dezhañ reiñ e zilez ha mont da Italia rak e gudennoù yec'hed. Siwazh, ne c'hallas ket pareañ, gwanoc'h gwan e teuas da vout. E fin e vuhez e veve get e c'hoar, pa ne c'halle ket ober war e dro e-unan.[1][2]

Nietzsche a voe levezonet gant prederouriezh Arthur Schopenhauer a-raok pellaat diouzh e washaerezh. Leun eo e oberennoù a vurutelladennoù war ar vadelouriezh, ar relijion, ar brederouriezh, ar skiant hag an arzoù. Hervezañ e oa gwanoc'h ar marevezh ma veve eget hini Henc'hres. Garv e vurutelle an divezouriezh gristenel hag usvedoniezh Platon. A-zivout kel ar wirionez e prederias, ha war geal an Übermensch (an "dreistden"), ar Wille zur Macht ("youl galloudezh") hag an Ewige Wiederkunft ("distro peurbad"). Ar sujedoù-se a vez tabutet c'hoazh hiziv an deiz.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (de) Gino Gschwend : Pathogramm von Nietzsche aus neurologischer Sicht. In : Schweizerische Ärztezeitung. levrenn 81, 2000, viv. 45–48 (en-linenn)
  2. (de) Geschichte der Medizin. Nietzsches Krankheit: Genie und Wahnsinn. In : Ärzteblatt

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.