Stefan Carpentier
Stefan Carpentier zo skrivagner brezhonek ha gallek, troer ha gourdoner.
Gripi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet en doa Gripi, kelaouenn "moliac'h ha faltazi" e 2002, ha skrivet un toullad danevelloù e-barzh.
Troet en deus ivez meur a zanevell embannet e Gripi, en o zouez reoù bet skrivet gant Guy de Maupassant (An Horla) pe gant ar skrivagner belgiat Frank Roger.
Danevelloù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Danevelloù savet gantañ zo bet embannet ivez er c'helaouennoù Al Lanv, Louarnig hag Al Liamm. Meur a bennad-skrid en deus savet ivez evit er c'helaouennoù Al Lanv ha Bremañ.
Ur romant gantañ zo bet embannet gant Keit Vimp Bev, Ar Voul Strink, ha loreet e 2005.
Graet en deus ivez war-dro troidigezh an dastumad danevelloù skiant-faltazi Omegalfa, gant Frank Roger, bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.
Un nebeud danevelloù savet gantañ e galleg zo bet embannet ivez e-barzh kelaouennoù liesseurt, Lanfeust Mag da skouer.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Voul Strink, Keit Vimp Bev, romant, Priz ar Yaouankiz 2005
Barzhonegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pa gavan hir ma amzer, Skrid, barzhonegoù, 2014
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Omegalfa, gant Frank Roger, Mouladurioù Hor Yezh, berrdanevelloù, 2005
- Vodou zo amañ, gant Valériane Duvivier, Ar Gripi, BT, 2015
- Pepper & Carrot, gant David Revoy, Ar Gripi, BT, 2016