Mont d’an endalc’had

Vodou zo Amañ

Eus Wikipedia

Vodou zo Amañ zo ul levr bannoù-treset e gwenn ha du gant Valériane Duvivier. Lakaet eo bet e brezhoneg gant Stefan Carpentier, embannet gant Ar Gripi e 2015. Sklaer eo aergelc'h an oberenn pa lenner an titl. "N"eo ket evit ar vugale hag ar speredoù kizidik tamm ebet." a lenner en evezhiadenn a gaver e penn kentañ al levr.

Ur vargodenn Vodou

Bannoù-treset niverel a vez embannet bep lun.

Istor Vodou 'zo amañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dek vloaz eo Sunday. Ar Strobineller, an den divarvel a ren war ar Bayou, en deus lazhet he zud p’o devoa tec’het kuit diouzh e veli. Ha da zek vloaz, en hec’h-unan e oar Sunday ne c’hall ket ober kalz a dra, neuze e wri ur verc’hodenn vodou, Mojo, ur c’hompagnon bihan hag he skoazello en he c’hest d’en em zialañ.

Skrapet eo Sunday avat gant Ar Re Varv War Vale, mevelien zombi ar Strobineller. Da vMojo eo neuze da adkvaout e vamm vihan. Arvarus ken-ken eo ar Bayou pa reer tregont santimetr a vent. Dañjerioù bras a zo koulz ha tud da reiñ dorn. Hag ur pezh kontell kiger.

E Levr bras ar vodou I e kaver chabistroù 1 ha 2 ar webcomics Vodou zo amañ, koulz ha tresadennoù a bep seurt ha traoù all diembann betek-henn

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]