Madalen Saint Gal de Pons
Madalen Saint Gal de Pons (bet ganet d'ar 14 a viz Gwengolo 1907 e Niort, marvet e Landreger d'an 22 a viz Ebrel 1994) a voe ur skrivagnerez hag ur varzhez vrezhonek anavezet dreist-holl dindan hec'h anvioù-pluenn Benead, Nolwenn ha Pons Recouvrance. Obladez Urzh Sant Benead e voe hag engouestlet evit ul lusk katolik ha brezhonek en Emsav Breizh asambles gant Maodez Glanndour ma voe skoazellerez anezhañ.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He zad a oa ofiser a varc'hegiezh hag un denjentil a-orin eus Bro-Naoned ; Marie de la Chaslerie (?) e oa he mamm. Ne voe ket skoliataet Madalen hag he div c'hoar, pa oa ur gelennerez-ti e kement kêr ma oa he zad e gwarnizon[1].
Tremenet he doe darn eus he bugaleaj e Pondivi hag e Souché, a oa tost da Niort d'ar mare-se[2]. E kastell he zud e voe staliet un ospital evit soudarded gloazet ar Brezel-bed kentañ ha Madalen a c'hellas magañ ur spered-servij.
Goude ar brezel e tilojas ar familh da Vreizh, pa voe anvet an tad e Sant-Brieg hag e Gwengamp. Tremen a reas Madalen ar vachelouriezh e 1925, unan eus an div studierez kentañ a voe diplomet e Roazhon.
Engouestladur en Emsav
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad an Eil Brezel-bed e savas un nebeud testennoù evit ar media brezhonek evel Gwalarn, Arvor ha Radio Roazhon, hag e kendalc'has en ur gas pennadoù ha barzhonegoù d'ar c'helaouenoù Al Liamm ha Barr-Heol, Kaieroù Kristen, Studi hag Ober, ha muioc'h c'hoazh d'ar gelaouenn gristen Ar Bedenn evit ar Vro.
Sekretourez, karabasenn ha kenlabourerez gant Maodez Glanndour e oa bet e-pad ul lodenn vat eus he buhez, e Louaneg, war aod Treger. Savet he doa an emsav katolik brezhonek Unvaniezh Speredel Breizh e 1942.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Barzhonegoù
- Gwiadenn ar Vuhez, Embannadurioù al Liamm, 1979, 36 p. 23 barzhoneg aes da lenn.
- An evned, Korvantenn, Frouesha. E-barzh Gwalarn, niv. 154-155, 1942. 3 barzhoneg.
- Kan kreisteiz, Broderezh ar vuhez. E-barzh Studi hag Ober, niv. 21, 1944.
- Tri barzhoneg. E-barzh Al Liamm niv. 10, 1948.
- Gwechall. E-barzh Al Liamm, niv. 36, 1953.
- Gouelec'h. E-barzh Al Liamm, niv. 56, 1953.
- Ar Jentilez. E-barzh Al Liamm, niv. 96, 1963
- Kizhier bihan. E-barzh Al Liamm, niv. 108, 1965
- Kozhni. E-barzh Al Liamm, niv. 124, 1967
- Nedeleg. E-barzh Al Liamm niv. 191, 1978.
- Pennadoù
- Ur skrivagner iwerzhonat : Lord Dunsany. E-barzh Gwalarn, niv. 162, 1942
- Ar merc'hed e lennegezh Vreizh. E-barzh Al Liamm, niv. 7, 1948, p. 44-54
- Kantvloaziad Rabindranath Tagore. E-barzh Al Liamm, niv. 90, 1962.
- Al lennegezh e Breizh, kant vloaz zo. E-barzh Al Liamm, niv. 108, 1965.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Soaz an Tieg, Benead, Madalen St Gal de Pons. E-barzh Al Liamm, niv. 284-285, 1994, p. p. 202-206.
- Janed Queillé, Madalen St Gal de Pons : 1907-1994. E-barzh Al Liamm, niv. 284-285, 1994, p. p. 207--215.
- Gwenael Huon, Gwiadenn ar vuhez, Barzhonegoù gant Benead. E-barzh Al Liamm, niv. 284-285, 1994, p. p. 216-222. Levrlennadur Benead. Skridvarnerezh.
- Annaig Renault, Benead, ur Vreizhadez. E-barzh Al Liamm, niv. 286, 1994, p. p. 353-360.