Madalen Saint Gal de Pons
Madalen Saint Gal de Pons (ganet d'ar 14 a viz Gwengolo 1907 e Niort, marvet e Landreger d'an 22 a viz Ebrel 1994) a oa ur skrivagnerez ha barzhez vrezhonek anavezet dreist-holl dindan hec'h anv-pluenn Benead.
Sekretourez, gouarnerez ha kenlabourerez gant Maodez Glanndour e oa bet e-pad ul lodenn vat eus he buhez, e Louaneg (war aod Bro-Dreger). Savet he doa an emsav katolik brezhonek Unvaniezh Speredel Breizh e 1942. Skrivet he doa e-barzh kelaouennoù evel Barr-Heol, Kaieroù Kristen, Studi hag Ober...
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwiadenn ar Vuhez, Embannadurioù al Liamm, 1979
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Al Liamm niv. 284-285, 1994.
- Benead, ur Vreizhadez, gant Annaig Renault, Al Liamm, niv. 286, 1994.