Embannadurioù Al Liamm

Eus Wikipedia
Embannadurioù Al Liamm
ti-embann
Deiziad krouiñ1948 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.alliamm.bzh Kemmañ

Embannadurioù Al Liamm zo un ti-embann brezhonek krouet gant Ronan Huon, stag ouzh ar gelaouenn lennegel brezhonek Al Liamm, houmañ ur c'hevarzhe hervez lezenn 1901. Un hêr eeun da Walarn, pa voe meur a den pouezus en Emsav sevenadurel brezhonek kent an Eil Brezel-bed o sevel skridoù evitañ, en o zouez Roparz Hemon, Abeozen, Youenn Drezen, Yeun ar Gow ha Zavier Langleiz[1]. Ur roll eus ar bouezusañ en doe, koulz evit kendalc'h gant embann ul lennegezh a live uhel hag evit skignañ oberennoù brezhonek lies o seurtoù hag an ostilhoù gallek evit deskiñ ar yezh. Ar sez a voe e Brest[2], nemet e-pad ur prantad berr e 1999-2002[3]. Pelloc'h, goude marv Ronan Huon e 2003 e voe lakaet e ti e vab, Tudual Huon, rener an embann war e lec'h, e Dirinonn. Kevredet eo Embannadurioù Al Liamm e-barzh Kuzul ar Brezhoneg. Koulskoude, p'emañ burevioù Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon, ha kevredet eo Al liamm e-barzh, c'homlec'h ti-embann evit an diavaez eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embann levrioù gant skipailh bodet tro dro da Ronan Huon, Pêr Denez ha Pêr ar Bihan (merour kentañ ha, pelloc'h, teñzorer), hag harpet a-bell gant Roparz Hemon o chom e Dulenn, evit warlec'hiañ kelaouenn Gwalarn hag e Levraoueg Gwalarn a voe adkemer hêrezh an tri di-embann brezhonek a voe bet savet etre 1922 ha 1943. Enno e kaver daou zen boas ouzh labourat asamblez, Youenn Drezen ha Florentin Goinard. Ar re-se o doe kenlabouret gant ar c'hentañ ti-embann brezhonek savet e 1922 diwar atiz Yann-Vari Perrot, Emgleo Sant Iltud.
Sevel a reont, e 1934, Skrid ha Skeudenn a voe tuet da embann levrioù kaer levezonet o tispakañ skeudennadurioù arzourien ar Seiz Breur. E 1925 en doe krouet Roparz Hemon ar gelaouenn lennegel Gwalarn ha staget Levraoueg Gwalarn outi, en ur embann levrioù e-kreiz heuliadenn ar gelaouenn pe distag.
E 1943 e voe savet Skridoù Breizh gant Florentin Goinard, aet eus penmouller da embanner, o pourveziñ da [Strollad Broadel Breiz]], hag eñ tost outañ, un eil ti-embann damofisiel[4]. Rediet da chom pell eus Brest ha dimezet gant ur bet-embannerez eus Brest[5] e kendalc'has gant Skridoù Breizh |er Baol, e-lec'h e renas ur voullerezh, Moullerezh ar Skrev[6] (Imprimerie de la Mouette). Moullet e voe er voullerezh-se ar gelaouenn Al Liamm ha darn eus Embannadurioù Al Liamm e-pad hanter-kant bloaz.
E 1957 e fellas da Florentin Goinard herzel gant e labour moullañ hag embann hag e ginnigas da Ronan Huon ma preno an holl levrioù brezhonek moullet evit Skridoù Breizh hag e a voe bet chomet en e gerz[7].

E 1999 e oa bet adkemeret gant An Here. Pan eas An Here d'ar strad e 2001 e voe adstaget ouzh ar gelaouenn.

Ti-moullañ ar Baol arbennikaet war voulladennoù brezhoneg a-feson[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur chañs en deus bet embregenn Al Liamm kaout tu da fiziañ darn vuiañ eus he embannadennoù d'ur voullerezh renet er bloavezioù kentañ gant ur penmouller tost-tre d'an Emsav, ha goude ma voe hennez aet war e leve, e chome micherourien lizherennerien gouest da reizhañ an testennoù brezhonek o-unan. Ha feal da servij ar moullerezh-se e chomas skipailh Al Liamm e-pad 42 bloaz[8]
Treuskaset e voe kiant-prenet an embann hag ar fardañ levrioù dastumet gant tud Gwalarn, Skrid ha Skeudenn ha Skridoù Breizh da remziad an emsaverien yaouank (Ronan Huon, Pêr Denez, Frañsez Kervella, Andrev Latimier, Pêr ar Bihan, Pêr Bodenan, Loeiz Bihanig) gant un den arbennigour war ar moullañ ha war an embann ivez hag en doe labouret a-dost gant ar Walarniz a-raok hag e-pad ar brezel, Florentin Goinard, e anv.
War eil ziwezhañ pajenn niverennn 7 Al Liamm-Tir na n-Og (Meurzh-Ebrel 1948) e lenner «Imprimerie de la Mouette, avenue de Paris, La Baule». Krouet e voe bet an ti-moullañ-se e 1926 gant tri den, François André, an hini pouezusañ,[9]Florentin Goinard, teñzorer hag embanner ar Framm keltiek, a voe tamallet ha toullbac'het un nebeut amzer e mare an Dieubidigezh hag e kavas ul labour penmouller er Voullerezh ar Skrev, en e bastell-vro ganedigezh. Kendalc'hañ a reas gant embann un nebeut levrioù dindan verk Skridoù Breizh.
Estreget kelaouenn hag embannadurioù Al Liamm e weler ma voe bet moullet ar gelaouenn divyezhek Ar Vro er Baol ha gant an hevelep lizherennoù-moull Times.

Reteradur politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O vezañ ma n'eo ket un aozadur politikel, pennadurezh ar gelaouenn ha darn eus an oberourien o deus techoù politikel o tennañ da savboentoù e-keñver Breizh hag ar brezhoneg, evel m'en doe displeget splann Andrev Latimier e 1948 en ur ziskouezañ ar pal uhelañ, « (adsevel) an Emsav evit mat », goude m'en doe pouezet war skouer Stad dieub an Iwerzhoniz, pa 'z eus « ret d'ar vrezhonegerien plediñ gant pep kudenn a-bouez a sell ouzh hor stourm broadel, ha prientiñ an amzer da zont a zle bezañ ar muiañ ar gwellañ “marevezh ar brezhoneg”. »[10]
Meur a vloaz pelloc'h, war dreuz ar bloaz 2000 e savas pennadurezh Al Liamm ur pennad-stur ma lenner al linennoù-mañ ennañ :
«Spered Al Liamm evel hini Gwalarn zo ur spered krouiñ, ur spered studi, ur spered digor war ar bed ha doujus e keñver an dud, ur spered a-vremañ troet war un dazont birvidik hag entanus mar fell d'an holl Vretoned labourat ha stourm a-gevret war-du an hevelep pal : difenn ar gwir da vevañ e Breizh, da gomz, da zeskiñ ha da gelenn hor yezh ha da lakaat un termen da c'halloud ur Stad kreizennet-rik, tra c'haonac'h evidomp-ni Bretoned hag evit an darn vrasañ eus an dud o vevañ e Bro-C'hall.» [11]. N'eus ket mui anv eus ar stourm broadel, met gant un doare didrouz ez eus bet eztaolet an hevelep mennozhioù.

Levierezh an embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

M'eo Al Liamm, ur c'hevarzhe (kevredigezh dic'hounid), ne vez ket meneget anv ar prezidant, ur rener eo an hini a zo meneget war golo pevar ar gelaouenn, ha, da heul, ur merour (pe ur sekretour) hag un teñzorer. Rener eo Ronan Huon, betek e varv, hag e vez merket «Embanner : Ronan Huon» war golo tri pep levr. Roll tud ar c'huzul-ren a vo dispaket goude re ar pennadurezhioù e 1999, pa yeas Tudual Huon e-barzh.
N'eus ket den gopret ebet evit obererezhioù embannerezh ha hogos an dispignoù a denn d'ar moullañ evel ma weler en tiez-embann meret gant tud a-youl-vat. An arc'hant postet a zeue eus ar gwerzhioù, ar roadennoù hag an astennoù aotreet gant ar skrivagnerien o-unan. Abaoe 1982 eo erruet un chañchamant bras, pa voe divizet gant ar Stad, heuliet gant ar strollegezhioù lec'hel debarzhañ yalc'hadoù evit ar frejoù-moullañ, da gentañ, hag ar frejoù-treiñ da c'houde.
N'eus ket ditouroù war an arc'hantaouiñ e-barzh ar gelaouenn, na war ar pezh a vez roet d'ar skrivagnerien e-keñver o gwirioù aozer, met dister a-walc'h eo, pa ne ya ket niveroù an embann da liveoù uhel-tre.
P'eo metoù ar brezhoneg skrivet ur bedig gant nebeud a dud (miliadoù nemetken) e c'heller ma vez muioc'h a skoazell roet d'an oberourien, hag a ya pelloc'h eget en tiez-embann o plediñ gant yezhoù muioc'h implijet. Implij ar peurunvan a zegase ul labour prientiñ donoc'h eget ar reizhañ boas, pa voe oberourien kozh (Yeun ar Gow, Abeozen, Maodez Glanndour, da skouer) hag skrivagnerien yaouank o doe boazioù all evel Mikael Madeg. Er bloavezhioù 1978, pemp den, Ronan Huon, Pêr Denez, Andrev Latimier, Loeiz Bihanig ha Pêr ar Bihan a rae war-dro kempenn an dornskridoù evit ar moullañ, unan e pep tro, met war-dro 1975, Yann Erwan an Abalan, studier e Kevrenn ar yezhoù keltiek, e Skol-Veur Roazhon, en doe kroget gant kemer an darnvuiañ eus ar c'harg [12]. Meneget oe anv anezhañ e derou embannadennoù Lan Inizan (1977), «modernaet ar yezh ha kempenn evit an embann» hag hini Yann-Vari Kerwerc'hez (1980). Ul labour eskemm etre troourien a zo bo as Ha pa eo bet embannet muioc'h eget 270 levr a bep seurt n'eo k et bet divizet o rannañ dre dastumadoù, evel ma vez graet gant an tiez-embann kenwerzhel. P'eo an darnvuiañ eus an embann gouestlet d'ar romantoù pe d'an danevelloù, n'eus ket tu sevel rummadoù diouto, dreist-holl evit an teskadoù danevelloù ken liesseurt o neuzoù hag o amzerioù sevel. Ha ne vez kavet den a c'hellfe bezañ gwelet evel rener an dastumad. Koulskoude ez eus anv eus daou dastumad levrioù, unan gozh, «Studi ha dudi», evit Gwerzhioù kozh dastumet gant Fañch an Uhel (1970),hag unan nevez, «Didermen», lakaet war pevar levr, glas-teñval o c'holoioù, e 2015, 2016 ha 2023. Ne vez ket sklaeroc'h an traou evit al levrioù yaouankiz, ar re-se rouez a-walc'h, hag e vez gwelet daou pe dri wezh, «Evit ar vugale».

Politikerezh embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1978 e tisplege Ronan Huon ne veze ket kaset dezhañ trawalc'h a destennoù mat da vezañ embannet, pa lavare n'en doe nac'het, nemet daou dornskrid, unan diouto «evit abegoù doare-skrivañ».[13]. Skrivet en doa e derou 1968 e kave diaes, a-wechoù, kavout ur c'hempouez , «en ur c'helaouiñ an dud, o diduiñ hag o c'helenn war un dro…pa ne zegouezh ket d'ar rener trawalc'h a skridoù»[14]. Kempouez etre lodennoù ar gelaouenn e soñje, met darn an embannadurioù a zepend eus an testennoù a zo bet embannet e stumm un danevell pe ur studiadenn.

Embannerezh geriadurioù, hentennoù (Cours élémentaire de breton ha goude Méthode rapide de breton) ha yezhadurioù Roparz Hemon zo bet ul labour a-bouez, koulz e-keñver ledanaat implij ar brezhoneg ha degas arc'hant d'an embanner. Pa veze moullet 500 skouerenn eus ul levr faltazi gwerzhet e-pad dek vloaz e veze gwerzhet kantadoù a levrioù deskiñ e levrdioù kar-o-bro ha dre lizher gant an Dimezell Jeanne Queillé o chom e Gwengamp.

Gwerzhañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E pad an deg bloavezh kentañ e voe lakaet e-barzh gelaouenn ur chomlec'h evit urzhiañ levrioù, hini Pêr Bodenan, hag eñ o chom en Erge-Vihan, tost da Gemper. Er bloavezhioù 60 ha 70 e veze meneget hini Janed Queillé, e Gwengamp, e-barzh al liketennoù (trolinennet pe get) ma veze roet kelou eus embannadenn pep levr enno. Ur c'hont-post arbennik e voe displeget. E 1994 e voe erlec'hiet chomlec'h Janed Queillé gant hini Ronan Huon hep niverenn kont-post.
Pa voe savet Diffusion Breizh e voe dasparzhet gwelloc'h levrioù Al Liamm el levrdioù, hag e zeuas an embannerezh brezhoneg er-maez eus an deñvalijenn. Koulskoude, e 1994, e diwezh ar gelaouenn eo meneget n'eo ket bet kavet nemet 8 levrdi a zispak levrioù brezhonek nevez (tri eus ar chadenn Ar Bed keltiek, tri eus Coop Breizh ha daou all e Gwengamp ha Lannuon).

E-touez ar skrivagnerien vrudetañ:

Embannadennoù hervez ar bloaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

brezhoneg
  • 1950
    • Jarl Priel, Ar spontailh : pezh-c'hoari e 3 arvest / Jarl Priel, 3 skeudenn gant Koroller, Arelli ha Ralph Soupault, 168 p. C'hoariva.
    • Theodor Storm, Aquis submersus, troet diwar ar germaneg ha kinniget Pêr Denez, 74 p. Romant.
    • Tangi Malmanche, An Antekrist, Tri arvest gant ur ragarvest, 84 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 300 skouerenn niverennet war baper leuegen alfa. Anv an embanner : Al Liamm-Tir-na n-Og. C'hoariva.
  • 1953
    • Barzhaz : kant barzhoneg berr 1350-1953, kentskrid Hent hor barzhoniezh gant Pêr Denez, 151 p. Notennoù war an oberourien. Moulladennoù niverennet : 20 skouerenn war baper leuegen neud disi Outhenin-Chalandre ha 480 war baper alfa Navarre. Anv an embanner : Al Liamm-Tir-na n-Og. . Antologiezh barzhonegoù.
  • 1955
    • Lenn a ran (evit bugale Vreizh), 24 p.
  • 1957
    • Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, 116 p. Moulladennoù a-ziforc'h niverennet : 40 skouerenn war baper leuegen neud disi Rives ha 60 war baper alfa Rives. Danevelloù.
    • Abeozen, Istor lennegezh vrezhonek am amzer-vremañ, ur ger a-raok, gant Ronan Huon, 253 p. Istor al lennegezh.
    • Jarl Priel, Ma zammig buhez (trede lodenn) : Amañ hag ahont, 290 p. Geriaoueg ar gerioù tregeriat rik. Moulladennoù a-ziforc'h niverennet : 30 skouerenn war paper leuegen neud disi Rives ha 50 war baper alfa Rives. Emvuhezskrid.
  • 1958
    • Langleiz, Tristan hag Izold, 25 skeudenn gant an oberour, 200 p. Moulladennoù a-ziforc'h  : 25 skouerenn war baper neud disi eus an dibab merket A betek Z, 50 skouerenn niverennet war baper neud disi eus an dibab, 75 skouerenn niverennet war baper offset kaer ha 400 niverennet war baper tev, hep niverenn. Levr kaer arz.
    • Arzel Even, Istor ar yezhou keltiek... 1, X-263 p. Liesskrivet. War ar golo Hor Yezh. Yezhoniezh
  • 1959
    • Jarl Priel, An teirgwern Pembroke, skeudennet gant Yvonne Jean-Haffen,
  • 1962
    • Roparz Hemon, Mari Vorgan, 166 p. Moulladennoù a-ziforc'h  : 20 skouerenn war baper-lin Montgolfier A betek Z, 30 skouerenn niverennet war baper Lafuma. Romant dre lizhiri.
    • Ar Roue ha Meudig e vab, 62 p. Levrioù bugale
    • Abeozen, Damskeud eus hol lennegezh kozh. Istor al lennegezh.
    • Marianna Abgrall, Gwinizh hepken, kentskrid gant Zavier Langleiz, koadengravadurioù gant Xavier Haas, 76 p. Barzhonegoù.
  • 1964
    • Yeun ar Gow, Abrobin, 166 p. Berradur Robinson Crusoe gant Daniel Defoë, div skeudenn gant J. J. Sévellec. 20 skouerenn war baper Rives ha 50 war baper Lafuma Rives. Romant.
    • Roparz Hemon, Diamantoù Keroulaz, 263 p. Romant polis
  • 1965
    • Frañsez Kervella, Diazezoù ar sevel gwerzioù, 72 p.
  • 1966
    • Ronan Huon, An irin glas, 202 p. Moulladennoù a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war paper leuegen neud disi Arches ha 30 war baper neud disi Johannot. 13 danevell.
  • 1967
    • Roparz Hemon, Barzhonegoù, 142 p. Barzhonegoù.
  • 1969
    • Reun Menez Keldreg, Merc'hed, 98 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war baper leuegen neud disi Johannot. 2 danevell.
    • Ar Bibl Santel, 1.An Testament nevez, levrenn 1, Ar Pevar aviel. troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, 270 p.
  • 1970
    • Fañch an Uhel, Gwerzioù kozh Breizh, dibab kempennet gant Pêr Denez, Anna ar Beg ha Morwenna Denez, kentskrid gant Pêr Denez, 115 p. Dastumad Studi ha Dudi.
    • Youenn Drezen, An dour en dro d'an inizi, eil embannadur goude hini Skridoù Breizh, 78 p. Romant.
    • Roparz Hemon, Ho kervel a rin en noz, 258 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war baper Lafuma. 35 danevell.
  • 1971
    • Youenn Drezen, Sizun ar Breur Arturo, 86 p. Dastumad Studi ha dudi. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war baper Condat diwar 1000 en holl. Heñvel ouzh moulladur e gelaouenn Al Liamm, nn 14, 1949. Romant.
    • Roparz Hemon, War ribl an hent (pempzek kontadenn), 290 p. 15 danevell.
    • Roparz Hemon, Tangi Kerviler, 290 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 30 skouerenn war baper Johannot. Romant.
    • Ar Bibl Santel, 2. An Testamant Nevez, Oberoù an ebestel, Al Lizheroù, An Diskuliadur. Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour , 623 p.
  • 1972
    • Roparz Hemon, Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh, 252 p. Teskad pennadoù skrivet evit Breiz Atao pe Gwalarn etre 1923 ha 1929.
    • Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern hag e "frai" Paotr-tev, lodenn gentañ, kinnig[où] gant Ronan Huon ha Per-Jakez Helias, 182 p. Moulet ez eus bet 1500 skouerenn, en o zouez 70 war baper kaer Lafuma niverennet.
  • 1973
    • Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern hag e "frai" Paotr-tev, trede lodenn, 171 p. Moulet ez eus bet… 1500 skouerenn, en o zouez 70 war baper kaer Lafuma niverennet.
    • Anjela Duval, Kan an douar, 182 p. Barzhoniezh.
    • Tangi Malmanche, An intañvez Arzhur, drama e pevar arvest, 120 p. C'hoariva
  • 1974
    • Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern hag e "frai" Paotr-tev, eil lodenn, 171 p.
    • Ar Bibl Santel, 3. Ar Psalmoù, troidigezh gant Maodez Glanndour, 224 p. Relijion.
    • Tangi Malmanche, Gwreg an toer. Marvailh an ene naonek, 84 p. C'hoariva.
  • 1975
    • Romant ar roue Arzhur. Levrenn I, Marzhin, lizherennoù treset ha skrid gant Langleiz, rakskrid Vefa de Bellaing, 191 p. Levrlennadur. p. 189-190.
    • Youenn Olier, An deiz-ha-bloaz, 180 p. 50 war baper kaer Romana. 14 danevell..
    • Jarl Priel, Va zammig buhez, levrenn 1, 193 p. Roll gerioù tregeriat rik. Eil mouladur. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer Ingres. Emvuhezskrid.
    • Tangi Malmanche, Gurvan, ar marc'heg estranjour, 140 p. C'hoariva.
    • Tudy, Fri Korloko, 40 p. Bannoù-treset.
  • 1976
    • Tangi Malmanche, Ar Baganiz, pezh-c'hoari e tri arvest, 132 p. C'hoariva.
    • Ronan Huon, Evidon va-unan : barzhonegoú 1944-1961, kentskrid gant Maodez Glanndour, 118 p. Barzhoniezh.
    • Frañsez Kervella, Yezhadur bras ar brezhoneg, XII-499 p. Gevellun embannadur Skridoù Breizh, 1947.
    • Solzenitsyn, Ti Vatriona, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig (titl orin Matrenin dvor), 79 p.
  • 1977
    • Youenn Drezen, Itron Varia Garmez, skeudennoù gant R. Y. Creston, kentskrid gant Roparz Hemon, 321 p. Geriaoueg. Eil embannadur diwar hini Skrid ha Skeudenn e 1941. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 100 skouerenn war baper ridennet. Romant.
    • Lan Inizan, Emgann Kergidu ha traoù-all c'hoarvezet e Breizh-Izel e-pad Dispac'h 1793, Levrenn. I ha II, kentskrid gant Ronan Huon, kempennet evit an embann ha modernaet ar yezh gant Yann-Erwan Abalan, 237+ p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 100 skouerenn war baper kaer c'hwezet arvelen.
    • Strollad ar Vro Bagan, Ma c'helljen-me kanañ laouen : pezh-c'hoari 35 p. C'hoariva.
    • Goulven Jacq, Pinvidigezh ar paour, 161 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer Ingres. Emvuhezskrid.
  • 1978
    • Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, Eil embannadur 2500 skouerenn : embannadur kentañ 600 skouerenn e 1955 gant an oberour e-unan. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer arvelen Arjomari-Prioux. Emvuhezskrid.
    • Maodez Glanndour, Vijelez an Deiz diwezhan, 18 p.
    • Kroc'hen azen, 22 p. ISBN978-2-7368-0136-6. Levr yaouannkiz.
    • Hans Christian Andersen, An houadig divalav, 22 p. Levr yaouankiz
  • 1979
    • Roparz Hemon, Yezhadur berr ar brezhoneg, 128 p. Yezhoniezh.
    • Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, 102 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer Ingres. Romant.
    • Pêr Denez, Diougan Gwenc'hlan, 140 p. Romant.
    • Tudual Huon, Ar chalboter huñvreoù, 133 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer c'hwezet arvelen. 8 danevell.
    • Benead, Gwiadenn ar vuhez, 34 p.
  • 1980
    • Ronan Huon, Ur vouezh er vorenn, 194 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper roudennet Arches. 9 danevell.
    • Goulc'han Kervella, Ar Chase, 117 p. Gerioù ha troioù-lavar. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer.
    • Yann-Vari Kerwerc'hez, En ur rambreal, 247 p. Eil embannadur adwelet gant Yann-Erwan Abalan hag ur strollad tud goude hini Skridoù Breizh e 1943. Romant polis
    • Jakez Konan, Lannevern e kañ ha danevelloú all, 221 p. Danevelloù.
    • Didrouz, Truez va Doue, 228 p. 11 danevell. Priz Langleiz 1990.
  • 1981
    • Reun ar C'halan, Levr ar blanedenn, 137 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 60 skouerenn war baper Arches. Barzhonegoù.
    • Youenn Olier, E penn an hent, 190 p. Gerioù dibaot. Eil embannadur goude emembannadur 1964[15] e stumm ur c'haier liesskrivet. Romant.
    • Jakez Konan, Ur marc'hadour a Vontroulez, 99 p. Roll-gerioù. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war baper Arches.
    • Ar Bibl santel : Izaia, troidigezh gant Maodez Glanndour, 156 p. Relijion.
  • 1982
    • Herve Herri, Evel-se e oamp, 221 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper ivoire roudennet. Emvuhezskrid.
    • Kenan Kongar, Barzhonegoù, 159 p. Barzhonegoù.
  • 1983
    • Jef Philippe, En tu-mañ d'an Ifern, 161 p. Geriaoueg. ISBN2-7368-0000-1. 10 danevell.
    • Maodez Glanndour, Va levrig skeudennoù, 54 p.
  • 1984
    • Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, 91 p. ISBN2-7368-0086-4. Romant-polis.
    • Roparz Hemon, An tri boulomig kalon aour, 203 p. ISBN2-7368-0004-4. 26 danevell evit ar vugale.
  • 1985
    • Goulc'han Kervella, Laeneg, medisin, 206 p. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer. ISBN2-7368-0010-9. Buhezskrid.
    • Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl, 2, 254 p. ISBN2-7368-0013-3. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer. Kontadennoù bobl.
    • Maodez Glanndour, Komzoù bev, 1985, 194 p. ISBN2-7368-0012-5
    • Maodez Glanndour, Telennganou, 87 p. ISBN2-7368-0009-5. Barzhoniezh.
    • Reun ar C'halan, Klemmgan Breizh, 80 p. ISBN2-7368-0011-7. Barzhoniezh.
  • 1986
    • Jakez Konan, Kenavo, Amerika. 166 p. Gerioù ne gaver ket er geriadurioù. Moulladennoù a-ziforc'h niverennet : 50 skouerenn war baper roudennet. Romant.
  • 1987
    • Maodez Glanndour, Kregin-mor, 251 p. ISBN2-7368-0019-2
    • Abeozen, Bisousig kazh an Tevenn; skeudennoù gant Tudual Huon, 120 p. Kenembann gant An Here. ISSN
  • 1988
    • Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl, 3, 224 p. ISBN2-7368-0021-4. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer. Kontadennoù bobl.
    • Lukian Tangi, Pêr, Jakez, Yann hag ar re all, 166 p. ISBN2-7368-0022-2. 8 danevell. Priz Langleiz 1987.
  • 1989
    • Abeozen, Argantael, golo e liv gant Tudual Huon, 77 p. ISBN2-7368-0025-7. Romant.
    • Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl, 4, 112 p. ISBN2-7368-0023-0. Moulladenn a-ziforc'h niverennet : 70 skouerenn war baper kaer. Kontadennoù bobl.
  • 1990
    • Youenn Drezen, Sizun ar Breur Arturo, 86 p. Golo e liv gant Tudual Huon. ISBN2-7368-OO29-X. Moulladenn heñvel ouzh hini 1970 gant lizherennoù fonnuzhoc'h. Romant.
    • Tad Medar, Istorioù beleien, 191 p. ISBN2-7368-0027-3. Fent.
    • Yann Gerven, Bouklet ha minellet, 200 p. ISBN2-7368-0028-1. Romant.
  • 1991
    • Maodez Glanndour, Dre inizi ar bed keltiek, 231 p. ISBN2-7368-0031-1. Yezhoniezh
    • Roparz Hemon, Barzhonegoù, 142 p. 3de mouladur. Barzhonegoù.
  • 1992
    • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien aet da anaon a-raok miz Meurzh 1992, 432 p . Roll an oberourien (gant arallanvioù). ISBN2-7368-0034-6
  • 1993
    • Frañsez Kervella, Skridoù Frañsez Kervellla dastumet ha kinniget gant Pêr Denez. 216 p. ISBN2-7368-0038-9. Skridoù liesseurt.
  • 1994
    • Kristol Goulm, Levr bourzh ar veaj kentañ, Levrenn gentañ 3 a viz Eost 1492 - 5 a viz Kerzu 1492, kinniget ha troet diwar an destenn orin kastilhanek gant Filip Oillo, 219 p. ISBN2-7368-0039-7. Deizlevr mor.
    • Goulc'han Kervella, Brezel ar rigadell, 203 p. ISBN2-7368-0041-9. Romant.
    • Loeiz Herrieu, Kammdro an Ankoù, kempennet ha lakaet e peurunvan gant François Louis get sikour Gwenael ha Meriadeg Herrieu, Herve Huon, Daniel Kare, Martial Ménard, Frañsez Favereau, ha Daniel Doujet, 317 p. Gerioù nebeut anavet. Eil embannadur adwelet an embannadur 1974 e doare-skrivañ gwenedek. ISBN2-7368-0043-5. Kenskriverezh brezel.
    • Fañch an Uhel, Kontadennoù ar bobl. 5, prientet evit an embann gant Divy Kervella ; rakskrid gant Per Denez, 185 p. Levrlennadur p. 177-185. ISBN2-7368-0042-7. Kontadennoù pobl.
  • 1995
    • Yann Gerven, Plac'hedigoù o ler rouz,. Danevelloù 1, 303 p. ISBN2-7368-0047-8. 16 danevell.
    • Yann Gerven, Ifern yen ha merc'hed klouar. Danevelloù 2, 304 p. ISBN2-7368-048-6. Danevelloù.
  • 1996
    • Filip Oillo, Blaz an Holenn, 224 p. Romant. Priz Langleiz 1995.
  • 1997
    • Youenn Gwernig, Un dornad plu = A handful of feathers, 1997, 208 p. ISBN2-7368-0050-8. Testennoù kenstur.
  • 1998
    • Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev. 1, 192 p. ISBN2-7368-0054-0. 14 kontadenn bobl
    • Roparz Hemon, Eñvorennoù, 158 p. 14 luc'hskeudenn. Emvuhezskrid.
  • 1999
    • Goulc'han Kervella, E vrennigenn zivezhañ, 176 p. 10 danevell.
    • Yeun ar Gow, Kontadennoù Kernev. 2, 198 p. ISBN2-7368-0055-9. 9 kontadenn bobl.
  • 2000
  • 2001
    • Filip Oillo, Blaz an Holenn, 224 p. Romant.
  • 2002
    • A-stroll, Danevelloù divyezhek : nouvelles bilingues, 284 p. ISBN2-86843-227-1. Kenembann gant An Here. Eil emmbannadur divanket. 8 danevell.
    • Goulc'han Kervella, Lara, 215 p. Kenembann gant An Here. 13 danevell.
    • Jarl Priel, An teirgwern Pembroke, 255 p. ISBN2-86843-258-1. Kenembann gant An Here. Tennet ez eus bet 1000 skouerenn. Romant mor.
  • 2003
  • 2004
  • 2005
    • Daniel Defoe, Robinson Crusoe, brezhoneg gant Yeun Ar Gow, 156 p. Geriaoueg. ISBN2-7368-0060-5
    • Garmenig Ihuellou, Argantael ha tro Breizh, 208 p. ISBN2-7368-0059-1. Romant.
  • 2006
    • Évelyne Brisou-Pellen, Ar pemp skoed a Vreizh, brezhoneg gant Mark Kerrain, skeudennaouet gant Filip Motais, 224 p. ISBN2-7368-0064-8. Romant.
    • Robert Louis Stevenson, Enez an teñzor, brezhoneg Yeun ar Gow, skeudennaouet gant Tudual Huon, 207 p. ISBN2-7368-0051-6. Romant.
    • Donnachadh Mac Dhomhnaill, Ur brezelour e oan (bha mi n'am fhear-cogaidh) lakaet e brezhoneg gant Mikael Madeg, 2006, 391 p. ISBN2-7368-0065-6
  • 2007
    • Maguy Kerizit- Rederig-e-galon-noazh, 110 p. ISBN2-7368-0068-0. Romant.
    • Ronan Huon, Danevelloù, 282 p. ISBN978-2-7368-0069-7. Danevelloù.
    • Yann Bijer, Avel gornôg, 454 p. Geriadurig. ISBN978-2-7368-0067-3. Romant istorel. Priz Langleiz 2006 (merket war ar bajenn ditl).
    • Yann Gerven, Tonkad kriz Tom Bruise, 87 p. ISBN978-2-7368-0071-0. Romant polis.
    • Tugdual Kalvez, War barlenn an amzer, rakskrid gant Aline Gleoneg, 83 p. ISBN978-2-7368-0070-3. Barzhonegoù.
  • 2008
    • Herve ar Gall, Koulz ar c'hastrilhez, 230 p. ISBN978-2-7368-0073-4. Romant.
    • Goulc'han Kervella, Aada ha Narki. 1, 63 p. ISBN978-2-7368-0072-7.
  • 2009
    • Herve Gouedard, Liñvadenn Kastellodren ha danevelloù all, 393 p. ISBN978-2-7368-075-8. 14 danevell.
    • David ar Gall, Hent Arkadius, 171 p. ISBN978-2-7368-0076-5. 21 danevell.
    • Yann Gerven, Cheeseburger ha yod silet, 368 p. ISBN: 978-2-7368-0074-1. Danevelloù.
    • Reun ar C'halan, A-bell hag a-dost, 364 p. ISBN978-2-7368-0077-2. 20 danevell.
    • Erwan Hupel, Barzhaz an naon du, 32 p. ISBN978-2-7368-0078-9. Bannoù-treset.
  • 2010
    • Riwal Huon, Ar marc'h glas. 171 p. ISBN978-2-7368-0080-2. Romant.
    • Herve Bihan, Traou kouer, tresadennoù gant Mael Verot, 146 p. ISBN978-2-7368-0079-6. 18 danevell.
    • Herve Gouedard, Kergelenn, alouber an dremmwel, 129 p. ISBN978-2-7368-0081-9. Romant.
    • Céline Soun, Gisel Sparza, Murielle Lorant, Al Loar en Islonk, 32 p. ISBN: 978-2-7368-0082-6. Bannoù-treset teiryezhek brezhoneg, kanjobaleg (Guatemala), spagnoleg.
  • 2011
    • Yann Bijer, Torrebenn!, 411 p. ISBN978-2-7368-0083-3. Romant istorel.
    • Anjela Duval, Kan an Douar, eil embannadur, 182 p. ISBN978-2-7368-0084-0. Barzhoniezh.
  • 2012
    • Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, 91 p. ISBN978-2-7368-0086-4. Romant polis.
    • Pierre-Emmanuel Marais, Alje 57,90 p. ISBN9788-2-7368-0088-8. Romant.
    • Monika Piarden, An avel en ho plev, savet dre zouarn Yann-Charlez Kaodal, Patrick Drean, Gael Drion ha David ar Gall, 212 p. Romant polis.
    • Paskal Tabuteau, Lae Izold, 145 p. ISBN978-2-7368-0089-5. Barzhoneg.
    • Maodez Glanndour, Jakez Konan, Yvon Gourmelon, Notennoù yezhadur, 96 p. ISBN978-2-7368-0090-1. Yezhoniezh.
    • Goulc'han Kervella, Boned glas ar Pagan, 156 p. ISBN978-2-7368-0091-8. Danevelloù.
  • 2013
    • Herve Gouedard, Paul Sérusier, ul livour e Breizh, 219 p. Levrlennadur. ISBN978-2-7368-0098-7. Romant.
    • Erwan Hupel, Yudal!, 130 p. ISBN978-2-7368-0097-0. Romant.
    • Yann Bijer, Kan ma bro, 250 p. ISBN: 978-2-7368-0092-5. Barzhoniezh.
  • 2014
    • Abeozen, Dremm an Ankou, 140 p. Roll gerioù micher ISN978-2-7368-0101-4. 18 danevell brezel.
    • Herve Gouedard, A-dreuz ar c'hantvedoù, 111 p. ISBN978-2-7368-0103-8. Danevelloù istorel.
  • 2015
    • Youenn Gwernig, Kleier an trec'h, 76 p. ISBN978-2-7368-0108-3. 6 danevell.
    • Alistair MacLeod, Tev ar gwad, tanav an dour, lakaet e brezhoneg gant Kristian Braz, 295 p. ISBN 978-2-7368-0109-0. Titl orin : No great mischief. Romant.
    • Jef Gedez, En-dro d'al lenn-vor, 136 p. ISBN978-2-7368-0095-6. Danevelloù.
    • David ar Gall, Bara Brith, 186 p. ISBN978-2-7368-0106-9. Romant.
    • Yann Gerven, Diskrap e Skrabyar , 128 p. ISBN978-2-7368-0110-6. Romant polis.
    • Pierre-Emmanuel Marais, Divemor, 128 p. ISBN978-2-7368-0112-0. Romant.
  • 2016
    • Yann Bijer, Bar Abba, 255 p. ISBN978-2-7368-0119-9. Romant.
    • Homeros, An Ilias, brezhoneg gant Paskal Tabuteau, 53 p. ISBN978-2-7368-0114-4
    • Goulc'han Kervella, Ar roc'h toull livet, 58 p. ISBN978-2-7368-0115-1. Romant.
    • Herve Seubil gKernaoudour, Keridwal, 80 p. ISBN978-2-7368-0116-8. Barzhoniezh.
  • 2017
    • Malo Bouessel du Bourg, Du evel an noz liesliv, 135 p. ISBN978-2-7368-0125-0. 12 danevell.
    • Riwal Huon, Park Balan, 169 p. ISBN978-2-7368-0122-9. Romant. 2018
    • Roparz Hemon, Gevred ha skridoù diechu all, aozet ha kinniget gant Erwan Hupel, 146 p. ISBN978-2-7368-0127-4. Testennou diechu a bep seurt.
    • Yann Guillamot, Straed ar sec'hedien ha koñchennoù all, skeudennet gant Erwan Corlouer, 92 p. ISBN978-2-7368_0121-2. 14 kontadenn.
    • Filip Oillo, Blaz an Holenn, 202 p. Romant. 3de embannadur. Priz Langleiz 1995.
    • Jan Veldmman, Feulster… nann!, troet gant Goulc'han Kervella, 43 p. ISBN978-2-7368-0124-3. C'hoariva.
  • 2018
    • Erwan Evenou, Bugale milliget ar baradoz kollet, 196 p. ISBN978-2-7368-0132-8. Romant.
    • Jerome David Salinger, An diwaller er segaleg, troet gant Kristian Braz. 262 p. ISBN978-2-7368-0131-1. Titl orin : The catcher in the rye.
    • John McGahern, Merc'hed war-dro, brezhoneg gant Kristian Braz, 263 p. ISBN978-2-7368-0135-9. Titl orin : Amongst women
  • 2019
    • Erwan Hupel, chuchumuchu, 56 p. ISBN978-2-7368-0137-3. Romant.
    • Yann Gerven, Dre faot Fauré, 248 p. ISBN978-2-7368-0134-2. Romant.
    • Fulup Lannuzel, Koroll an dasorc'h, 216 p. ISBN978-2-7368-0136-6. 9 danevell.
  • 2020
    • Yann Guillamot, Ar vuhez diamzeriet ha marvailhoù all, 130 p. ISBN978-2-7368-0142-7. Kontadennoù pobl. 1 pladenn-arc'hant.
    • Fulup Lannuzel, Kaour ar Barzh, galeour, 250 p. ISBN978-2-7368-0147-2. Romant.
    • Jil Penneg, Koktel ar vuhez, 146 p. ISBN978-2-7368-0140-3. Danevelloù.
  • 2021
    • Filip Oillo, Dindan ar bili, an traezh, 285 p. ISBN978-2-7368-0155-7. Romant.
    • Jil Penneg, Koktel ar vuhez. 2, 132 p. ISBN978-2-7368-0149-6
    • Jack Kerouac, War an hent, brezhoneg gant Kristian Braz, 451 p. ISBN978-2-7368-0154-0. Titl orin : On the road.
    • Jil Penneg, Koktel ar vuhez. 3, 134 p. ISBN978-2-7368-0149-6. Danevelloù.
    • Jules Verne, An enezenn gevrinus, lodenn 1, Peñseidi an oabl, brezhoneg gant Stefan Carpentier, 289 p. ISBN978-2-7368-0151-9. Titl orin : L'île mystérieuse, 1. Les naufragés du ciel.
    • Herve Gouedard, Enez Vriad : un damsell istorel, 112 p. ISBN978-2-7368-0152-6. Istor lec'hel.
  • 2022
    • Jil Penneg, Koktel ar vuhez. 3, 90 p. ISBN978-2-7368-0158-8. Danevelloù.
    • Yann-Charlez Kaodal, Fulenn, 187 p. ISBN978-2-7368-0160-1. Romant.
    • Youenn Drezen, An dour en dro d'an inizi, skeudennet gant Robert Damilot, 80 p. ISBN: 978-2-7368-0163-2. Romant. Moulladenn niverennet 200 skouerenn.
    • Yannig Audran, Kan ar mel, 234 p. ISBN978-2-7368-0157-1. Romant.
  • 2023
    • Peter Stamm, Dremmvro amspis, troet gant Kristian Bras, 156 p. ISBN978-2-7368-0164-9. Romant.
    • Yann Bijer, Ar peñsead, 250 p. ISBN978-2-7368-0166-3. Romant.
    • Joan Bodon, Ar vein war an hent, troet diwar an okitaneg gant Joel Donarzh, 160 p. ISBN978-2-7368-0168-7. Romant.
    • Jules Verne, An enezenn gevrinus, lodenn 2, An den dilezet, brezhoneg gant Stefan Carpentier, 292 p. ISBN: 978-2-7368-0169-4. Titl orin : L'île mystérieuse, 2. L'homme oublié.
    • Herve Gouedard, Enez-ar-Gerveur : un damsell istorel, 166 p. ISBN978-2-7368-0165-6. Istor lec'hel.
    • Iwan ar Fur, Kañv ha diskañv, 380 p. ISBN978-2-7368-0170-0. Romant.


diwar-benn ar brezhoneg (e galleg peurvuiañ)
    • Roparz Hemon, Grammaire bretonne, 103 p. (embannadur kentañ Gwalarn, 1940) : Eil embannadur, 1948; 3de embannadur, 1957; 4vet embannadur, 1962; 5vet embannadur, 1966; 6vet embannadur, 1970; 9vet embannadur, 1984, ISBN2-7368-0001-X;
    • Roparz Hemon, Cours élémentaire de breton = Kentelioù brezhoneg eeun, 141 p. : 5vet embannadur, 1967; 6vet embannadur, 1970; 7vet embannadur, 1984,
    • Roparz Hemon, Méthode rapide de breton
    • Roparz Hemon, Dictionnaire Breton-Français, roll lec'hanvioù ha tud : 3de embannadur, 8vet embannadur adwelet ha kresket, 836 p.
    • Roparz Hemon, Dictionnaire Français-Breton : 422 p. : 1añ embannadur, 19--; 3de embannadur, 1964. Adwelet ha kresket ; Embannadur nevez, 1970; 7vet embannadur, 1984. Moulet 1500 skouerenn gant golo plastik.
    • Roparz Hemon; Ronan Huon, Dictionnaire Breton/Français; Français-Breton An Here/Al Liamm, 2002, 1367 p. ISBN2-86843-237-9
    • A-stroll, Nouveau dictionnaire Breton/Français; Français-Breton, 1518 p. Roll lec'hanvioù ha tud : 1añ embannadur, 2014. ISBN978-27368-0100-7;
    • René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton. 1, A-B, 1983, 351 p.Keinet.
    • René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton. 2, C-debla , p. p. 360-704. Keinet.
    • René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton. 3, Déblo-Embég, 1986, p. 413-105
    • René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton. 5, Filet-Impuni, 1988, p. 1450-1824
    • René Le Gléau, Dictionnaire classique français-breton. 7, Marche-Passant, 1990, p. 2216-2592. ISBN2-7368-0026-5
    • Dictionnaire classique français-breton. Tome 9, Raconter-Sitôt, 1993, p. 3018-3455
    • Roparz Hemon, Dafar geriadur istorel ar brezhoneg. Levrenn 1. A. "Contribution à un dictionnaire historique du breton". Levrenn 1, 1958, 208 p.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ronan Huon aterset gant Le Peuple breton, niv. 151, Mezheven 1976 : «Pal ar gelaouenn Gwalarn a oa krouiñ ul lennegezh a blom gant hini n'eus forzh peseurt bro dre ar brezhoneg, ne ra Al Liamm nemet mont war he lerc'h ». Arroudennet e-barzh Christian Rogel, Dindan ar wask, les éditeurs en langue bretonne de 1944 à 1977, kounskrid 1978, École nationale supérieure des bibliothécaires.
  2. Chomlec'h kentañ : Ronan Huon, 133 rue de Verdun, ha pelloc'h, Ronan Huon, Banell Poulbriken.
  3. Diwar un emglev e veze fiziet embannadurioù Al Liam, da An Here, e Plougastell.
  4. Un ti-embann damofisiel all a voe eus an Imprimerie commerciale krouet a-raok ar brezel gant Frañsez Debauvais e Roazhon.
  5. Suzanne Le Masurier, intañvez da André Derrien, warlec'hier d'an embanner-levrdier Lefournier.
  6. A-wezhioù market evel Ti ar Skrev, pe Ti-moulerezh ar Baol, er bloavezioù 70.
  7. Ne brenas ket Al Liamm al levrioù gallek, evel an hini kaer diwar-benn Pierre Mac Orlan.
  8. Meneget e voe er pennad-stur an niverenn 318 (Genver-C'hwevrer 2000) m'eo bet fiziet labour moullañ an niverenn-mañ da Keltia Graphic, e Speied
  9. Meneget war lec'hienn an embregerezh La Mouette Communication. hag eñ lesanvet impalaer ar c'hazinoioù ha poulzer an touristerezh er Baol.
  10. Pennad-stur titlet Stourm , e-barzh Al Liamm-Tir na n-Og, niv. 7, Meurzh-Ebrel 1948.
  11. Al Liamm, nn 318, p. 6.
  12. Christian Rogel, les éditeurs en langue bretonnes…, ENSSIB, 1978
  13. Christian Rogel, les éditeurs en langue bretonnes…, ENSSIB, 1978.
  14. Al Liamm, niv. 127, Meurzh-Ebrel 1968.
  15. Er raklavar e skriv an oberour ez eo bet savet ar skrid etre 1956 ha 1962.