Mont d’an endalc’had

Kleñved an Togn

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ golo al levrig.

Kleñved an Togn zo titl ur pezh-c'hoari fentus gant Jarl Priel bet embannet en niverenn 30 (Genver - C'hwevrer 1952) eus ar gelaouenn Al Liamm - Tir na n-og.

Dindan stumm ul levrig ur bajenn ha tregont dezhañ e voe moulet an oberenn, e 1952 ivez, e Ti ar Skrev er Baol evit Al Liamm - Tir na n-og. Ma fizier er pezh a oa bet skrivet gant an oberour e-unan e oa bet peurechuet e bezh-c'hoari gantañ d'ar 25 a viz Meurzh 1951 (Sul ar Beuz 1951) e Priel (Aodoù-an-Hanternoz).

An tudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gwilh Krec'hiou : ur pesketaer diouzh e vicher hag a vez graet an Togn anezhañ,
  • Marc'harid : gwreg Gwilh Krec'hiou,
  • Fañchig : mab ar c'houblad ; ur c'hrennard "en oad d' ober e bask kentañ" eo,
  • Koneri gozh : ur martolod kozh a zaouzek vloaz ha tri-ugent,
  • An Intañvez : ur "vaouez a beadra", oadet a bemp bloaz ha tregont,
  • An itron Leskoualc'h : medisinez eo diouzh he micher,
  • Mari-Von ar Moal : stammerez eo diouzh he micher ; "e tu-hont da hanter kant vloaz" eo.

Ar pezh-c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-ti Gwilh ha Marc'harid Krec'hiou, war-dro dek eur diouzh ar beure, e-pad an hañv. N'emañ ket an ozhac'h en e vleud, na pell ac'hano : ken klañv eo ma n'eo ket bet o pesketa. Ha den ne oar, na kerent nag amezeien, eus pelec'h e teu an droug evit gwir. Padal, Merc'h ar Moal a oar-hi ar pezh a zo krog en Togn ha dont a raio a-benn da yac'haat e gleñved.