Andrev Latimier
Andrev Latimier (André, er marilhoù-kêr), ganet d'ar 16 a viz Ebrel 1923 e Pariz (XVIIIvet rann) ha marvet d'an 29 a viz Gouhere 1998 e Lannuon, zo bet kargad an Deskadurezh Vroadel Bro-C’hall hag ur [[Emsav||stourmer politikel ha sevenaduel. Bevañ a reas darn-vuiañ e vuhez e Rannvro Pariz, a-raok mont da vro e dud. Oberiant e voe e Pariz, pa grouas gant stourmerien yaouank all, ar gelaouenn Al Liamm’’, a gemeras kargoù en aozadurioù sevenaduel breizhek hag e reas politikerezh evit an Emsav. Pennadoù politikel en deus skrivet, un nebeut anezho sinaet Alban Lagadeg[1].
Buhez
Genidik oa e dad eus Loudia (Breizh-Uhel) hag e vamm eus Plouilio (Bro Dreger), o daou aet da chom e Pariz. Hervez kont e kavas tu deskiñ ar brezhoneg, pa oa yaouank. Dimeziñ a reas e 1948 gant Suzanna Drillet, ganet ivez e Pariz (XVIIvet rann), he zud genidik o-daou eus Plouilio. C'hwec'h bugel o deus bet. ː Herve, Padrig, Alan, Annaig, Armela ha Gwennola.
Bet oa bet o labourat e prefeti Pariz, el Levrdi Keltiek, e Pariz, ha goude, e melestradurezh an Deskadurezh-Stad ma tizhas, e fin e remziad, post isrener Kreizenn Rannvro an Dafar Pedagogel (CRDP) e Roazhon. Ne c'hellas dont en-dro da Vreizh nemet e 1972.
Kavet e vez roud anezhañ evel emsaver e 1941 pa gejas ouzh Pêr ar Bihan en ur skol stummañ danvez mentourien. Reiñ a rae d'ar mare-se kentelioù brezhoneg e Kêr-Vreizh, straed Saint-Placide e VIIvet rann Pariz. Daremprediñ a rae ivez kelc'hioù keltiek : "Nevezadur (kelc’h keltiek)", "Amzer da Zont" ha "Korollerien Breiz-Izel". Rener "Nevezadur" e voe e dibenn ar bloavezhioù 1940.
E deroù 1946 e emezelas ouzh strollad tud yaouank a grouas, e Pariz, ar gelaouenn Al Liamm : Glaoda Millour, Herri ar Floc’h, Ronan Chevalier, Erwan Tymen ha Pêr ar Bihan. E-keñver an niverenn 6 (Genver-C'hwevrer 1948) Al Liamm, e kendeuzas Al Liamm ha Tír na nÓg. Skrivet en doa Andrev Latimier pennadoù-stur an niverennoù 1 betek 7. Kendelc'her a reas ingal goude da gemer perzh er skipailh betek e dremenvan. Reizhañ a rae an amprouennoù ha kemer a rae, a vare da vare, karg un niverenn en he fezh. Ne skrivas ket kalz pennadoù e-unan. Tu zo da venegiñ e studiadenn diwar-benn Armand Tuffin, Markiz ar Roueri, en niverenn 19.
Ezel e oa bet eus MOB (Mouvement pour l'Organisation de la Bretagne) ha skoazellet en doa ar gelaouenn L'avenir de la Bretagne. Tizhet e voe gant stourm an Aljerianed evit o frankiz ha dedennet gant mennozhioù ar rummad en deus savet Unvaniezh Demokratel Breizh, ken e skrivas pennadoù evit kazetenn vrezhonek ar gostezenn-se, Pobl Vreizh[2]. Reizher Skol Ober e voe ivez goude ma oa aet war e leve hag o chom e Perroz-Gireg.
Levrlennadurezh
- Pennadig PRELIB
- Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton, Yoran Embanner, 2013. Pennad : Latimier André.
- Georges Cadiou, Emsav : Dictionnaire critique, historique et biographique, Coop Breizh, 2013. Pennad : Latimier. André.