Yann-Vari Kerwerc'hez
Yann-Vari Kerwerc'hez | |
---|---|
Anv ofisiel | Jean Edmond Constant Guerchet |
Anv pluenn | Gwerc'head, Yann-Vari Mab Koig |
Obererezh | Skrivagner, kazetenner |
Ganedigezh | 3 a viz Here 1910 e Naoned, e ![]() |
Marv | 4 a viz Kerzu 1974 e Pariz, e ![]() |
Yezh skrivañ | Galleg, Brezhoneg |
kemmañ ![]() |
Yann-Vari Kerwerc'hez oa anv-pluenn Jean Edmond Constant Guerchet[1], lesanvet Gwerc'head , Yann-Vari Mab Koig[2],[3], ganet d'an 3 a viz Here 1910 e Naoned (Liger-Izelañ, Breizh) hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Kerzu 1974 e Pariz (Bro-C'hall)[4], a oa ur c'hazetenner gallek. Ur romant brezhonek zo bet skrivet gantañ.
Skrivañ a reas ur romant-polis, En ur rambreal e anv, levezonet gant ar romantoù-polis saoz (Skridoù Breizh, 1943). Arroudoù enepyuzev hag enepsaoz a gaver el levr-se. An arroudoù-se zo bet lamet kuit e-barzh embannadur 1980 Al Liamm. Kontañ a ra istor ar soner Yun Pulluc'h hag e vignon bras ar pennenseller Bondu, eus ar Police Nationale.
Broadelour breizhat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ezel eo bet eus Strollad Broadel Breizh. Kavout a reer testennoù gantañ er gazetenn L'Heure Bretonne, liammet gant rann ekonomikel ar Strollad Broadelour anvet Kevar. Yann-Vari Kerwerc'hez a oa prezidant ar rann-se.

E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En ur rambreal 1943, Brest, Skridoù Breizh (bet adembannet en ur stumm c'hwennet gant Al Liamm e 1980[5])
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Lec'hienn Babelio.fr
- ↑ Lec'hienn PRELIB
- ↑ Anv e vamm oa Mathilde Augustine Françoise Coïc
- ↑ http://bibliotheque.idbe-bzh.org/auteur.php?id=kerwerc-hez-yann-vari-1996&l=fr
- ↑ "Zoken m'eo bet c'hwennet ar gwashañ arroudoù ha traoù en adembann all graet pelloc'h" (Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Francis Favereau)