Goulven Jacq
Goulven Jacq | |
---|---|
Obererezh | Skrivagner, troour |
Ganedigezh | 1913 e Plougastell, Patrom:Kerne, ![]() |
Marv | 18 Genver 1993 e Kiberen, ![]() ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Enorioù | Priz Langleiz e 1976 |
Oberennoù pennañ | |
Pinvidigezh ar paour | |
kemmañ ![]() |
Goulven Jacq a oa skrivagner brezhonek, ganet e Plougastell e 1913, ha marvet e Kiberen d’an 18 a viz Genver 1993. Ganet e oa bet en ur familh paour eus Plougastell ha chomet e oa paour a-hed e vuhez. E vugaleaj a gont en e levr eñvorennoù “Pinvidigezh ar Paour”.
Goulven Jacq e-pad an Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er Vezen Perrot e oa bet e dibenn an Eil Brezel-bed gant ar renk a SS-Oberscharführer (gant al lesanv “Maout”). Gloazet e voe en dorn memes d'ar mare ma varvas Auguste le Deuff lesanvet Verdier, lazhet gant ur paotr eus ar strouezheg a guzhas ur bistolenn en e vered pa voe harzet ha pa dennas warno.
Goulven Jacq goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War-lerc’h ar brezel en doa kavet repu e Spagn, e kamp Miranda de Ebro. Goude e oa aet da chom da Vrazil hag e São Paulo e oa chomet e-pad 8 vloaz. Eno en doa savet ur gelaouenn vrezhonek anvet An Trede Diskuliadur ma tisplege kredennoù ar speredourien eus Brazil.
An distro da Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur wech distroet da Vreizh en doa graet e annez e Sant-Brieg ha graet en doa skol vrezhoneg en Oaled Abherve. Bloavezhioù diwezhañ e vuhez en doa tremenet e Kiberen. Desket en doa mat meur a yezh ha pa oa marvet e laboure war ur geriadur brezhoneg-nederlandeg, ur yezh en doa desket e kamp Miranda de Ebro.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pinvidigezh ar paour, Al Liamm, 1977
- Ar Wastell, embannet en Al Liamm, niv.204 ; Eil priz Per Trepos, roet gant France Régions 3, a oa bet roet da C’houlven Jacq evit ar gontadenn-se e 1980
- E gwinieg an tad, niv. 137 Hor Yezh, 1981
- E bro ar richer c’hlas gant Francisco Cândido Xavier, lakaet e brezhoneg gant Goulven Jacq, Hor Yezh, 1983
- dornskrid diembann ur geriadur nederlandeg ; gant e zanvez eo bet savet geriadur Jan Deloof ([1])
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yorann embanner (432 pajenn), miz Du 2013 ( ISBN 978-2-916579-59-7)