Mont d’an endalc’had

Marianna Abgrall

Eus Wikipedia
Marianna Abgrall
Anv ofisiel Marie-Anne Abgrall
Anv pluenn Marianna Kerlorok
Obererezh Barzhez
Ganedigezh d'ar 16 a viz Meurzh 1850
Lambaol-Gwimilio
Marv d'ar 6 a viz Meurzh 1930
Lambaol-Gwimilio
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Gwinizh Hepken

Marianna Abgrall a oa anv-pluenn ar varzhez vrezhonek Marie-Anne Abgrall, bet ganet e Lambaol-Gwimilio d'ar 16 a viz Meurzh 1850 ha marvet eno d'ar 6 a viz Meurzh 1930 ; « Marianna Kerlorok » a oa un anv-pluenn all dezhi.

He breur, ar chaloni Yann-Vari Abgrall (1846-1926), a vroudas anezhi da skrivañ e brezhoneg (daoust ma skrive-eñ e galleg).

He breur all, Jean-François Abgrall (1854-1929) a voe misioner en Tonkin adalek 1887, betek e varv.

Meur a varzhoneg savet gant Marianna Abgrall a voe loreet gant ar Bleun-Brug, evel Son al Laouenanik e 1907.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]