Jerom Olivry
Neuz
Jerom Olivry, ganet e 1980, a zo teknikour war ar rakvoullañ hag ur skrivagner brezhonek fantazi. Dre vicher e ra war-dro prientiñ embann un darn vras eus al lennegezh vrezhonek.
Buhez
Studiet en doe e Lannuon hag e Gwengamp. Diplomet war ar vredkevredadouriezh eo bet e Skol-veur Añje. Desket en doa ar brezhoneg gant Stumdi goude-se, a-drugarez d'e wreg a zo brezhonegerez[1].
Oberennoù
Danevelloù
- Huchadennoù Leo, Al Liamm, niv. 397, 2013.
- 400 kanaouenn, Al Liamm, niv. 401, 2013.
- Pep a vicher, Al Liamm, niv. 407, 2014.
- Ar c'hañfard neñvel, Al Liamm, niv. 422, 2017.
- Friko an 18 vloaz, Al Liamm, niv. 439, 2020.
- Ankoù goursteredenn, e-barzh An aerouant ruz, danevelloù Treger ha Goelo, Goater, 2020 (adembannet e Al Liamm, niv. 448, 2021).
- Dervenn, dervenn, dervenn!, Al Liamm, niv. 459, 2023.
- Marc’h foll lammat, Al Liamm, niv. 464, 2024.
- Biz ha biz, Al Liamm, niv. 470, 2025.
Romantoù
- Ouzh skleur an noz, romant polis, Al Liamm, 2018. Priz Dazont ar brezhoneg 2019[1].
- Zadbora, Al Liamm, 2022.
Teskad
- Atlas ar bedoù faltaziet, Al Liamm, 2024 — Skeudennoù gant Kristian Goindin.
Notennoù ha daveennoù
- 1 2 (fr) Breton. Jerom Olivry, l’écrivain aux multiples casquettes, Le Télégramme, 15/04/2019. wsmall>Kavet : 13 Mae 2026.