Mont d’an endalc’had

Skrid ha Skeudenn

Eus Wikipedia

Skrid ha Skeudenn a oa un ti-embann levrioù kaer e brezhoneg krouet e 1932 diwar atiz Youenn Drezen gant skor teknikel Florentin Goinard, mouller ar pemdezieg La Dépêche de Brest. Adal an amzer-se e voe darempredoù strizh zo bet etre Roparz Hemon, rener ar gelaouenn Gwalarn hag o merour Youenn Drezen.

Strishoc'h c'hoazh e oa an darempredoù etre merour Skrid ha Skeudenn hag arzourien bodet en Unvaniez ar Seiz Breur : mignon tost e voe da Reun Kreston ha James Bouillé, hag e 1935 e voe degemeret en Unvaniezh[1].

Peogwir e oa tost Youenn Drezen d'ar Seiz Breur ha peogwir g e plije al levrioù kaer dezhañ e teuas a-benn da sevel un ti-embann evit al levrioù kaer brezhonek, an hini nemetañ a zo bet biskoazh, hogen evit embann al levrioù savet gantañ ha gant e vreur lennegel, Jakez Riou hepken, peurvuiañ. Florentin Goinard, ur mestr war ar moullañ hag un emsaver breizhat, e oa merour ha mouller an ti-embann.

E 1932 e teuas Kan da Gornog er-maez, un hir a veulgan skrivet gant Youenn Drezen ha skeudennaouet gant koadengravadurioù Reun Kreston, savet ar font Vulcain gantañ ivez.

Tri levr savet gant Jakez Riou a voe embannet, unan a-raok e dremenvan hag daou all goude.

En diwezh e voe embannet div oberenn gant Youenn Drezen, an hini ziwezhañ p'edo en harlu e Naoned, nepell diouzh e vouller, a oa harluet ivez[2].

E miz Kerzu 1942 e skrivas Iwan an Diberder ur pennad diwar-benn embannadennoù nevez hag e kavas dezhañ ne veze ket graet moulladennoù al levrioù brezhonek gant kalz a aked. Merzout a reas an ti-embann brezhonek nemetñ a lakae da voullañ levrioù moed (« de luxe »), Skrid ha Skeudenn.

Pouezus-kenañ e voe labour hag aked Florentin Goinard ha Youenn Drezen pa rejont anaoudegezh e kreiz Brest evit kas moulladennoù [[Gwalarn]] a-benn dindan evezh Roparz Hemon. An ti-embann brezhonek evit al levrioù kaer a voe savet da c’houde n’hellas tizhout e balioù kenedoniezh ha kalitr e broduadur hep skoazell un den ampart war ar voullerezh, pa voe aet Youenn Drezenn da chom e Gwened.

Darempredoù etre Skrid ha Skeudenn ha Gwalarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Atav e chomas mat an darempredoù etre Youenn Drezen ha Roparz Hemon pa oa Youenn Drezen merour Gwalarn adalek 1925 betek an diwezh.

Ne oa ket entanet Roparz Hemon gant skeudennoù arzel e-barzh al levrioù a c'hellfe bezañ embannet gant Gwalarn ; koulskoude e lakaas moullañ Prometheus ereet - Ar Bersed (Youenn Drezen) e 1928 (Levraoueg Gwalarn, niverenn 6), skeudennaouet gant Jorj Robin ha Reun Kreston.

Levrioù embannet ha raktreset

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1932 : Youenn Drezen, Kan da Gornog, koadengravadurioù triliv gant ar font Vulcain ijinet gant Reun Kreston ; 150 skouerenn.
  • 1934 : Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevellou all, koadengravadurioù gant Reun Kreston ha lizherennaouet gant ar font Vulcain, kentskrid gant Roparz Hemon. Embannadenn gentañ gant Gwalarn e 1928. Komedienn a-zivout Goursez Breizh

Prest e oa ar skrid pell a-raok 1934, met n'hellas ket Reun Kreston, ac'hubet-kenañ, dont a-benn eus ar skeudennadur a-raok bloavezhioù.

  • 1941 : Jakez Riou, Nomenoe oe, . Koadengravadurioù gant Pêr Peron.
  • 1943 Youenn Drezen, Itron Varia Garmez, kentskrid gant Roparz Hemon, koadengravadurioù gant Reun Kreston, ment vras, 320 pajenn. Romant.
  • 1943 : Jakez Riou, An Dogan, pezh-c'hoari e daou arvest, kentskrid gant Youenn Drezen, koadengravadurioù gant Reun Kreston, 52 p. Adembannet gant Emgleo Breiz e 1957 ha gant Aber e 2010.

Savet e 1932 goude gwalldaol an delwennoù dirak Ti-kêr Roazhon e 1932. Al lu a oa graet ouzh ar polis gall.

  • 1947 : Youenn Drezen, Pemp pezh-c'hoari : Karr-kañv an Aotrou Maer; Youenn Vras hag e leue; Anduilhenn ar person; Ret eo nouiñ ar Gurun gozh; Mor Penmarc'h, skeudennoù gant Bourlaouen, Jos Kervella, R. Y. Creston, Pêr Peron, 162 p., 25 cm. War ar golo hag ar c'hein :Youenn Vras hag e leue. War ar bajenn-ditl : Skrid ha Skeudenn e Naoned.

Evit ar skingomz Radio Roazhon e oa bet aozet ar pezhioù. Pa voe difennet dre varnedigezh da Youenn Drezen ha da Florentin Goinard chom e pevar departamant Breizh velestradurel e kavjont repu el Liger-Izelañ, gant harp Fañch Gwazhdoue emichañs.

  • Chomet diembann : Youenn Drezen, An dour en-dro d'an inizi, skeudennaouet gant Robert Damilot. Embannadenn gentañ gant '’Gwalarn'’ (niv. 42), e 1932. Prest evit ar moullañ e 1941. Lakaet da vezañ embannet gant A. Lan en ur pennad ma lakae ar c’haoz diwar-benn an embann brezhonek e miz Mae 1943[3]. Adkavet e-touez paperioù ar skrivagner[1] hag adembannet an destenn nemetañ gant Embannadurioù Al Liamm e 1970.
Raktresoù hep disoc'h

En e studiadenn diwar-benn Youenn Drezen hag ar Seiz Breur e veneg Tudual Huon tri raktres kavet roudoù anezho e paperioù Youenn Drezen.

  • Ul levrig skeudennaouet e liv, evit deskiñ lenn.
  • Ar Mabinogion, troet gant Fañch Elies Abeozen.
  • Ar bleizi alouberien, skeudennaouet gant Reun Kreston.
Raktresoù distrujet
  • Zavier Langleiz, Enez ar Rod, romant skiant-faltazi. Lakaet da vezañ embannet gant A. Lan en ur pennad ma lakae ar c’haoz diwar-benn an embann brezhonek e miz Mae 1943[4]. Distrujet e voe an darn vuiañ eus ar voulladenn e-kerzh bombezadegoù e Roazhon, e miz Mezheven 1944. Gant Ar Balb e voe kaset da bennvat an embannadur brezhonek kentañ, e 1949.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 Tudual Huon, op. cit.
  2. Nemet e oa un distro evit e gomper, a oa genidik eus Sant-Nazer.
  3. A. Lan, Nos maisons d’édition en lange bretonne. E-barzh La Dépêche de Brest et de l’Ouest, 20 Mae 1943.
  4. La Dépêche de Brest et de l’Ouest, 20 Mae 1943.