Mont d’an endalc’had

Tarzhadenn ar 7 a viz Eost 1932 e Roazhon

Eus Wikipedia
Ar monumant a-raok an darzhadenn

Tarzhadenn ar 7 a viz Eost 1932 a oa tarzhadenn ur vombezenn en deiz-se e Roazhon hag a vruzhunas un delwenn gant ar c'hizeller Jean Boucher hag a oa bet graet e 1911 da aroueziañ unvaniezh Breizh ouzh Bro-C'hall ha lakaet ouzh ti-kêr Roazhon. Mezhus e veze kavet gant tud an emsav politikel breizhek dre ma veze gwelet an Dugez Anna Breizh daoulinet dirak ar roue gall.

Ar gazetenn L'Heure Bretonne, niverenn an 8 a viz Eost 1942, o lidañ an darzhadenn.

E 1932 e voe lidet 400vet bloaz stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall e kêr Gwened.

Aozet e voe an darzhadenn gant Gwenn ha Du. Ur vombezenn a voe graet gant Célestin Lainé, ha lakaet gant André Geffroy.

Postoù divanniel e-lec'h an delwenn.