Emgleo Sant Iltud
Emgleo Sant Iltud (berraet e « ESTI ». a-wezhioù) a oa ur gevredigezh kenwerzhel katolik dindan stumm ur gevelouri savet evit embann ha skignañ levrioù brezhonek, ha krouet e 1921 e Kastell-Paol (straed an Ursulined kozh), diwar atiz Yann-Vari Perrot pa oa o klask adsevel ar Bleun-Brug koulz ha kreñvaat ar gelaouenn Feiz ha Breiz. Ti-embann Feiz ha Breiz hag ar Bleun-Brug, hag a oa war-nes bezañ adsavet goude ar Brezel-bed kentañ, e voe ESTI[1] ha kentañ ti oc'h embann levrioù brezhonek nemetken eo bet. Gwerzhañ levrioù brezhonek savet gant beleien koulz ha levrioù disakr evel re Gwalarn, a zo bet un tamm mat eus e obererezh ivez.
Perak Sant Iltud ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e vuhezskrid koshañ (XIIvet kantved) eo deskrivet an abad Iltud evel ur priñs, hanter brezhon hag hanter kembreat, kenderv d'ar roue Arzhur, hag en doa divizet mont da lean ha krouiñ un abati e-lec'h ma vije bet stummet un dek bennak a sent veur Breizh ha Kembre. Kompren a c'heller perak eo bet lakaet Sant Iltud da batrom etrekeltiek an deskadurezh kristen gant Perrot hag e geneiled.
Kavet e vez meur a iliz pe chapel gouestlet da Iltud e Kembre koulz hag e Breizh, ha Yann-Vari Perrot, desavet e Plouarzhel, a anaveze mat Lanildud emichañs. Ouzhpenn-se, da Sant Iltud eo dediet iliz parrez Koadoud, e-lec'h ma oa Erwan ar Moal, kenlabourer feal Yann-Vari Perrot, o chom.
Framm ha palioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Société coopérative catholique d'Édition et de Propagande de la langue bretonne Emgleo Sant Iltud e oa anv ofisiel an aozadur, hag e 1922 e voe moullet ar statudoù gant Le Nouvelliste de Bretagne, ur pemdezieg katolik staliet e Roazhon. Savet e voe ar gevredigezh dre gevrannoù gant statudoù ur gevelouri a oa da baeañ 100 lur evit mont enni. Kalz tud anavezet a yeas da brenañ kevrannoù (Jeanne Malivel, Emil Ernaod, Loeiz Dujardin, Erwan ar Moal, James Bouillé hag un toullad beleien eus Breizh-Izel, Yann-Vari Perrot en o zouez).
Hervez eil mellad ar statudoù e oa he fal « lakaat da zont er-maez, prenañ ha gwerzhañ embannadurioù a bep seurt, kraflevrioù ha kelaouennou e brezhoneg, dafar paper, traezoù arzel, skeudennoù-moul, ha, diouzh an degouezh, plediñ gant stalioù-levrioù brezonek. »[2].
Diwar bolontez Yann-Vari Perrot, anvet da gure e Plougerne e 1920, e voe krouet an ti-embann hag er bloaz-se e voe adsavet gouel ar Bleun-Brug e Kastell-Paol.
Ar pezhioù-c'hoari, ur spered katolik ganto, evit ar patronajoù parrez ha buhezioù ar sent vrezhon a yeas d'ober ar muiañ-niver eus an embannadennoù.
Mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ merour melestrer oberiant a hañval bezañ bet an doktor Loeiz Dujardin, a oa prezidant ar Bleun-Brug (1920-1927) e mare an diazezadur, met a-raok miz Meurzh 1922[3], eo bet meneget Erwan ar Moal da gentañ hag ar C'hastellad Loeiz Dissès da c'houde. Er prantad kentañ e voe staliet "ti Emgleo Sant Ildut, 15 Grand-Rue - ar c'henta leordi kristen brezonek savet e Breiz"[4].
E miz C'hwevrer 1924 e krogas Youenn Drezen gant e labour "rédacteur" (skridaozer) er sizhunieg Le Courrier du Finistère er savadur m'edo an ti-moullañ e dalc'h an Iliz katolik dre hanterouriezh tud mennet da souten he falioù, Imprimerie de la Presse libérale e anv, met daou anv all a gaver er skridoù brezhonek : Moulerez ar C'hastell ha Moulerez ar Skridoù Mat. Eno e oa moullet Feiz ha Breiz hag Arvorig.
En deroù e voe goulennet digant Youenn Drezen kemer Emgleo Sant Iltud war e chouk [5] hag er memes amzer e voe karget Youenn Drezen da adlakaat anv ar gevredigezh el lez-varn kenwerzh, hag eñ lakaet da verour melestrer.
Dilojet e voe ar gevelouri da Geriltud, 11 rue Algésiras, e Brest hag e veze gwerzhet levrioù embannet ganti koulz ha levrioù relijiel all.
Politikerezh embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]21 levr a c'hell bezañ gwelet evel embannet gant Emgleo Sant Iltud ha gwelet a reer ne oa ket diorren al lennegezh vrezhonek ar pal kentañ pa'z eo levrigoù kenteliañ hervez mennozhioù katolik ha brezhon a ya d'ober an darn vuiañ anezho. Seizh oberenn zo beleien o saverien, ha tri all zo bet savet gant Erwan ar Moal, un den lik, kendiazezer ar gevelouri hag eil prezidant ar Bleun-Brug.
Kendrec'het e oa Yann-Vari Perrot gant efedusted ar c'hoariva evit stummañ ar gristenien yaouank ha sevel a rae pezhioù-c'hoari pe kempenn a rae pezhioù savet e gwenedeg gant Job ar Bayon. Gant ur pezh-c'hoari savet gantañ ha pezhioù-c'hoari Yann Vari Joanno, an tri fezh savet gant Erwan ar Moal hag hini Hollsent ar Garreg e konter seiz pezh-c'hoari.
Istor Breizh, sellet diouzh ur savboent relijiel, a oa un hent evit kenteliañ an dud a blije d'ar re o doa savet ar Bleun-Brug ha ma ne vije ket gant ar c'hoariva, e vije mat sevel levrigoù aes ha buan da lenn. Da gentañ, dre ginnig buhezioù sent Breizh ma oa Yann-Vari Perrot un arbennigour warno, p'en doa savet un pikol levr diwar o fenn[6].
Daou levr all zo divyezhek, ur pezh-c'hoari diwar-benn tec'hadenn ha distro menec'h Landeveneg hag un diverradenn eus levr istor Breizh savet gant Jeanne Coroller, Histoire de notre Bretagne (1922)[7].
Ur seurt all a levrigoù a voe teskadoù sonioù (div levrenn evit an holl dud hag ul levrig evit ar vugale) hag an daou deskad ar c’hanoù hag ar pezhioù sonerezh dispaket e-doug gouelioù ar Bleun-Brug.
Ne weler ket anv an ti-embann war al levrig diwar-benn Sant Ronan gant Loeiz Dujardin, ur mignon bras da Yann-Vari Perrot, dindan timbr Moulerezh ar C’hastell e 1935[8].
Ar staligoù evit gwerzhañ levrioù brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E niverenn 1-1924 Feiz ha Breiz (Genver 1924) e kaver meneg eus Y. Drezen evel karget eus ar velestradurezh, hag e-touez notennoù an dibenn e c'heller lenn : Lennit ta! Etre an Iliz-veur ha tour Kreisker, er ru Vraz, e KASTELL-PAOL, e-lec'h m'edo ar C'hrédit Nantais, e kavec'h, adalek ar bloaz nevez : TI EMGLEO SANT ILDUT dalc'het gant Loeiz DISSES. It eno da brena kement levr brezonek ho po ezomm. Degemer mat evit ar Vretoned a bep bro!.
E niverenn 4-1924 Feiz ha Breiz (Meurzh 1924) e weler pegoulz e voe kaset sez ar gevelouri eus Kastell-Paol da Vrest. War ar bajenn gentañ ez eus anv eus Loeiz Dissès o chom e Kastell-Paol evit ar velestradurezh ha war ar bajenn ziwezhañ e weler logo ESTI. E korf ar gelaouenn ez eus ul lizher gant ur den yaouank o chom e Plogoneg a glask ul levrdi brezhonek. Er respont ez eus anv eus Ti Emgleo Sant Iltud, Grand-Rue, e Kastell-Paol.
E miz Mezheven, goude ma voe staliet mat paotr nevez ar "Presse libérale" ec'h eas labour gwerzh al levrioù kristen war chouk Youenn Drezen. En e vurev skridaozer e veze dispaket levrioù brezhonek ha lakaet e gwerzh, pe levrioù brezhonek relijiel, pe levrioù brezhonek nann relijiel. Ur stalig levrioù en deus dalc'het en abadennoù relijiel zo, gouelioù ar Bleun-Brug, da skouer.
War-dro 1930 e voe lakaet da c’houzout dre Feiz ha Breize oa posubl pourchas levr pe levr e levrdi Kerildut, 11 rue Algésiras, Brest, digant an Itron Raoul da gentañ, hag er bloaz 1931 digant an dimezell Pauline Torcol[9].
E Brest e voe digoret ul levrdi] dezhañ an anv Keriltud a gaver war al levrioù a-wezhioù.
Levrioù embannet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket merket anv rik an embanner war bep levr evel m'emañ ar boaz gant an tiez-embann. Kavout a reer merket "Moulerez ar C'hastell" pe "Feiz ha Breiz" ha "Keriltud" a-wezhioù, met ret eo o stagañ ouzh ar gevelouri embann Emgleo Sant Iltud. Kataloget fall eo bet an darn vuiañ anezho gant Levraoueg Vroadel Bro-C'hall a laka anv klok pe diglok an ti-moullañ (Moulerezh ar C'hastell), e-lec'h hini an ti-embann pa ne oa ket gouest d’e anavezout.
- 1922
- Yann-Vari Gwilhoù, Christo : St Theodot, patron en ostizien’’, 174 p.
- 1923
- Félix Menguy, Sant Iltud, gant an Otrou Menguy, Person Koadout. Tennet eus Buhe ar Zent.
- Yann-Vari Gwilhoù, Nikolazig lakaet e brezhoneg Leon gant Yann-Vari Perrot, pezh-c'hoari diwar ur skrid gwenedek gant Job ar Bayon
- Job ar Bayon, Salaün ar Foll, pezh-c'hoari lakaet e brezhoneg Leon gant Yann-Vari Perrot diwar ur skrid gwenedek gant Job ar Bayon
- Morceaux et chœurs exécutés au XIIIme Concours des Bleun-Brug (13 gwengolo 1923), Kastell-Paol. Kevrollennoù..
- Soniou Feiz ha Breiz. 2, Moulet evit Emgleo sant Iltud, 4, ru ar C'hastell, Brest, 59 p. Kevrollennoù.
- 1925
- Jakez Riou, Lizer an hini maro, Brest, Moulerezh ar C'hastell, 64 p. Deiziadet "meurzh 1924" evit an echuiñ gant an oberour. Embannet er C'hourrier du Finistère en araok.
Yann Vari Joanno, Santez Trifina, pez-c'hoari tennet diouz istor Breiz’’. Meneg : Emgleo Breiz a zo perc’hen war an destenn-mañ.
- François Cornou, Jean de Landévennec, pez-c'hoari gallek e pevar arvest, heuliet gant un azazadur brezhoneg gant Yann-Vari Perrot, Yann Landevenneg, Brest, Moulerezh ar C'hastell, 151 p.
- Erwan ar Moal, Ar Chiminaou, pez-c'hoari e daou arvest, Moulerezh ar C'hastell, 22 p.
- 1926
- Klaoda ar Prad, Buhez skouerius Genovefa, kontez a Vraban, skeudennet gant O. de Villers, Brest, Moulerezh ar C'hastell, 97 p. Embannet a-dammoù war Feiz ha Breiz er bloavezioù kent.
- Erwan ar Moal, Bilez hag e vestr, pezh-c'hoari farsus e daou arvest, Brest, embannet gant Feiz ha Breiz, 26 p.
- J. U (Yann-Vari Ugen), Eun diverra eus buhez Viktoria Konan a Zant Luk, leanez e Retred Kemper, gilhotinet d'an 31 a viz Gouere e Pariz, Brest, Moulerez ar C'hastell, 58 p.
- Hollsent ar Garreg, Hollvelen, pezh-c'hoari e pevar arvest, Moulerez ar C'hastell, 139 p.
- 1929
- Erwan ar Moal, Enor d'al labourer, pezh-c'hoari en eun arvest
- Cécile Danio (Jeanne Coroller), Le mystère de Bretagne pe War roudou hon tadou : pez burzudus e tisklaerier ennan eun diverra eus istor hor Breiz, troet gant Yann-Vari Perrot, Brest, Moulerez ar C’hastell
- 1930
- Soniou bugale tennet eus Feiz ha Breiz, Keriltud, 16 p. Kevrollennoù. Ouzhpennet goude an titl : o goulenn [sic] e Keriltud’’. Kevrollennoù
- Soniou feiz ha Breiz. 3’’, Brest, Keriltud, 1930, 120 p.
- Kanaouennou ugentvet gouel ar Bleun-Brug : graet e Gwengamp d'an II a viz Gwengolo 1930 = Morceaux et choeurs exécutés au XXème concours du Bleun-Brug’', Guingamp, le 11 septembre 1930, Brest, Ti Emgleo Sant Iltud, 23 p. Kevrollennoù.
- Almanag Feiz ha Breiz 1931, Brest, Keriltud
- 1932
- Morceaux et chœurs exécutés au XXIIme Concours des Bleun-Brug (15 gwengolo 1932)’’. Kevrollennoù.
E 1935 e voe moullet gant Moulerezh ar C'hastell ul levrig savet gant Loeiz Dujardin, Sant Ronan, en ur stumm hag ur vent heñvel ouzh buhezioù sent all.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jorj Abherve-Gwegen, Youenn Drezen hag Emgleo Sant Iltud. E-barzh E koun Youenn Drezen, Embannadurioù Al Lanv, 2022, p. p. 41-63.
- Youenn Caouissin, Yann-Vari Perrot, une âme pour la Bretagne, Via Romana, 2021.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An teskanv ESTI a weler e dibenn Feiz ha Breiz e miz Ebrel 1924, p. 27. Kavet : 12/09/2026.
- ↑ Troidigezh gant Jorj Abherve-Gwegen diwar an destenn orin : "La Société a pour objet : l'édition, l'achat, la vente de toutes sortes de publications, brochures, périodiques en langue bretonne, objets de papeterie, objets d'art, gravures et, éventuellement, l'exploitation de magasins de librairie en langue bretonne."
- ↑ E studiadenn Jorj Abherve-Gwegen e lenner un arroud diwar ul lizher kaset gant Yann-Vari Perrot da Youenn Drezen : "Emgleo Sant Ildut a zo savet. An A. Dujardin, mezeg e Lokournan, eo a zo en he fenn."
- ↑ Feiz ha Breiz, niv. 1-1924, Genver 1924 ha 3-1924, Meurzh 1924.
- ↑ War bajenn gentañ niverenn 1-1924 ar gelaouenn viziek Feiz ha Breiz e weler anv "Yv. Drezen" karget eus melestradurezh Bleun-Brug hag Emgleo Sant Ildut". Pelloc'h e lenner en niv. 6-2014 (Mezheven 1924): Ti Emgleo Sant Ildut a zo e Brest, 4 rue du Château, abaoe an deiz kenta a vezeven. Evit kaout al leoriou a zo e gwerz ennañ, skriva da M. Y. Drezen, administrateur de l'E. S. I., rédacteur au Courrier du Finistère, 4 rue du Château, Brest. Kavet e vo amañ, er miz a zeu, roll an holl leoriou-ze, gant o friz.
- ↑ Embannet e voe Buez ar Zent gantañ e 1911 hag e veze kavet ha lennet a-stroll al levr-se en ur bern tiegezhioù e Breizh-Izel etre en daou vrezel.
- ↑ Ar pezh-c'hoari a voe c'hoariet e Gouel ar Bleun-Brug e Douarnenez, en hañv 1929.
- ↑ Un doare gallek a voe embannet ivez, kredabl gant ar gevelouri ivez. Pa glot mat gant raktres Yann-Vari Perrot, e c'heller lakaat anezhañ da vab Emgleo Sant-Iltud
- ↑ Anv a zo eus al levrdi m'edo Almanag Feiz ha Breiz 1931 e gwerzh e-barzh Gwalarn, niv. 36, Genver 1931, p. 36.