Glaoda ar Prad

Glaoda ar Prad (Claude Marie Le Prat e marilh an ti-kêr ; Brest, 25 a viz Genver 1875 - Vern-d'Anjou, 13 a viz Ebrel 1926), skrivet Klaoda 'r Prat gantañ e-unan, lesanvet "Barzh Plougastell", a oa ur c'helenner, ur skrivagner hag un troour brezhonek katolik.
Meur a anv-pluenn en doa : Barz Ab Breiz, Barz Plougastell, Klaoda, Klaoda Gersadiou, Pluenzir ha marteze Klaod Koz.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eus Plougastell e oa e dud, ha di ez ejont en-dro da chom pa oa 4 bloaz o mab. Eno, e Kerzadiou, e voe desavet gant ur voereb dezhañ. D'e 13 vloaz e voe kaset da skol al Likez e Kemper da vevel, met pa voe merzet pegel lemm e oa e spered e voe lakaet kerkent da zeskiñ ar vicher skolaer gant Breuriezh ar Gelennadurezh Kristen. Mestr-skol e voe pevar bloaz goude, e 1892, d'an oad a 17 vloaz eta.
E-pad 23 bloaz e reas skol e Landivizio, ma kelennas da Jos-Pêr ar Braz (ar barzh Dirlemm) ha Fañch Elies Abeozen. Koulz en e vuhez pemdez hag en e vicher skolaer e tifennas ar brezhoneg a-glev d'an holl, d'ur mare m'edo ar "simbol" oc'h ober e reuz e Breizh-Izel.
E 1905, da 30 vloaz, e krogas da skrivañ e brezhoneg, betek ma teuas ar Brezel-bed kentañ. Neuze e rankas mont d'an arme. E 1916 e timezas d'un Dregeriadez, Loeiza Charran. Goude ar brezel e voe teñzorer Feiz ha Breiz.
E 1924 ec'h eas da gelenn da Anjev. Eno e varvas daou vloaz goude. Beziet e voe e Kervaria-Sular, e Treger, bro e wreg.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skrivañ a reas kontadennoù, barzhonegoù, kantikoù, pezhioù-c'hoari ha pennadoù e-barzh Feiz ha Breiz, Kroaz ar Vretoned, Ar Bobl, Mouez ar Vro.
En e levrioù kontadennoù, ec’h embannas a-wechoù skridoù savet gant tud all, evel Yann ar Floc’h, Jos-Pêr ar Braz pe Marianna Abgrall, hep na vefe dalc’hmat meneget sklaer an amprestoù-se.
- 1905 : Mouez reier Plougastell[1], Prud'homme
- 1907 : Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Prud'homme • Ar bugel hag ar Barz, Revue de Bretagne, Vol. XXXVIII, 07-12/1907
- 1908 : Buez Arzur a Vreiz[2], Lafolye
- 1909 : An Teir C'had[3], Sant-Brieg, Ti moulerezh Sant Gwilherm • Ar Mevel laër
- 1909 : Nozveziou an Arvor[4], Sant-Gwilherm • Trubuilhou An Aotrou Gargam pe Torrou-penn an deiz kenta'r bloaz[5], Sant-Brieg, Pez-c'hoari farsus e daou Arvest
- 1911 : Kentoc'h mervel ![6], Bouteloup • Rimadellou Brezonek, Sant-Gwilherm
- 1912 : Levrig-dourn trede-urz Sant Fransez, Presse libérale
- 1913 : Sonjezonou devot evit pep deiz eus ar miz, Le Goaziou • Chomit er gear ![7], Bouteloup, Redon
- 1914 : Marvailhou evit ar Vretoned, Mouladurioù ar Bobl
- 1919 : Kontaden evit Gouel an Holl-Zent, Mouez ar Vro.
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1906-1907 : Ar Re-Wenn hag ar Re-C'hlaz, "romant" embannet e 38 rann[8] war Ar Bobl, niv. 88-128, troet diwar un dastumad kontadennoù, Les Contes de nos Pères[9], gant Paul Féval.
- 1912 : Mao Kergarreg, an hini en doa great marchad gant an diaoul, diwar ur gontadenn e galleg gant Fañch an Uhel. Feiz ha Breiz.
- 1920 : Pask Loull Vras, Mouez ar Vro (8 rann), troet diwar ur gontadenn gant Anatol ar Braz.
- 1926 : Buhez Genovefa a Vraban, Emgleo Sant Iltud, troet diwar Genovefa (1810) gant Christoph von Schmid.
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Mouezh reier Plougastell enlinenn e peurunvan
- ↑ Buhez Arzhur a Vreizh enlinenn e peurunvan.
- ↑ An Teir C'had enlinenn e peurunvan
- ↑ Nozvezhioù an Arvor enlinenn e peurunvan
- ↑ Trubuilhoù an Aotroù Gargam enlinenn e peurunvan
- ↑ Kentoc'h mervel ! enlinenn e peurunvan
- ↑ Chomit er gêr ! enlinenn e peurunvan.
- ↑ Ar Bobl : 1906-05, 1906-06, 1906-07, 1906-08, 1906-09, 1906-10, 1906-11, 1906-12, 1907-01, 1907-02, 1907-03
- ↑ skrid orin e galleg