Mont d’an endalc’had

Trubuilhou An Aotrou Gargam

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ golo al levrig.

Trubuilhou An Aotrou Gargam (pe Torrou-penn an deiz kenta 'r bloaz) zo ur pezh-c'hoari farsus e daou arvest (c'hwezek diviz en hini kentañ ha seizh en eil) gant Glaoda ar Prad (skrivet KLAODA ar Prat war ar golo), embannet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Hanternoz d'ar mare-se) gant Ti-moulerez Sant-Gwilherm e 1909.

A-hed teir fajenn ha tregont an oberennig e ra Yann Lenner anaouedegezh gant an tudennoù anezhi :

  • An aotrou Gargam,
  • Bastian, ur mevel dezhañ,
  • Filibert, ur mevel all,
  • Eozen, paotr an nor,
  • Ur c'hereour,
  • Ur c'higer,
  • Ur baraer,
  • Yannig, niz an aotrou Gargam,
  • Paotr al lizheroù,
  • Ur rener,
  • Bugaligoù emzivat, Laou unan anezhe,
  • Ur c'henderv d'an aotrou Gargam,
  • Un nebeud nouelerien.