An teirgwern Pembroke
An teirgwern Pembroke a zo ur romant brezhonek gant Jarl Priel, anezhañ ur romant mor, ur rumm romantoù dibaot e brezhoneg.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Genver 1931 e oa bet embannet gant an Editions des Portiques ul levr bet savet e galleg gant Jarl Priel, Le Trois-Mâts Errant an titl anezhañ, kentañ romant ar skrivagner e oa[1]. Troet e oa bet e brezhoneg gant ar skrivagner tregeriat[2], hag e 1959 e oa bet embannet An teirgwern Pembroke gant Al Liamm, nav skeudenn gant Yvonne Jean-Haffen ennañ (koustet en devoa embannadur al levr 376.705 lur ar mare[3]).
Rannet eo an daou c'hant pemzek pajennad anezhañ etre seizh adskrid warn-ugent. E dibenn an oberenn e kinnig an aozer ur ROLL AR GERIOU MICHER IMPLIJET EL LEVR-MAÑ.
Adembannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adembannet e oa bet al levr e 2002 gant An Here-Al Liamm.
Ar romant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da-geñver un dalc'h igromañserezh, e miz C'hwevrer 1902, ez a un nebeud Landregeriz, bodet en-dro d'an daol, e darempred gant spered ur martolod eus Langoad, Yann-Vari al Ledan e anv, bet kollet e vuhez gantañ war bourzh ar Pembroke... un teirgwern saoz hag a oa bet kavet, d'ar bevar a viz Eost 1876, gant al lestr-karg spagnol Habana, dilezet er mor Atlantel hep akipaj. Setu ma klaskont kompren petra a oa c'hoarvezet o selaou danevell kement den a oa e bourzh, dre hanterouriezh ar gemenerez Soazig Kerambrun, ur mediom hep he far...
Skridoù brezhonek gant an hevelep doare-skrivañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Jean Cormerais, Jarl Priel. An teir gwern Pembroke, Annales de Bretagne et des Pays de l'Ouest, 1959, Levrenn 66-4, p. 455
- ↑ Ma fizier e skridoù Jarl Priel en devoa peurechuet e oberenn d'ar 6 a viz Ebrel 1953.
- ↑ Al Liamm, niverenn 90, Genver-C'hwevrer 1962, pajenn 68.