Mont d’an endalc’had

Romant brezhonek

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Amañ ne veneger nemet ar romantoù savet e brezhoneg war eeun, war-bouez un nebeud re savet diwar un azazadur. Evit ar re a zo bet troet, sellit ouzh ar romantoù lakaet e brezhoneg,

Ragistor ar romant brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Na pa voe savet romantoù modern en Europa ar C'hornaoueg e Kantved ar Sklêrijenn ne voe ket embannet romantoù brezhonek a-raok diwezh an XIXvet kantved. Evit gwir, pa n'halled ket kavout gwir diez-embann evit ar seurt lennegezh, ez eo dindan stumm ar romant-kazetenn e voe embannet meur a hini eus ar romantoù brezhonek kentañ. Adkavet ez eus bet gant studierien ha klaskerien meur a romant brezhonek a oa bet ankouaet er c'helaouennoù kozh.

Hervez ur gavadenn graet e 2000 ez eus ur gwir romant brezhonek savet war-dro 1830 gant Yves-Marie Gabriel Laouenan, Kastell Ker Yann Koatanskourr e ditl, hag a oa chomet diembann betek-neuze. Embannet e voe evit ar wech kentañ e 2004 gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek dindan renerezh Yves Le Berre. Ur romant politikel eo pa lenner ennañ soñjoù ur soudard kozh diwar-benn an Dispac'h gall.

Diaes e vez embann levrioù tev e brezhoneg pa n'eo ket bet yac'h an embannerezh brezhonek biskoazh. Met diaesoc'h c'hoazh eo sevel anezhe. Se zo kaoz moarvat eo troet ar skrivagnerien da sevel danevelloù, berroc'h hag aezetoc'h da lakaat embann, kentoc'h eget romantoù.

Seurtoù romantoù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O vezañ m'eo ar romant brezhonek ur seurt skrid lennegel ha ne ya un istor hir gantañ n'eus ket bet un diorren fonnus nag ul liesseurted a-raok ma voe harpet an embann brezhonek gant ar Stad gall hag ar strollegezhioù publik e diwezh an XXvet kantved. Ne gaver seurtoù istorel ar romantoù savet e Europa en XIXvet kanved : romant romantel, romant realour, romant poblek, nemet ma teuont diwar un droidigezh. Rouez e vez ar romantoù tev a-walc’h, pa gaver meur a romant berr pe zanevell a bep seurt.

XIXvet kanved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgann Kergidu Lan Inizan eo ar romant kentañ embannet e brezhoneg. Gant an ti-embann Lefournier e Brest e teuas er-maez : e 1877 al levrenn gentañ, e 1878 an eil levrenn. Adembannet eo bet e 1902 gant al Levrdi Derrien, e Brest, dindan ul levrenn hepken. Adaozet eo bet gant Embannadurioù Al Liamm, e 1977, e div lodenn, met e skriv er c'hentskrid Ronan Huon m'eo bet (ad)skrivet (al levr) "penn-da-benn er yezh a-vremañ". Koulskoude e ouzhpennas Ronan Huon, an embanner : "Stummoù leonek a zo bet dalc'het evit chom hep distummañ an oberenn". Dispaket roll ar c'hemmoù e diwezh al levrennoù, da skouer "ijin" e lec'h "izign" pe "pehini" e lec'h "pini". Peurunvanaet eo bet ar skrid ivez.
Hervez Frañsez Favereau, « …evit abeg pe abeg,… (divyezhegezh, boazamant al lennourien, statud ar skrivagnerien,… patromoù deuet dre skriv diwar ar c’homz), e kave gwell lennegourien ar brezhoneg pleustrañ patromoù berr, dister-mat hag e vent. Ne veor ket kalz savetoc’h e penn-kentañ ar c’hantved-mañ war-barzh ma vo erruet doare Bilzig, ar c’haer a romant deskadur gant Fañch al Lae er bloaz 1925.»
Ar stumm boas da sevel komz-plen a faltazi a oa sevel ur gontadenn, hengounel pe nevez, kentelius d’an aliesañ, a c’helle bezañ lennet er c’helaouennoù Feiz ha Breiz kentañ (1865-1878), ar c’hCourrier du Finistère (adalek 1880) ha pa zeuas e penn kentañ an XXvet kantved seurt romantigoù dispaket a-dammoù, ne oant ket, na ken frammet mat, na ken hir hag ar romantoù gallek.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok Gwalarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1901 e voe embannet a-dammoù Ar gêr villiget gant ar gelaouenn Kroaz ar Vretoned, ur romant savet gant Laouig ar Moal (Louis-Marie Le Moal), lezvreur da Erwan ar Moal. Ur romant heñvelanvet zo bet skrivet gant Yeun ar Gow e 1962.
Efflam an Enored en dije savet daou romant, hervez testeni Frañsez Vallée, Efflam Kerzenan ha Marc’haridig, an eil embannet a-dammoù e-barzh Kroaz ar Vretoned e 1907[1].
Gant Emgleo Breiz ez eus bet lakaet war-wel e oa bet embannet e-barzh ar c’hCourrier du Finistère e 1908 ur romant karantez gant Hyacinthe Kerniliz, ur c'houer e Pont-n'Abad : Kalon rannet embannet dre 16 tamm[2].
Un tregont bennak a romantoù-kazetenn, pe a zanevelloù hir, a voe skrivet gant Loeiz ar Floc'h, ha moullet a-dammoù e-barzh kazetennoù evel Ar Bobl, Mouez ar Vro pe Le Courrier du Finistère, etre 1907 ha 1937. Hini ebet anezho na voe embannet e stumm ul levr. Klasket e oa bet gant Al Bobl, e 1911, lakaat da voullañ pevar anezho en ul levr tev a 500 pajenn (Deuz ar garantez d’ar maro, Ar C’habiten Bimbao, Avanturiou an aotrou Skrabelaou ha Merc’h ar boutaouer-koat), met ne voe ket kaset ar raktres da benn, dre ziouer a rakprenerien, moarvat.[3]
Met e 1925 e teuas daou romant a-feson er-maez : unan, Bilzig, savet gant Fañch al Lae, war-boent bezañ dilennet da vaer Lokireg, hag embannet gant Buhez Breiz, ur gelaouenn sevenadurel berr-bad, hag unan all, Ar Roc’h Toull silet er c'hCourrier du Finistère gant Youenn Drezen (skridaozer e oa ennañ ha Jakez Kerrien ur mignon dezhañ) hag diouzhtu embannet dindan stumm ul levr, e-barzh Levraoueg Gwalarn. Al Lokiregad a ziboulle eus e eñvorennoù bugaleaj deskrivadur un dudenn kreñv ha mibin, ar mousig lesanvet Bilzig, p’eo un tammig prederouriezhel ha marzhus ar romant berr (100 bajenn) savet gant an den a relijion, Jakez Kerrien, a lakae hendraourien da c’hoarierien kilhoù.
E 1935 e lakaas an Aotrou Yann-Loeiz Rozeg (Brogarour e lesanv) embann e Éditions d'Arvor Gwengamp ur romant… karantez ha Trec'h ar garantez an titl anezahñ[4]. Gant un addispleg disanv, pour ha trichin ennañ, e voe lakae ar gaoz war al levr e-barzh Gwalarn evel-se : "Ur romant (hag) a c'heller lenn hep poan, eus ar penn kenta betek ar penn diweza. Ur romant a garantes : merc'h eur mestr-skol o timezi gant eur mestr-skol. Gouest e vefe an oberour da skriva levriou mat, ha levriou mat a skrivfe mar karfe tostaat ouz ar vuhez ha pellaat diouz an abostolerez."[5] Daou romant all e embannas er memes ti-embann : Onenn (1936) ha Kontammet e 1939.

E mare ar gelaouenn
  • Ar Roc’h Toull (1925), gant Jakez Kerrien, Levraoueg Gwalarn, niv. 1, 1926, goude bezañ bet embannet a-dammoù gant ar c'hCourrier du Finistère (Kerzu 1925-Meurzh 1926). Romant deskadur ha fantazi.
  • An dour en-dro d’an inizi (1932) gant Youenn Drezen. Adembannet e-barzh Al Liamm, niv. 14, 1949 ha gant Embannadurioù Al Liamm e 1970. Romant deskadur berr.
  • Itron Varia Garmez (1941) gant Youenn Drezen. Embannet e galleg e 1942 gant an Embannadurioù Denoël[6]. Embannet e ti-embann an oberour, Skrid ha Skeudenn, hag adembannet gant Embannadurioù Al Liamm e 1977. Romant psikologek.
  • An aotrou Bimbochet e Breiz (1942), gant Roparz Hemon. Adembannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1990. Romant diaweladel.
  • Hervelina Geraouell (1943) gant Abeozen. Adembannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1988.
  • En ur rambreal (1943) gant Yann-Vari Kerwerc’hez. Adembannet gant ur c’hwennadur[7] gant Embannadurioù Al Liamm e 1980. Romant polis kentañ.
  • Ar gorollerez vihan (savet e 1944 hag embannet e 2023) gant Alan an Diuzet. Romant psikologek.
Gwalarnourien o skrivañ goude ar brezel

+ Alanig an Tri roue (1950) gant Roparz Hemon. Romant moliac'h.

  • Evit ket ha netra (1951), gant Roperzh er Mason. Adembannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1986. Romant politikel.
  • An Ti a Drizek Siminal (1956) gant Roparz Hemon. Romant polis.
  • Tristan hag Izold (1958) gant Zavier Langleiz. Romant marc'hegiezh.
  • Mari Vorgan (1962), gant Roparz Hemon. Adembannet gant Embannadurioù Al Liamm e 2022. Romant mor dre lizhiri.
  • Diamantoù Keroulaz (1964), gant Roparz Hemon. Romant polis.
  • Tangi Kerviler (1971) gant Roparz Hemon.
  • Sizhun ar Breur Arturo (1971) gant Youenn Drezen. Adembannet e-barzh Al Liamm, niv. 14, 1949 ha gant Embannadurioù Al Liamm e 1970 ha 1990. Romant berr.
  • Skol-louarn Veig Trebern (3 levrenn e 1972-1973-1974) gant Youenn Drezen.
  • Nenn Jani (1974), gant Roparz Hemon. Adembannet gant An Alarc'h Embannadurioù e 2019. Romant sokial.
  • Romant ar roue Arzhur. 1, Marzhin (1975) gant Zavier Langleiz. Romant marc’hegiezh.

Skrivagnerien tro-dro d’Al Liamm ha Mouladurioù Hor Yezh betek 2000

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'henlabourer feal da Ronan Huon ha d'ar gelaouenn Al Liamm e voe Pêr Denez hag a renas eus e du an ti-embann Mouladurioù Hor Yezh, ar memes spered lennegel ennañ, a embanne romantoù ivez.

  • An teirgwern Pembroke (1959) gant Jarl Priel. Doare brezhonek diwar an doare gallek bet lakaet embann gantañ e 1931. Romant-mor skrivet e brezhoneg kentañ.
  • Ar gêr villiget (1962) gant Yeun ar Gow. N'eo ket un doare all eus hini Laouig ar Moal.
  • Abrobin (1964) gant Yeun ar Gow. Diverradur Robinson Crusoe gant Daniel Defoe. Romant kurioù evit ar grennarded.
  • E penn an hent (1964) gant Youenn Olier. Emembann. Adembannet gant Embannadurioù Al Liamm e 1981.
  • Ur marc'hadour a Vontroulez (1964) gant Jakez Konan. Romant berr.
  • Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re (1979) gant Pêr Denez. Romant berr.
  • Diougan Gwenc’hlan (1979) gant Pêr Denez. Romant.
  • Ar Chase (1980) gant Goulc'han Kervella. Romant ha kontadenn asambles.

+ Brestiz o Vreskenn (1982) gant Yann Gerven. Romant polis

  • En tu-mañ d’an Ifern’’ (1983) gant Jef Philippe.
  • Skeud (1985) gant Kristian Brisson. Priz Langleiz 1985. Romant psikologek.
  • Kelc'h diwar Gelc'h (1990), gant Kristian Brisson
  • Bouklet ha minellet (1990) gant Yann Gerven
  • Nikolazig ar broioù tomm (1991), gant Erwan Evenou. Romant tev, 332 p.
  • Moger an Noz (1993) gant Kristian Brisson
  • Kantreadennoù Gwennole an divroad (1993) gant Kristian Brisson

Skrivagnerien Emgleo Breiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXI kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Meneget an titloù hag ar bloavezh gant Frañsez Favereau, e-barzh Lennegezh an XXvet kantved. 1. p. 118.
  2. Adembannet e 2001 gant Brud Nevez (ISBN 2-86775-199-3).
  3. Ar Bobl, 6 a viz mae 1911.
  4. Adembannet eo bet gant embannadurioù Arkae e 2013 : Le triomphe de l'Amour = Trec'h ar garantez, troet gant Brezhonegerien Leston’n, divyezhek, 124 p. (ISBN 9782917877111).
  5. Gwalarn, niv. 84, Du 1935, p. 62.
  6. Titl : Notre-Dame bigoudenn.
  7. Traoù enepyuzev a voe c’hwennet.
Porched al Lennegezh vrezhonek – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezh vrezhonek.