Kaozeal:An teirgwern Pembroke
Un abeg a oa da gemmañ anv ar pennad, pe gentoc'h "Teigwern" -> "teirgwern".
- Peurvuiañ e vez lakaet ur bennlizherenn en anvioù-kadarn, neketa? Skoboldi (kaozeal) 4 Kzu 2023 da 06:43 (UTC)
- N'eus ket en embannadur 2002. --92.184.96.158 4 Kzu 2023 da 10:33 (UTC)
- Siriusoc'h an titl evel ma oa en embannadur kentañ, kemmet fall hag hep abeg. Skoboldi (kaozeal) 4 Kzu 2023 da 13:19 (UTC)
- N'eus ket en embannadur 2002. --92.184.96.158 4 Kzu 2023 da 10:33 (UTC)
Ar reolenn hervez Google
[kemmañ ar vammenn]"Une règle simple et cohérente On écrit les titres d'œuvres et d'ouvrages divers (titres de romans, de tableaux, de films, d'émissions, etc.) avec une majuscule à leur premier mot ainsi qu'aux noms propres y figurant, s'il y a lieu."
- Reolenn implijet e-barzh Kontadennoù ar Bobl. Skoboldi (kaozeal) 4 Kzu 2023 da 13:57 (UTC)
- Ne gomprenan ket. Bobl n’eo ket ar ger kentañ, ha n’eo ket un anv divoutin: perak skrivañ anezhañ gant ul lizherenn vras neuze, hervaz ar reolenn meneget ganit? Huñvreüs (kaozeal) 5 Kzu 2023 da 16:22 (UTC)
- D'ur poent e oa ar reolenn implijet e brezhoneg. Met meur a hini zo bet, a gredan. D'ur poent e veze skrivet an titloù e lizhernnoù bras penn da benn gant al liamm : setu pezh am eus gwelet gant ma daoulagad... met gwelloc'h kaout alioù all. Skoboldi (kaozeal) 5 Kzu 2023 da 17:07 (UTC)
- 🤷
- E saozneg e vez graet gant pennlizherennoù en anvioù boutin e titloù, met ur gustum kozh eo, ha bremañ e krog da vont da goll. Huñvreüs (kaozeal) 5 Kzu 2023 da 17:25 (UTC)
Doujañ da reolennoù Levraoueg Broadel gall
[kemmañ ar vammenn]O vezañ m'emaon ul levraoueger war e leve e talc'han da heuliañ reoolennoù katalogañ Levraoueg Broadel gall. A-raok an urzhiaterezh el levraouegoù eo ret d'ar gatalogourien lakaat ul lizherenn vihan goude ar gerioù-mell ha em eus graet en dra-se bloavezhioù-pad.
Bremañ eo bet chañchet ar reolenn, peogwir ne vez ket mui sellet ouzh katalogoù dre fichennoù. Ur skouer splann e-keñver doareoù gallek An teirgwern Pembroke : https://catalogue.bnf.fr/changerPage.do?motRecherche=&index=AUT3&numNotice=11920633&listeAffinages=&nbResultParPage=10&afficheRegroup=false&pageEnCours=1&trouveDansFiltre=NoticePUB&trouverDansActif=false&triResultParPage=6&critereRecherche=&typeNotice=p&pageRech=rsi
Levr embannet e 1931 --> lizherenn vras goude ar ger-mell
Levr embannet e 2014 --> lizherenn vihan.
--Ch. Rogel (kaozeal) 5 Kzu 2023 da 14:35 (UTC)
- Poent divizout er wikipedia-mañ daoust ha degemeret e vo reolenn al levraoueg vroadel c'hall pe hini HOR wikipedia. Skoboldi (kaozeal) 5 Kzu 2023 da 15:15 (UTC)
Daoust hag eñ ez eus plas evit ijinañ reolennoù evit ar wikioù pa'z eus reolennoù etrebroadel ISO (44-050 et 44-073)? Reizh eo lakaat lizherennoù bihan e gerioù-mell an anvioù-familh brezhonek, met n'eus gounid ebet chom hep heuliañ ar reolenn lizherenn vihan e penn un anv boutin a gaver e yezhoù al lizherenneg latin ganto. Un nemedenn a voe graet evit ur lodenn vihan-tre eus ar skridoù, graet nemet en deskrivadurioù levraouegel etrebroadel a-raok 2005, met hiziv n'eus ket abeg ober evel-se (pa ne vezont ket mui moullet ar c'hatalogoù, n'eus ket ezhomm aesaat al lenn dre-se).
Un tammig emgann diouzh an adreñv e seblantfe. --Ch. Rogel (kaozeal) 7 Kzu 2023 da 14:49 (UTC)