Malo Bouëssel du Bourg
Malo Bouëssel du Bourg a zo ur skrivagner breizhat : daneveller, troer, barzh, aozer arnodskridoù ha pennadoù evit kelaouennoù.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet e Felger e miz Gouere 1960. Ur mab da Yann Bouëssel du Bourg (1924-1996) eo. Bet eo bet alies pa oa bugel e lidoù-koun en Baen-Ballon evit enoriñ trec'h Nevenoe war ar Franked en Emgann Ballon e 845. Pa oa yaouank e oa o vevañ en ur familh brezhoneger, en Iwerzhon e-kerzh ur staj vicherel eo bet en em santet breton da vat evit ar wech kentañ [1]
Diplom Skol Uhel a Genwerzh Rouen en deus, hag hini Kambr a Genwerzh Breizh-Veur. Ur master 2 war ar brezhoneg en deus ivez.
Buhez micherel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ labouret e embregerezhioù agrobouederezh e Breizh hag e Katalonia (Rener meur an embregerezh Vignerons Catalans eo bet eus 2004 da 2009) ez eo Rener ar gevredigezh Produet e Breizh.
Buhez sevenadurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn bezañ skrivagner e kemer perzh e kalz bodadoù-barn, war dachenn an haiku peurgetket. Skrivañ a ra er c'helaouennoù ArMen hag Al Liamm e-touez re all. Ezel eo eus skipailh Al Liamm abaoe 2010.
Meneget eo en torkad barzhoniezh breizhat a-vremañ savet gant Alain Le Roux dindan an titl Sur la ligne d'ombre de l'eau[2].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Haiku, beaj e-kreiz bihanañ barzhoneg zo er bed, testenn ur brezegenn bet distaget e Kemperle d'ar 17 a viz Genver 2015, da geñver trizekvet kenstrivadeg haiku aozet gant festival an Toal Kurun, embannet e niverenn 412 Al Liamm, 2015.
- Istor an haïku a-vremañ, troidigezh arnodskrid Alan Kervern Histoire du haïku contemporain, Skol Vreizh 2015 (ISBN 978-2-36758-038-8)
- Daoulagad ar werc'hez, teir danevell, Keit Vimp Bev 2014 (ISBN 978-2-86824-222-8). Kouviadenn Tonton H. oa bet embannet er gelaouenn Al Liamm a-raok (niverenn 382;
- Une fabuleuse aventure, un avantur varvailhus, Produit en Bretagne, gant Louis Roger Dautriat, Éd. Les oiseaux de papier, 2013 (ISBN 978-2-916359-81-6)
- Gouloù Salomon : troidigezh oberenn ar skrivagner iwerzhonat Bryan Delaney : Solomon's Light, An Alarc'h, 2009 (ISBN 978-2-916835-15-0)
- Daouzek kur Izidor : gant kizhier (Douze travaux d'isidore avec chats), barzhonegoù divyezhek galleg-brezhoneg, Éd. Anagrammes, 2008 (ISBN 2-84719-061-9)
- Kambr ar Stered : buhezskrid Paol Kalvez diwar kaozeadennoù, Mouladurioù Hor Yezh, 2007 (ISBN 978-2-86863-145-9)
- Reun Menez Keldreg : melezour ur vuhez ? arnoskrid, Barn, 2007 (ISBN 978-2-9525135-2-4)
- Feuillets d'Irlande, Echoes from Ireland, barzhonegoù e komz-plaen divyezhek galleg-saozneg, troidigezh e saoznek gant Noyale Héron, skeudennaouet gant Daniela Jordanova, embannet gant Coop Breizh, 1999 (ISBN 2-84346-083-2)
- Malnoë, barzhonegoù, Éd. du Petit véhicule, 1996 (ISBN 2-84273-019-4)
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/dans-une-pecherie-irlandaise-du-connemara-le-jour-ou-malo-bouessel-du-bourg-sest-senti-breton-fc468ec8-27c5-11ef-96d1-fdb7d737b711
- ↑ https://web.archive.org/web/20130126134119/http://obiwi.fr/culture/plus-de-culture/89435-anthologie-des-poetes-contemporains-de-bretagne
- Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles, Lionel Henry, Yoran embanner, 2013, ISBN 978-2-916579-59-7
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.