Yann Bouëssel du Bourg

Eus Wikipedia

Yann Bouessel du Bourg, pe c'hoazh Jean Marie Bouessel du Bourg, a oa ur broadelour breizhat (1924-1996).

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Ganet eo e Pariz. E familh a zo a orin eus Bilieg e-kichen Felger.

Dont a ra da vezañ stourmer broadelour breizhat ha federalour europat adalek e yaouankiz hag e chomo gant ar mennozhioù-se betek e varv. Stourm a ra e Strollad Broadel Breizh. Harzet e voe Yann Bouëssel du Bourg gant an Alamaned e-pad nozvezh ar 27 a viz Gwengolo 1941, a-gevret gant ur stourmer all eus SBB, Arsène Gefflot, merour L'Heure Bretonne, pa oant o lakaat traktoù. Testenn an traktoù-se bet embannet gant Strollad Broadel Breizh a oa : "Ni anglais, ni français, ni allemand, breton seulement".

Yann Bouëssel du Bourg en deus soñjet mont er Bezen Perrot met ne 'z eas ket en abeg d'e vennozhioù kristen hag a oa kontrol da baganiezh Lainé.

Stourmer breizhat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Skrivet en doa kantadoù a bennadoù er c'helaouennoù breizhek etre 1970 ha 1990, dreist-holl diwar-benn istor Breizh. Tost e oa da Langleiz, e amezeg hag e vignon. Kenlabourat a ra gant kengevread Kendalc'h, Skouted Bleimor, hag ar c'helaouennoù Imbourc'h hag Al Liamm.

Embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dreist ar Gorventenn, danevell e yaouankiz ha pergen e-pad ar brezel, e ti Imbourc'h
  • Xavier de Langlais peintre écrivain illustrateur breton, Encyclopédie Bretonne N°2 1977,
  • La littérature bretonne, gant Yann Brekilien, Les Éditions d'organisation, Pariz, 1982.
  • "Saint-Aubin du Cormier, Sentinelle de la Bretagne"
  • roll e bennadoù er gelaouenn Imbourc'h : niv. 320 Here 1996 p. 59-67.