Emgann Ballon

Eus Wikipedia
Emgann Ballon, engravadur gant Jeanne Malivel, evit al levr Histoire de notre Bretagne

Emgann Ballon a c'hoarvezas d'an 22 a viz Du 845 etre armeoù ar Vretoned, gant Nevenoe en o fenn, hag armeoù ar Franked renet gant Karl Voal. Eus tu ar Vretoned e oa e-tro 1000 soudard, eus tu ar Franked e oa e-tro 3000.

Pilet-krenn e voe ar Franked en emgann-se, faezhet dreist-holl gant barregezh ha troioù-brezel marc’heien Nevenoe.

N’ouzer ket re vat pelec’h emañ Ballon. Hervez an testenioù emañ un tu bennak e-barzh ur vro c’heuniek, e-kichen Redon. Soñjal a ra d’an istorourien e c’hallje bezañ en Baen-Ballon, el lec’h anvet La Bataille.

A-drugarez da varc'hegerezh skañv ha da waregerezh war varc'h e voe trec'h lu Breizh. Ouzhpenn da-se e voe lakaet diaes an arme c'hall, rak e voen tapet er pri pa oa ar vretoned o arsellat anezho gant birroù ha goafoù.

Armeoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A vras e vez soñjet e oa 1000 breton o stourm a-enep 3000 frank. Karl Voal a oa bet berr gant soudarded rak ne oa ket entanet gant an dagadenn.

Nevenoe tad ar vro.