Mont d’an endalc’had

Emgann Sant-Albin-an-Hiliber (1488)

Eus Wikipedia
Emgann Sant-Albin-an-Hiliber
Tamm eus Ergerzh-brezel 1488
Emgann Sant-Albin-an-Hiliber gant Paul Lehugeur, XIXvet kantved
Emgann Sant-Albin-an-Hiliber gant Paul Lehugeur, XIXvet kantved

Kartenn ergerzh-brezel 1488
Maread 28 a viz Gouhere 1488
Lec'h Sant-Albin-an-Hiliber Breizh
Disoc'h Trec'h milourel Charlez VIII
Emgannerien
Dugelezh Breizh

Impalaeriezh santel roman german
Rouantelezh Bro-Saoz
Rouantelezh Kastilha

Rouantelezh Aragon
Rouantelezh Bro-C'hall
Pennoù-brezel
Jean IV de Rieux

Louis d'Orléans
Jean IV de Chalon-Arlay
Alain d'Albret

Edward Woodville, Lord Scales
Jean de Baudricourt

Louis II de la Trémoille

Jean II de Rohan
Niver a emgannerien
11000 soudard15000 soudard
Kolloù
5000 - 6000 lazhet1500 marvet
Kartenn ergerzh-brezel 1488
Emgann Sant-Albin-an-Hiliber, treset gant Janed Malivel.
Monumant Sant-Albin
Dibunadeg e Sant-Albin-an-Hiliber stourmerien Breiz Atao ha Strollad Broadel Breizh gant ar banniel Gwenn-ha-du e 1935
Poltred o taolenniñ an emgann el levr Histoire universelle, e-tro 1520, Levraoueg Sainte-Geneviève.

Emgann Sant-Albin-an-Hiliber zo un emgann hag a voe e Sant-Albin-an-Hiliber d'an 28 a viz Gouere 1488 etre arme Breizh skoazellet gant soudarded estren hag arme rouantelezh Bro-C'hall. Trec'het e voe ar Vretoned hag o harperien.
Miz goude e varvas an dug Frañsez II ; Anna Vreizh a voe lakaet da zugez, ha hi 11 vloaz hepken.

A-raok an emgann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ergerzh-brezel 1488 a voe evit Charlez VIII Bro-C'hall an hini diwezhañ evit kavout un diskoulm peurbad d'an emsav breton. Nerzh hag arc'hant a-vil-vern a voe postet a-benn kaout ar maout buan : 12 000 soudard a voe bodet en Angers, betek 15 000 gouez da lod mammennoù[1].

E-touez ar re-se edo milieroù a soudarded-gopr a orin suis hag a veze gwelet evel begenn al luioù europat d'ar mare-se[2]. Kanolioù arnevez ha niverus a voe degaset evit harpañ aloubadeg al lu roueel gall.

An unvezioù araokour a voulc'has an emgann. En ur argadiñ e huche ar Vretoned "Sant Samzun", sant an devezh hag unan eus Seizh sant diazezer Breizh. Ar soudarded suis a huche Saint Laud ![3].
Dre o nerzh e teujont a-benn da lakaat lu ar rouantelezh c'hall da gilat. Dres p'edo enebourien ar Vretoned o kilañ e krogas nerzhioù kreiz an dachenn-emgann da gemer perzh d'o zro.

Un eskemm boledoù kanol a voe, met nevesoc'h ha niverusoc'h e oa kanolioù ar C'hallaoued evit re ar Vretoned. Ur pouez kreñv a voe diouzhtu rak evit chom hep bezañ flastret e voe ret da linenn-dagañ ar Vretoned mont war-raok buan. Dre fiñval ker buan ha dre m'edo dindan taolioù kanol o enebourien, e voe rannet al linenn-dagañ e meur a damm. Dres d'ar c'houlz-se e tagas marc'hegerien pounner al lu c'hall.

Goude an emgann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lazhadeg ramzel a voe e diwezh an emgann. Al lu gall na reas prizoniad ebet a-douez ar soudarded izelrank ha nebeut a-douez ar varc'heien, dreist-holl pa oant a orin gall pe estren.

Un darvoud ral-tre ez eo rak er Grennamzer e vezed boas da bakañ prizonidi a-benn goulenn ur sammad arc'hant d'o daskor, ar pezh a zegase ur gopr ouzhpenn d'ar bakerien dindan stumm ur prof, hag un doare e oa ivez da arc'hantaouiñ un ergerzh-brezel.
Kement-se a ziskouez splann e oa ur youl, ur steuñv politikel, da riñsañ da vat ha da viken mennozh dizalc'hidigezh Breizh ha da spouroniñ ar Vretoned vrogarour.

Ker spontus e voe an emgann ma voe savet div groaz c'hreunvaen war an dachenn-emgann betek ma voent riñset e-pad ar Reveulzi C'hall.

Mard eo sklaer ne voe tost prizoniad ebet war an dachenn-emgann, diaesoc'h eo gouzout pet a zo bet lazhet goude an emgann. A-dra-sur e voe daou varc'heg gall engouestlet e tu ar Vretoned hag a voe kaset d'ar marv war ur chafod bras e Sant-Albin.

Koll dishualded Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an emgann e voe kaset al lu roueel c'hall gant La Trémoille war-du Roazhon. Siwazh evitañ, difennet mat e oa kêr gant kanolioù a-leizh hag ar boblañs kement ha marc'heien ar vro a oa prest da stourm. Goude kudennoù bras Naoned, penn al lu roueel a gasas ul lod anezhañ lu war-du Dinan, a oa aesoc'h da gemer. E-pad an amzer-se, peurrest al lu a yeas war-du Sant-Maloù hag a oa ur gêr diaes-spontus da dapout dre he mogerioù-difenn ramzel hag ar mor. Poblañs Sant-Maloù, en eskemm ouzh truez La Trémoille, a zigoras dorioù kêr hag a roas an holl vadoù bet fiziet eno d'al lu roueel.

Spontusoc'h e voe koll Sant-Maloù eget hini lu an dugelezh. Ul lec'h difenn pouezus e oa, hag ur greizenn dezougen hag eskemm diazez d'an dugelezh. Aesoc'h e vije bet evit an dugelezh adsevel ul lu da stourm enep ar roue c'hall eget bout rivinet, gant al lec'hioù difenn kollet.

Disoc'h an emgann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Riñset e voe al lu brezhon hag e harperien a orin estren. Etre 7 000 hag 8 000 soudard eus al lu vrezhon a voe lazhet, tro 1 500 soudard eus lu ar roue Gall.
Sebezet naet e voe ar Vretoned, met ne voe ket faezhet o youl d'en em zifenn e-tal an aloubadeg. Kêrioù Naoned ha Roazhon a stourmas.

Broadelourien Breizh hag an emgann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'hounlec'h pouezus d'ar vroadelourien breton ez eo dre lid-koun Sant-Albin-an-Hiliber, a vez aozet bep bloaz[4]. Ur blakenn-goun a voe savet war an dachenn-emgann, lann ar gejadenn, d'ar 25 a viz Mae 1932 gant ar gerioù-mañ :

 Ar C'hallaoued trec'h d'ar Vretoned d'an 28 a viz gouere 1488. Dalc'homp soñj !

6000 Bretons sont morts ici pour défendre l'Indépendance bretonne le 28 juillet 1488. 

Ur mein-koun a oa bet savet e 1988, hini Lann ar gejadenn.

Ar gevredigezh MAB Koad Sav Pell (Musée Archipel Breton) renet gant Jean-Loup Le Cuff a vez hiziv-an-deiz oc'h ober war-dro an dachenn emgann[5]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Yann Bouëssel Du Bourg, embannet en Dalc'homp Soñj !, Niverenn 23

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 28 juillet 1488 Saint-Aubin-du-Cormier
  2. Bécédia
  3. Saint Laud : eskob Coutances, patrom kêr Saint-Lô ; un iliz zo gouestlet dezhañ en Angers, ma voe degaset e relegoù er Vvet kantved d'o gwareziñ diouzh ar Vikinged.
  4. 7info
  5. France 3.
  6. Daonet
  7. Agence Bretagne Presse