Samzun (Dol)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sant Samzun)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Samzun (Dol)
Samzun (Dol)
Poltred Samzun, Chapel Saint Clair, Banneville-sur-Ajon (Bro-C'hall)
Ganet tro 495
Glamorgan (Kembre)
Marvet tro 565
Dol (Breizh)

Samzun, pe sant Samzun, zo ur manac'h brezhon, deuet eus Kembre a voe eskob kentañ Dol. Unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh eo.

Ar richenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Samzun a zeuas er bed e Kembre war-dro ar bloaz 480. E dud, Amon a Dyved hag Anna a wGwent, a oa pennoù uhel. Fiziañ a raed o mab da sant Iltud, abad manati Llanilltud Fawr e-kichen Kerdiz. Gant aotre sant Iltud, Samzun en em dennas en Enez Kaldey evel penitiour. Goude-se e yeas Samzun da abad Llantwit.
Meur a vloaz goude, da Sul-Fask, ur vouezh deuet eus an neñv a lavaras dezhañ treuziñ ar mor. En em lakaat a reas raktal en hent ha douarañ a reas en aber Gwioul, e Breizh-Uhel. Deuet e oa e genderv; sant Maelor (latin : Maglorius) gantañ. Eno e savas e beniti, a deuio gant an amzer manati ha eskopti brudet Dol. Difennour ar bobl hag ar gwir, Samzun a varvas war-dro ar bloaz 565.

Gouel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lidet e vez sant Samzun d'an 28 a viz Gouere.

Lid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An testennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a santvuhezskrid a zo diwar-benn sant Samzun:

  • Vita Ia Samsonis

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Recherches sur l'hagiographie armoricaine du VIIème au XVème siècle Tome 1 : Les saints bretons, témoins de Dieu ou témoins des hommes - Bernard Merdrignac - (Dossiers du ce.R.A.A. 1985)