Ar spontailh
Ar spontailh zo titl ur pezh-c'hoari e tri arvest bet savet gant Jarl Priel hag echuet gantañ d'an 2 a Vezheven 1948 (evel ma oa bet skrivet war bajennad diwezhañ al levr gant ar skrivagner tregeriat).
Moulet e oa bet al levr (kant seizh pajennad ha tri-ugent ennañ) gant Ti ar Skrev er Baol hag embannet gant Al Liamm-Tír na nÓg e 1950.
Ar pezh-c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ ar Wionvarc'hed o telc'her ur vereuri en ur barrez vihan nepell diouzh Landreger. Da zeiz gouel an Hollsent emañ an tad, HERRI, o choukañ ar spontailh kozh gant pell ha plouz er marchosi. An deiz-mañ dres eo bet dibabet gant ANNA, merc'h an tiegezh, distreiñ d'ar gêr, hag hi dilezet he micher a vatezh e ti un noter, e Gwengamp. Goude bezañ degemeret gant he mamm, GOD, ez eo ret d'ar plac'h yaouank anzav outi ez eo bet lorbet eno gant ur paotr hag emañ o tougen e vab. Doujañ a ra he zad ha penaos e vo degemeret ar c'heloù-mañ gantañ ken m'he devoa soñjet en em lazhañ gant ar vezh. Ne oa ket faziet ha mont a ra HERRI en egar betek bezañ war-nes he c'hontellañ...pa glever unan bennak o skeiñ ouzh an nor. Roet eo digor d'un AOTROU KOZH, gwall iskis e zoareoù, hag a ginnig ur marc'had gwall arvarus d'ar vamm : kavout a raio-eñ ur gwaz d'he merc'h en eskemm ouzh ene GOD kement hag he salvidigezh peurbadel...
Tudennoù all a zo er pezh-c'hoari :
- FAÑCH, mab an tiegezh, hag eñ o labourat er vereuri
- JOBIG, poupig ANNA
- an AOTROU SALAÜN, mezeg ar barrez
- YANN AN TREMENER...a vezo ret da lenner ar pennad-mañ mont da lenn ar pezh-c'hoari evit gouzout piv an diaoul e c'hall bezañ.