Leuegen
Al leuegen a vez graet eus kroc'hen ul leue. Gwelloc'h ha tanavoc'h e vez pa vez hini ul leue marvet e korf e vamm-buoc'h.
Kroc'hen da skrivañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er Grennamzer e veze implijet krec'hin al leueoù d'ober golo al levrioù dornskrivet, dindan stumm an dornskridoù enlivet peurvuiañ. Ar skrivañ hag ar skeudenniñ a oa graet war follennoù parch da skrivañ warnañ. Priziet bras e oa al liv gwenn ha flourded ar c'hrec'hin-se. Ul labour diaes eo prientiñ ar c'hrec'hin hag an dra-se a zo graet gant kivijerien pe gant meginerien.
Al leuegen a c'hell bezañ prientet d'ober al lêr tanav evit keinañ al levrioù. Ar perzhded uhelañ a ya gant kroc'hen al leueoù ganet marv hag en deus un anv dibar dezhi, ar velin[1].
Paper velin (ha velin) a vez graet ivez eus ur seurt paper kotoñs gwenn ha tanav implijet gant ar voullerien d'ober levrioù kaer. Graet e veze gwechall gant ur mekanik d'ober paper, ijinet en 1750 gant ar Saoz John Baskerville.
Leuegen n'a ket da goll[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War leuegen gwir (ha n'eo ket war baper kotoñs) e vez moulet hidif aktaoù Breujoù Breizh-Veur, evit ma vint miret mat. N'hall ket bezañ ur mennozh fall pa soñjer ez eus bet kavet e 2006, en un daouarc'heg en Iwerzhon, ul levr salmoù a oa sanket enni 1000 bloaz a-raok, ha deuet eo war wel en ur stad vat.
Botoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hidif e vez graet botoù-lêr pompad gant leuegen dreist-holl.
Pennadoù liammet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liamm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Er geriadurioù e tispleger e talv leuegen kement ha velin, met leuegen a zo kroc'hen leue ha mat pell zo