Ar Baganiz

Eus Wikipedia

Ar Baganiz a zo ur pezh-c'hoari e tri arvest savet gant Tangi Malmanche.

Ar Baganiz a zo bet embannet evit ar wezh kentañ e 1931 gant Roparz Hemon war e gelaouenn Gwalarn, niverennoù 34 ha 35. Embannet eo bet e stumm ul levr gant Al Liamm e Brest e 1976.

C'hoarvezout a ra an istor e miz Eost 1681.

Roll ar c'hoarierien :
Sezni Falc'han, Benoni Vran, Goulc'hen Mab Benoni, Lan (martolod saoz), 3 c'houer (Tomaz, Tepod ha Tangou), an tavarnour, an embanner, ar marc'hadour spilhoù, ar geder-mor, an ofiser, ar serjant, ar biziter, Del (merc'h Sezni), Fant ar follez, Mon (matezh e ti Sezni), ar varc'hadourez frouezh, ar varc'hadourez kouignoù.

C'hoariet eo bet ar pezh gant Strollad ar Vro Bagan.