Mont d’an endalc’had

Alistair MacLeod

Eus Wikipedia
Alistair MacLeod
Alistair MacLeod
e Skol-veur Cape Breton, 2012

Ganedigezh 20 a viz Gouere 1936
North Battlefort, Saskatchewan
Banniel Kanada Kanada
Marv 20 a viz Ebrel 2014
Windsor, Ontario
Kanada
Broadelezh Kanadian
Saozneg

Alma mater St. Francis Xavier University
Nova Scotia
University of New Brunswick
New Brunswick
University of Notre Dame du Lac
Indiana, Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

Micher Romantour
Skrivagner danevelloù berr
Kelenner er skolioù-meur
Oberennoù pennañ
The Lost Salt Gift of Blood (1976)
As Birds Bring Forth the Sun & Other Stories (1986)
No Great Mischief (1999)
Alistair MacLeod en e vurev e Skol-veur Windsor, 2013

Alistair MacLeod, bet ganet d'an 20 a viz Gouere 1936 hag aet da Anaon d'an 20 a viz Ebrel 2014, a oa ur romantour kanadian, aozer istorioù berr ha kelenner skol-veur.

77 vloaz oa pan eas da Anaon. Lidet e voe e obidoù en iliz katolik St. Margaret of Scotland, e Broad Cove, Enez ar C'hab Breton, tost d'e di e Dunvegan[1] Beziet eo bet er vered tost ma kousk rummadoù a vMacCleod.

Nerzh ha from a gaver en e skridoù. Taolenniñ a ra kaerded Enez ar C'hab Breton ha personelezh un darn vat eus hec'h annezidi stag ouzh o orin skosat hag o stourm evit liammañ amzer dremenet ag amzer-vremañ.

Priziet eo bet MacLeod evit resisted e c'herioù, from nerzhus e skridoù hag an implij a rae eus ur yezh eeun hag a seblante gwriziennet en un hengoun komzet.[2]

Daoust da Alistair MacLeod bezañ brudet evel unan eus mistri an istorioù berr, e romant No Great Mischief, embannet e 1999, a voe dilennet da wellañ levr Aod Atlantel Kanada bet skrivet biskoazh[3].

Gounezet ez eus bet meur a briz gant ar romant ivez hag an International IMPAC Dublin Literary Award e 2001, peurgetket.

E 2000, e zaou levr istorioù berr The Lost Salt Gift of Blood (1976) hag As Birds Bring Forth the Sun and Other Stories (1986), a voe adembannet el levr Island: The Collected Stories. Keñveriañ a rae MacCleod e labour skrivagner ouzh seniñ an akordeoñs :

« When I pull it out like this, it becomes a novel, and when I compress it like this, it becomes this intense short story. »
"Pa sachan evel-mañ e tro d'ur romant, ha pa waskan evel-mañ e tro d'an danevell verr virvidik-se."

MacLeod a gelennas saozneg ha krouiñ lennegezh e-pad ouzhpenn tregont vloaz e Skol-veur Windsor, met distreiñ a rae bep hañv d'e di war Enez ar C'hab Breton ma skrivas an darn vrasañ eus e oberennoù.[4]

En e rakskrid evit un dastumad arnodskridoù a-zivout oberennoù MacLeod e skriv an embannerez Irene Guilford :

« Alistair MacLeod's birthplace is Canadian, his emotional heartland is Cape Breton, his heritage Scottish, but his writing is of the world. »[2]
"Kanada eo bro c'henidik Alistair MacLeod, Enez ar C'hab Breton eo kalon e fromoù, skosat eo e hêrezh, met eus ar bed eo e skridoù."

Alistair MacCleod e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet eo bet oberennoù Alistair MacLeod e meur a yezh, 17 da nebeutañ.

E brezhoneg e c'heller lenn un istor berrr,Clearances bet troet gant Kristian Braz hag embannet e niverenn 412 Al Liamm, Gwengolo-Here 2015.

E bennoberenn,No Great Mischief, lakaet e brezhoneg gant Kristian Braz ivez, a zo bet embannet gant Al Liamm e 2015 dindan an titl Tev ar gwad, tanav an dour[5].

Film diwar-benn Alistair MacLeod

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un teulfilm 88 munutenn anvet Reading Alistair MacLeod a voe savet diwar e benn e 2005 gant an National Film Board of Canada, sevenet gant Bill MacGillivray.
Aterset eo bet ennañ MacLeod e-unan, e wreg Anita hag izili all eus e familh. Skrivagnerien vrudet evel Russell Banks, Colm Tóibín ha David Adams Richards a lenn arroudennoù hag a ro o soñj war e skridoù. Klevout a reer tammoù eus opera ar sonaozour Christopher Donison, Island, awenet gant unan eus istorioù berr McLeod.

A. MacLeod o lenn unan eus e oberennoù
Evit No Great Mischief
  • International IMPAC Dublin Literary Award (kêr Zulenn), 2000.
  • Trillium Book Award (Stad Ontario), 2000.
  • Thomas Head Raddall Award (Nova Scotia), 2000.
  • Dartmouth Book & Writing Award for Fiction (Nova Scotia), 2000.
  • Libris Award (Canadian Booksellers Association), "Skrivagner ar bloaz", 2000.
  • Atlantic Provinces Booksellers' Choice Award, 2009[6],[7].

Gounezet en deus ar Portia White Prize (Nova Scotia) e 2001. Ar priz a vez roet gant Proviñs Nova Scotia, evit enoriñ oberennoù arzel meur.

E 2003 e c'hounezas al Lannan Literary Award evit oberennoù a faltazi.

E 2008 e voe anvet da ofiser an Order of Canada hag ezel eus ar Royal Society of Canada[8].

E 2009 e resevas Alistair MacLeod ar PEN/Malamud Award digant ar PEN/Faulkner Foundation e Washington D. C. evit istorioù berr a faltazi, asambles gant Amy Hempel[9].

Resevet en deus ouzhpenn daouzek diplom a enor, en o-zouez a-berzh St. Francis Xavier University (Antigonish, Nova Scotia), Cape Breton University (Sydney, Nova Scotia), McGill University (Montréal, Québec) hag University of Prince Edward Island (Charlottetown, Prince Edward Island).

  1. (en) The Chronicle Herald, 20/04/2014.
  2. 2,0 ha2,1 (en) Irene Guilford, Alistair MacLeod: Essays on His Works, Guernica Editions (ISBN 978-1-55071-137-0)
  3. (en) Trevor J. Adams & Stephen P. Clare, Atlantic Canada's 100 Greatest Books, Nimbus Publishing Ltd, pp.9-11 – ASIN : B01A1N78YQ
  4. (en) National Post, 20/04/2014
  5. ISBN 978-2-7368-0109-0
  6. (en) Winner History – Libris Awards
  7. (en) Cape Breton Post
  8. (en) University of Windsor
  9. (en) PEN/Faulkner Foundation