Pierre-Emmanuel Marais

Eus Wikipedia
Pierre-Emmanuel Marais
Pierre-Emmanuel Marais
Obererezh Skrivagner
Ganedigezh 1968
Naoned, Bro-Naoned Bro-Naoned, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg, galleg
Enorioù Priz Langleiz e 2012
Oberennoù pennañ
Alje 57


Ur skrivagner ganet e Naoned eo Pierre-Emmanuel Marais. Ganet eo e 1968 en ur familh a orin eus Kastellbriant ha Gwenrann. Skrivet en deus levrioù, romantoù, ha danevelloù e brezhoneg hag e galleg. Danevelloù zo bet embannet gantañ e-barzh ar gelaouenn Al Liamm.

Desket en deus brezhoneg e-kerzh ar c'hentelioù noz e Naoned, ha bet eo kelenner ivez diouzh an noz e-pad pemp bloaz.

Krog eo da skrivañ e brezhoneg abaoe un toullad bloavezhioù hag en em varreka seul ma skriv. Kalz a blijadur a zegas se dezhañ. Disheñvel eo skrivañ e brezhoneg diouzh ar galleg, met ne oar ket perak. Marteze ez eo abalamour ma lak ar brezhoneg anezhañ da hunvreal dre ma 'z eo un tammig hud.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E galleg gant Yoran Embanner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Nantes/Naoned, guide bilingue français-breton, 2006.
  • Ne m'appelle pas Lola 2009 : ur romant polis eo gant un nebeud divizoù brezhonek.

Embannet ez eus bet gantañ danevelloù e galleg war lec'hienn "la revue des ressources.com"

E brezhoneg gant Keit Vimp Bev[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp levr zo war e anv:

  • Ronan ar c'horrigan (2007)
  • Emgannoù Duncan O'Hara (2008). P'en deus skrivet ar romant-mañ, en deus graet evit e vab Brieg, ha levezonet eo bet gant lennegezh Sir Walter Scott. Bloavezh 1341. Deuet eo Duncan da Vreizh evit adkavout roudoù e dad hag evit sikour ar Vretoned feal da Yann Monforzh en o stourm a-enep da Charlez Bleiz. Ha da-heul Duncan, Luigi ur brezelour kozh ha Sinead un hudourez yaouank. Da stourm he do, hi ivez, ouzh Roy Black, an hudour kriz. Evit al levr-mañ en deus Pierre-Emmanuel Marais mesket daveoù istorel ha lec'hioù anavezet gant ul lodenn faltazi.
  • Abati an aon (2009)
  • Avalon (2010)
  • Deomp Slowly (2012)

E brezhoneg gant Al Liamm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]