Kristenion Breizh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kristenion Breizh zo ur gevredigezh hag ur vreuriezh kristen eus Breizh.
Oberiant e voe adalek 1971, lusket gant Loic Orhand. Ar galleg a oa yezh nemeti an aozadur, er penn-kentañ, betek 1976, hag e vode intelektualed katolik a Wened Izel tomm ouzh an Emsav.
Adalek 1976 ez eo deuet da vezañ ur vreuriezh a bedenn hag a studi e brezhoneg hepken. Abaoe 1993 ez eo hepken ur vreuriezh a bedenn bemdeziek e brezhoneg.
Taolennadur ar frammoù katolik en Emsav da heul miz Mae 1968
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-benn kompren diazezadur Kristenion Breizh e ranker ober ur brastres eus ar frammoù katolik a oa d'ar poent-hont.
E-kichen aozadurioù anavezet hogen war o dalaroù ha "politically correct", evel ar Bleun-Brug renet e Penn-Ar-Bed gant ar chaloni Mevelleg, e oa aozadurioù tostoc'h d'ar gostezenn vroadelour, implijet ganto-holl ar skritur peurunvan, met e lodenn vrezhonek departamant Aodoù an Arvor hepken : Job Lec'hvien gant studioù war ar Bibl e Kergrist-Moeloù, Marsel Klerg gant Barr-Heol e Bulien-Lannuon, Maodez Glanndour gant Ar Bedenn evit Ar Vro e Louaneg, Mouezh Sant Erwan gant Yann Talbot ha Skol gant an aotrou Armañs ar C'halvez, a savas ar c'hentañ skolaj brezhonek kristen e Ploueg-ar-Mor. An aotrou Klerg ha Maodez Glanndour a blede kenañ gant kudenn al liderezh e brezhoneg a save dija er bloavezhioù a-raok ar Sened-Meur.
Bez e oa a-hend-all un tuadur kentoc'h a gleiz e-touez katoliked an Emsav. Bodet e oant en-dro d'un disrann eus ar Bleun-Brug e Penn-Ar-Bed : Les Cahiers du Bleun-Brug, enni izili evel Job an Irien, diazezer Minihi Levenez e 1984, Charlez an Dreo, bet e-karg eus ar brezhoneg e Renerezh ar Skolioù Katolik en Eskopti Kemper-ha-Leon, ha Yann-Bêr Thomin, bet Maer Landerne etre 1986 ha 2009, stag o-zri ouzh skritur nebeut implijet ar chaloni Falc'hun. Eskopti Kemper-ha-Leon a embannas e liderezh brezhonek dezhañ e-unan, unan a oa sañset bezañ "poblekoc'h", lusket gant an eskob-skoazeller Visant Fave, ha gant skritur ar chaloni Falc'hun.
Er Morbihan e oa toc'hor "Bleun-Brug Bro Guéned", a oa e karg an aotrou Joachim Palud.
Adalek dibenn ar Sened-Meur (1969), hag embannadur ar gwir a oa adalek neuze da lidañ an Oferenn e brezhoneg pergen, e savas birvilh gant ar gatoliked tomm ouzh Breizh, hogen ne voe ket frammet an nerzhioù-se, ha gwelet e voe meur a oberenn savet hep padout nemeur :
- E 1971 e voe ul luskad, berrbad a-walc'h, "Iliz ha Breizh", lusket pergen gant Loic Orhand evit Bro-Wened. Pal ar gevredigezh a oa sikour an emsaverien da sevel oferennoù e pep korn eus Breizh-Izel, ha brudañ an oferennoù-se. Berzh a reas un tammig dre ma chome c'hoazh ur yoc'h a dud, anezho kristenien ha mui pe vui brezhonegerien war ar maez d'ar poent-hont ;
- E-keit-se e oa bet ivez gwalldaolioù an FLB, ha pevar beleg a oa bet toullbac'het zoken. "Beleion Breizh" (kaset en-dro dreist-holl gant an aotrou Bourdellez aluzener Eostenezed Gwareg, ha gant e amezeg Marsel Blanchard kure Kerlenn Pondi), a zastumas 127 sinadur beleien a c'houlenne ma vefe lezet da vont ar pevar beleg, en o zouez Anton ar Barzh, "beleg an FLB". Da heul an darvoud-se e voe savet "Beleion Breizh" gant Marsel Blanchard
- D'ar mareoù-se ivez e veze embannet kaieroù gant ar "Bureau Breton d'études Catholiques" e Langedig, renet gant H. Pungier, a glaske stourm a-enep ur seurt kleizelouriezh en em lede en Iliz katolik e Breizh, hep kemer perzh a-zevri e stourmoù an Emsav.
Etre 1971 ha 1976
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lod eus laiked hag eus beleion an aozadurioù-se en en emvodas e-tro 1971 evit diazezañ ar gevredigezh "Kristenion Breizh". Pal ar gevredigezh nevez a oa, da heul Kaieroù Langedig, kas war-raok ur preder kristen e metoù ar vrogarourien gristen, un ezhomm a oa bet broudet, hep mar ebet, gant an darvoudoù a bep seurt a oa c'hoarvezet :
- Ar Sened-Meur Vatikan II en devoa roet digor d'ar yezhoù distad ;
- An Emsav en doa kemeret evel ar gevredigezh dre-vras un tuadur kleizelour, digristen kalz pe nebeut, gant savedigezh an UDB pergen ;
- Ar gevredigezh e Breizh, da-heul hini Frañs, a oa o tigristenaat buan-tre ;
- Gwalldaolioù Talbenn Dieubidigezh Breizh ha toullbac'hidigezh ur beleg...).
Kristenion Breizh a embannas kaieroù e galleg, dres evel ma rae araozi ar "Bureau d'études Catholiques".
Etre 1976 ha 1993
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1976, e oa echu dija gant bleuniadur berrbad an Oferennoù brezhonek e Breizh-izel da heul Sened Vatikan II. E-keit-se e oa an tuadur araokour-kleizelour en Iliz a oa o tispac'hañ al liderezh. Ar boblañs a zileze buan-tre ar sakramantoù hag oferenn ar sul. Kalz a veleien a guitae an Iliz, ha kalz nebeutoc'h a c'halvedigezhioù a veze evit mont da veleg pe en urzhioù relijiel eget a-gent, daoust ma koazhe o niver dija a-raok ar Sened-Meur.
Marsel Blanchard ha Joachim Palud a savas neuze ur gelaouenn anvet "Fidélité Catholique", evit klask herzel ouzh ur seurt "emzistrujidigezh" en o Iliz lec'hel, hini Gwened, a felle dezho talañ outi. Ur berzh bras a-walc'h a rejont, gant ur rummad pennadoù anvet "Tristidigezh vras ar c'hloerdioù" pergen. Personed diwar ar maez e Bro-Wened o-daou, ha mignoned vras a-hend-all, o doa dalc'het-mort d'o soutanennoù, d'ur mare m'o c'huitae an holl en-dro dezho.
Diouzh un tu all, Youenn Olier ha Paol Kalvez, izili eus Emglev An Tiegezhioù a-hend-all, o devoa kuitaet Skol An Emsav goude bezañ bet korbellet en un Emvod-Meur en abeg d'un dizemglev etre "ar re gozh" hag "ar re yaouank", un dizemglev don, bet burutellet er gelaouenn Imbourc'h d'ar poent-hont, etre un tuadur "begennelour-kristen" hag un tuadur "poblelour-kleizelour". Goude bezañ tennet kentel diouzh ar pezh a c'hoarveze e tivizjont tostaat ouzh Maodez Glanndour hag e luskad "Ar Bedenn evit ar Vro". Deuet re gozh endeo e voent kaset gantañ davet Marsel Blanchard ha Kristenion Breizh, a oa aet da "c'hlogorennoù goullo" evel kalz a gevredigezhioù a bep seurt a oa digloret e Breizh hag e Frañs war-lerc'h 1968.
Neuze e voe embannet ur c'haier kentañ e galleg, en nevez-amzer 1976, "Kristenion Breizh" e ditl, ha kinniget evel ur stagadenn d'ar Bleun-Brug Bro-Gwened a oa Joachim Palud ha Marsel Blanchard o klask reiñ buhez en-dro dezhañ.
Adalek 1976 e voe lusket "Kristenion Breizh" gant an Aotrou Blanchard, Person Kistinid, e gadoriad, ha Paol Kalvez evel sekretour, ha ne voe mui komzet galleg en emvodoù. Adalek ar poent-se ivez e voe kemmet he ment d'ar gelaouenn Imbourc'h gant Youenn Olier hag e teuas da vezañ kelaouenn damgefridiel "Kristenion Breizh", ha goude-se Kannadig Imbourc'h, stag ouzh ar gevredigezh Emglev An Tiegezhioù.
Bep miz ingal etre 1976 ha 1993 e voe aozet dibennoù-sizhun gant Kristenion Breizh, "Devezhioù Studi ha pediñ", dreist-holl e presbitalioù Kistinid ha Plouneour-Menez. D'an hañv e veze aozet "Kamp Kristenion Breizh hag Emglev An Tiegezhioù" e Ti-Parrez Kistinid o vezañ ma ne oa mui a aergelc'h kristen e Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerien evel ma oa bet keit ha ma veze sammet ar meradur anezhañ gant Paol Kalvez.
Aozet e voe ingal ivez beajoù d'ar broioù keltiek gant Kristenion Breizh, a zo bet danevellet bep bloaz gant un niverenn arbennik eus Imbourc'h. Ar pal a oa klask sevel un emsav etrekeltiek kristen. Ne voe ket tizhet ar pal-se hogen darempredoù zo bet da skouer etre Kristenion Breizh ha Cylch Catholig Cymru, katoliked kembraegerien, hag etre tud a-hiniennoù en Iwerzhon, Kembre, Kernev-Veur.
E 1991 e voe savet ur gevredigezh-verc'h da Gristenion Breizh, "Breuriezh Sant Ildud"[1], evit skoazellañ, keit ha m'eo bet o chom e Kistinid, Tiegezh Santez Anna, ur gumuniezh vrezhonek kristen bet savet gant lod eus hec'h izili.
Adalek 1993
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiziv an deiz ez eo Kristenion Breizh ur vreuriezh a bedenn bemdeziek e brezhoneg hepken, a implij embannadennoù a bep seurt, diouzh ezhommoù hec'h izili :
- Ar Bedenn evit ar Vro (Unvaniezh Speredel Breizh, 1952);
- Pedenn An Iliz (An Tour-Tan 1977, adembannet e 1988);
- Levrig Ar C'hristen (Embannadurioù Sant Erwan 1989) ;
- Ofis al lennadurioù evit ar bloaz (Imbourc'h, 12 levrenn);
- Liderezh an Eurioù, Azvent ha Nedeleg, 1200 p. (Breuriezh Sant Ildud, 1989);
- Lodenn ar pedennoù - gant Ofis Ar Bedenn evit ar Vro - eus Stumm dreist-ordinal an Oferenn ha Pedennoù (Emglev An Tiegezhioù, 2010).
Embannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bibl ar Vugale, embannadur brezhonek ul levrig bet savet gant "Skoazell d'an Iliz en Dienez", troet gant Maoris ar C'hollo, skeudennaouet e liv, bet tennet 5600 skouerenn anezhañ e 1985.
Izili gozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lod eus izili eus Kristenion Breizh aet da Anaon :
- Beleion : Maoris ar C'hollo, Gwilhom Dubourg, Youenn Troal ;
- Laiked : Youenn Souffez-Despré, Ivona Martin, Youenn Olier, Paol Kalvez.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An anv-mañ a ra dave d'ar gevredigezh a servije da di-embann d'an aotrou Perrot
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |