Marsel Blanchard
Marsel Blanchard, Marcel Blanchard e anv kefridiel, zo ur beleg breizhat. Kemer a ra perzh en Emsav katolik hag e koun Yann-Vari Perrot.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet e Gourin e 1924 ha beleget e voe e 1947. Da gentañ e voe kelenner e kelenndi Santez-Anna-Gwened. Dont a reas da vout kure e Pondi e 1953[1].
Bet eo person Kistinid e-pad daou-ugent vloaz[2], adalek ar bloavezh 1971.
Marsel Blanchard a grouas Emglev Beleion Breizh e 1971, da vare taolioù an FLB evit ma vefe dieubet ar veleion vreizhat o doa kemeret perzh enno.
E labour en Emsav a voe mirout peadra personel an aotrou Perrot ha kemer perzh en embannadurioù stag ouzh Unvaniezh Koad Kev(UKK). Neuze e viras soutanenn Yann-Vari Perrot e-pad hir amzer ha reiñ a ra e destamant da anavezout da izili an UKK bep bloaz. Labouret en deus gant an Emsav katolik, dreist-holl, da lavarout eo gant Youenn Olier, Marsel Klerg, Maodez Glanndour pe Youenn Kraff. Lidañ a rae ingal an oferennoù graet da Lun Fask evit enoriñ ha kounañ Yann-Vari Perrot ha merzherion iwerzhonat 1916, e Skrigneg.
Harpañ a reas Tiegezh Santez Anna evit he sevel.
Aterset ha fiñvskeudennet eo bet e 2001 evit reiñ e desteni a-zivout ar brezhoneg en Iliz hag en Emsav[3].
Pennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivet en deus Marsel Blanchard un nebeud pennadoù er gelaouenn Imbourc'h:
- Niverenn 160 Imbourc'h, Ebrel 1983, "Emziviz gant Marsel Blanchard"
- Niverenn 214 Imbourc'h, Here 1987, "Kenskriverezh gant Yann Mikael diwar lennadur Deizlevr 1945 Youenn Olier (Kraff, Blanchard, krizder ar Fified), a-berzh Ivon Morvan diwar-benn enkadenn an Iliz, gant Yann Talbot a-zivout Beleion Breizh." (...)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gw. ar pennad gallek er blog Ar Gedour mag : Quistinic, l'abbé Blanchard fête ses 40 ans au service de la paroisse
- ↑ Gw. Testennoù gallek a-zivout Marcel Blanchard : Paroisse de Quistinic
- ↑ Brezhoneg, un siècle de breton, Frañs 3, 2001.