Youenn Kraff
Youenn Kraff (Yvon Craff eus e anv kefridiel), ganet d'an 29 a viz Here 1923 ha marvet d'ar 6 a viz Kerzu 2012 e Kemperle, a oa un emsaver katolik breizhat.
Bet eo bet ezel eus ar PNB (Strollad Broadel Breizh). Eus rummad Youenn Olier e oa. Asambles gantañ ha gant Marsel Blanchard en doa graet e goñje e Sant-Brieg e 1945. Chom a rejont mignoned vras a-hed ar bloavezhioù a stourm en eil hanterenn an ugentvet kantved.
Labourat e reas a-hed e vuhez evit eñvor an Aotrou Perrot e Unvaniezh Koad Kev, a voe krouet gantañ e 1951, hag e Mignoned Feiz ha Breizh. E luskad «Iliz ha Breizh» er bloavezhioù 1970 e voe oberiant ivez evit an oferennoù brezhonek kentañ e korn-bro Kemperle.
Brudet eo evit e bennad An doare kontañ dre zek e-barzh Al Liamm e 1957, ma kinnig ober gant ar gerioù pergont, pemgont, segont, egont ha nawgont[1].