Tiegezh Santez Anna

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Tiegezh Santez Anna (TSA) zo ur vreudeuriezh katolik krouet gant Benead Vialaneix ha Tepod Gwilhmod e 1987. [1]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lodenn eus kumuniezh Tiegezh Santez Anna, da geñver gouel santez Anna, e miz Gouhere 2009.

E 1986, p'edo war e studi e Roma, e voe ijinet gant Benead Vialaneix. Staliet e voe da gentañ e maner ar Palud Bras er Forest-Landerne betek an hañv 1988. D'ar c'houlz-se ne oa ken met ur gevredigezhig a dolpe kristenion ur wech an amzer evit pediñ, harp ouzh Kristenion Breizh. Da heul Devezhioù Etrebroadel ar Yaouankiz e 1989, e Santiago de Compostela [2][3] e voe roet lañs en-dro d'ar gumuniezh e parrez Kistinid dindan warez he ferson Marsel Blanchard.

Goude ur prantad stummadur e kumuniezh Sant-Yann e-kichen Roanne e-pad tri bloaz en em ziazezas da vat e Kistinid e 1992 hag e teuas Tiegezh Santez Anna da vezañ ur gumuniezh annezel a bedenn, a studi (Istor an Iliz e Breizh, glad relijiel ha hengounioù Breizh...) hag a avielerezh. Eus 1992 da 1998 e voe harpet gant Breuriezh Sant Ildud renet gant an tad Marsel Blanchard. Kuitaat a eure ar gumuniezh annezel Kistinid e penn-kentañ 1999.[4]

Abaoe 2001 emañ staliet ar vreudeuriezh e kêriadenn ar Voustoer, e Roudoualleg. Bez' ez eus tro-dro da hanter-kant a dud hag a gemer perzh e mont en-dro Tiegezh Santez Anna, paneve ur wech an amzer, e-pad ar gouelioù ma resev ar gumuniezh tud eus an diavaez : da geñver Gouel Nedeleg, Gouel Santez Anna, Gouel ar Steredenn pe Gouel an Hollsent da skouer.

E 2018 en deus Tiegezh Santez Anna kemeret perzh en embannadur ar Bibl gant an ti-embann Penkermin.[5]

Pivelezh ar gumuniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gevredigezh relijiel-se ez eo he fal difenn ar gristeniezh dre "enstuzegezh ar Feiz" hervez pennaennoù doueoniezh sant Frañsez a Asiz, sant Yann-Baol II, Yann-Vari Perrot ha Maodez Glanndour, gant ur sell breizhek hag ilizek (da lavarout eo katolik, neuze hollvedel) war un dro.

Ar vreudeur emouestlet enni a bed al laodez hag ar gousperoù e brezhoneg. Dilhadoù hengounel breizhek a wiskont da Sul.[6] Ar vreudeuriezh a ouestl he fedenn da Vreizh, d'he broioù hengounel ha d'ar pobloù bihan dindan baeroniezh [santez Anna.

Aozañ a ra Tiegezh Santez Anna tro ar chapelioù e Breizh a-bezh e-kerzh an hañv ha kemer a ra perzh e lod pardonioù.

Izili ar vreudeuriezh a adkempenn kêriadenn ar Voustoer e Roudoualleg (lesanvet Lann-Anna ganto) dre adsevel un nebeud tier kozh hag ur chapel gouestlet da santez Anna en ur ober gant teknikoù hengounel eus Breizh. Plediñ a reont ivez gant ar glad relijiel brezhon.[7]

Ar vreudeuriezh a embann ul lizher-kelaouiñ divyezhek (brezhonek ha gallek) anvet Breizh da Jezuz, teir pe beder gwezh ar bloaz. Sikouret e veze gant an tad Youenn Troal, hennezh o voullañ ar gelaouenn en e bresbital.

Labourat a reont war istor Breizh, ha kentelioù brezhoneg a roont pa vezont pedet d'ober gant tud eus diavaez ar genunaniezh.[2]

Ereoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gwelout un istorig eus ar gumuniezh-se er pennad "Kêrvrezhon : un arnod da sevel ur gêriadenn vrezhonek 1/2" e niverenn 88 Kannadig Imbourc'h, Kerzu 2014.
  2. 2,0 ha2,1 (br) Pederien ar menezioù du. Kavet : 17 Here 2019. er gelaouenn Ya ! (19 Gwengolo 2016)
  3. (br) Imbourc'h 239-240, Kerzu 1989 : Breizh-Kompostella, ur birc’hirinded hag ur mennad.
  4. (fr) Le Télégramme, 12 Here 1998. Kavet : 17 Here 2019.
  5. "Testenn bet azgwelet gant kenlabourerezh breuriezh annezel Tiegezh Santez Anna", Ar Bibl troet e brezhoneg, Penkermin, 2018, p.2
  6. (oc) Fabien Lécuyer : Lo retorn de las comunautats bretofonas, 18Du 2016. Kavet : 17 Here 2019.
  7. (fr) Ouest-France, 25 Mezheven 2014. Kavet : 17 Here 2019.