Mont d’an endalc’had

Youenn Troal

Eus Wikipedia
Youenn Troal
Youenn Troal
Anv ofisiel Yves Troal
Anv pluenn Youenn Troal
Obererezh Beleg, danevellour
Ganedigezh e Genver 1925
e Kombrid, Breizh
Marv d'ar 24 a viz Mezheven 2016
e Kemper, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Ar C'hrist d'an Amerindianed

Sinadur


Youenn Troal, Yves Troal e anv kefridiel, zo ur beleg hag ur skrivagner breizhat ganet e 1925 e Kombrid[1] Aet eo d'an Anaon, d'ar 24 a viz Mezheven 2016.[2].

Buhez hag oberenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Desavet e voe en ur familh a gouerion vrezhoneger e Kombrid, e Bro-Vigoudenn. Beleget e voe e-kerzh ar bloavezh 1949[3], en eskopti Kemper ha Leon, gant an aotrou 'n eskob André Fauvel.

Anavezet eo dreist-holl evit bout skrivet al levr Ar C'hrist d'an Indianed, a zezrevell doare e abostolerezh e Perou eus 1963 da 1968 hag eus 1973 da 1979, da-heul ar c'halvadenn a reas ar Pab Pi XII en e lizher Fidei Donum e 1957 a c'houlenne digant beleion Europa da vont da sikour an Iliz en Afrika hag en Amerika ar Su. Embannet e voe e levr a-dammoù er gelaouenn Al Liamm da gentañ, er bloavezhioù 1970.

Adembannet eo bet al levr-se gant Mouladurioù Hor Yezh e div levrenn e 2007 ha 2010, dindan an titl Ar C'hrist d'an Amerindianed[4] Dave a ra an aotrou 'n eskob Visant Fave d'e gefridi e Menez an Andoù en e levr War roudou or misionerien.[5].

Kenlabourat a reas Youenn Troal gant Visant Seite evit ober kentelioù er gevredigezh Ar Skol dre Lizer etre 1968 ha 1973. Dont a reas da vout aotrou person parrez Plouneour-Menez er bloavezhioù 1980 ha kelenner evit Strollad ar Vro Bagan, hag e krogas da skrivañ pennadoù evit Imbourc'h. Fiñvskeudennet e voe gant Frañs 3 e 1973 er filmig Oaled ar vro-Bagan[6].

Anvet e voe da berson parrez Trêgad er bloavezhioù 1990, kent mont war e leve e parrez Langolen e 2002, e-men ez embann skeudennoù deol e brezhoneg[7]. Harpet en deus ar gevredigezh Tiegezh Santez Anna evit embann he c'helaouenn Breizh da Jezuz.

Ingal e kendalc'h da skrivañ pennadoù a-ziwar lennadennoù eus an Aviel evit ar gelaouenn Kannadig Imbourc'h.

Pennadoù ha danevelloù gant Youenn Troal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Troidigezh Ar Hyd y Nos diwar ar c'hembraeg ;
  • Betek dent-heskenn an Andoù, Al Liamm, niverenn 109, 1965 ;
  • Davet ar Prat du, Imbourc'h, niverennoù 60-85, 1973-1974 ;
  • Va ene, skeudenn Doue, Kannadig Imbourc'h, niverenn 67, 2010 ;
  • An daouarn naet, Kannadig Imbourc'h, niverenn 75, 2012 ;
  • Ikonenn, Kannadig Imbourc'h, niverenn 82, 2013 (...)

Yaou - 31 a viz Here (1974). Dec'h on pignet war gribenn ar menez da welout e pe stad edo ar vered, rak da Ouel an Anaon, emañ ar c'hiz mont di da lidañ an Oferenn. Sabatuet-mik on bet o welout eno ur pikol bez. Lavaromp kentoc'h ur pikol bern simant, ledan ken ma oa. D'an abardaez, e c'houlennis digant ar baotred ar penaos hag ar perak eus ur seurt savadur. Bez ur baotrez an hini eo. Dre wallzarvoud he doa en em lazhet er menezioù. N'eo ket bet lakaet he c'horf en douar ; gwisket he arc'h nemetken gant meur a sac'had simant. Hag an dud eta, o welout ur bez ken bras, zo staget da grediñ en doa kresket he c'horf goude he zremenvan.

Sellout a ran gant an distouver prenet ganin ; graet eo bet e Shangai. E Lima em eus gwelet e pep korn bernioù levrioù ha kelaouennoù, bruderezh ganto evit Sina Mao. Paotr yaouank lemmañ an tachad, Salomon e anv, en deus koumanantet, evit un nebeudig gwenneien, d'ur gelaouenn spagnolek, kaset dezhañ eus Pekin, e-pad daou vloaz. Va zommerez nevez prenet evit keginañ gant tireoul (petrol) a zeu eus Portugal hag ar gontell eus Alemania. Va metr eo merket warnañ Tchekoslovakia ha va heskenn Alemania.

Youenn Troal, Gant Indianed ar Perou, Al Liamm, 1974-1975, p. 26

  1. Gw. Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, trede levrenn (1945 - ), Frañsez Favereau, pp.222-224
  2. Gw. Tremenet eo an aotrou Troal war load Emglev an Tiegezhioù
  3. Gw. Levr pellgomz beleion eskopti Kemper-ha-Leon
  4. Ur vurutelladenn eus al levr-se a gaver war load "A ! Lenn" : Ar C'hrist d'an Amerindianed
  5. War roudou or misionerien, Visant Fave, Emgleo Breiz, 1989, pp. 85-86
  6. Gw. Oaled ar vro-Bagan war lec'hienn an INA
  7. Skeudennoù deol an aotrou Troal