Breuriezh Sant Ildud

Eus Wikipedia

Breuriezh Sant Ildud a oa ur gevredigezh hervez lezenn 1901, krouet gant izili bennañ Kristenion Breizh evit prenañ un domani da reiñ bod da Diegezh Santez Anna, e 1992. Renet e oa gant Marsel Blanchard, person Kistinid. Goude un dizemglev e voe gwerzhet an domani ha divodet ar gevredigezh. Ober a rae dave hec'h anv da Emgleo Sant Ildud Yann-Vari Perrot, a oa un ti-embann dreist-holl.